Walter Map (1140 - 1208–1210) a oa ur skrivagner saoz hag a skrivas e latin. N'anavezer nemet un oberenn a vije bet skrivet gantañ, anvet De Nugis Curialium.

E vuhez

kemmañ

Lavarout a rae bout kembreat a orin[1] ha bezañ eus Marz Kembre (marchio sum Walensibus);[2] Studiañ a eure e Skol-veur Pariz, war-dro 1160 a greder, d'ar c'houlz ma oa Gerard la Pucelle o kelenn eno.

En em gavout a reas gant Thomas Becket kent 1162. Evel den eus lez ar roue saoz Herri II Bro-Saoz, e voe kaset d'ober kefridioù da-gaout Loeiz VII Bro-C'hall hag ar pab Alesant III, ha moarvat e kemeras perzh e Trede Sened-Iliz Lateran en 1179 ma en em gavas gant kannaded Valdezidi. E-pad ar veaj-se en em gavas gant Herri Iañ Champagn, a oa o stagañ gant e veaj diwezhañ d'ar Reter.

Ul leve-gopr en devoa Map en eskopti Lincoln a-benn 1183 aha kansellor an eskopti e oa a-benn 1186.[3]

Goude e voe mestr-chapel e Lincoln, chaloni e St Paul's, London hag en eskopti Hereford[4] hag arc'hdiagon Oxford en 1196.[5]

E varv

kemmañ

Mervel a reas war-dro Gwengolo 1210.

Oberennoù

kemmañ

Peurvuiañ ne lakaer nemet un oberenn war e gont, an De nugis curialium.

Notennoù

kemmañ
  1. C. N. L. Brooke, "Map, Walter (d. 1209/10)" en Oxford Dictionary of National Biography, Oxford University Press, 2004 Paysite
  2. Ger ha ger: " Eus ar marz gant Kembreiz": Walter Map, De Nugis Curialium distinctio 2, pennad 23
  3. British History Online Chancellors of Lincoln accessed on October 28, 2007
  4. British History Online Precentors of Lincoln accessed on October 28, 2007
  5. British History Online Archdeacons of Oxford accessed on October 28, 2007

Levrlennadur

kemmañ
  • Danevelloù kozh Danvez Breizh, Roparz Hemon, Hor Yezh 1992
  • Marylène Possamaï-Pérez, « La figure du roi dans le De Nugis Curialium de Gautier Map », in Et c'est la fin pour quoy sommes ensemble. Hommage à Jean Dufournet, Tome III, Paris, Honoré Champion éditeur, 1993, p. 1155-1170.

Pennad kar

kemmañ