Walter Nowotny, ganet d'ar 7 a viz Kerzu 1920 hag aet da Anaon d'an 8 a viz Du 1944, a oa ur blenier kirri-nij brezel a orin eus Aostria. Bez e voe un as el Luftwaffe e-pad an Eil Brezel-bed.

Walter Nowotny
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAostria Kemmañ
AllegianceTrede Reich Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denWalter Nowotny Kemmañ
Anv-bihanWalter Kemmañ
Anv-familhNowotny Kemmañ
Deiziad ganedigezh7 Kzu 1920 Kemmañ
Lec'h ganedigezhGmünd Kemmañ
Deiziad ar marv8 Du 1944 Kemmañ
Lec'h ar marvBramsche Kemmañ
Doare mervelaccidental death Kemmañ
Abeg ar marvKilled in action Kemmañ
Lec'h douaridigezhVienna Central Cemetery Kemmañ
Michernijer karr-nij, milour Kemmañ
Deroù ar prantad labour1939 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman Kemmañ
Grad milourelmajor Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Korf an armeLuftwaffe Kemmañ
Military casualty classificationKilled in action Kemmañ

Kretaet e voe gant 258 trec'h-nij (258 emgann-nij gant distruj ar c'harr-nij enebour tessteniekaet), 442 nij-brezel. Nowotny en doa trec'het 255 eus e emgannoù-nij war Talbenn ar Reter ha tri all pa oa o nijal gant unan eus kentañ kirri-nij jet Messerschmitt Me 262, o tifenn ar Reich. Darn eus an trec'hioù bet gantañ a voe o nijal ar Focke-Wulf Fw 190, un 50 bennak all gant ar Messerschmitt Bf 109.

Focke-Wulf Fw 190A-4 hini Nowotny

Nowotny a oa emzelet el Luftwaffe e 1939 hag echuet en devoa e gourdonadeg nijer-brezel e 1941. Goude-se e oa bet kaset d'ar Jagdgeschwader 54 "Grünherz" (JG 54) war Talbenn ar Reter. Nowotny a oa bet ar c'hentañ blenier kiiri-nij brezel o tizhout 250 trec'h, 194 e 1943 e-unan. Enoret e voe gant ar Ritterkreuz des Eisernen Kreuzes mit Eichenlaub, Schwertern und Brilliantenon d'an 19 a viz Here 1943. Evit an oberioù propaganda e oa bet difennet dezhañ kenderc'hel gant nijoù-brezel

Tresadenn karr-nij Messerschmitt Me-262 Walter Nowotny

Adlakaet war an talbenn e Gwengolo 1944, Nowotny a oa kroget gant sevel kadoniezhoù brezel oc'h implij ar Messerschmitt Me 262. Tri karr-nij enebour a voe tizhet gantañ gant ar c'harr-nij se a-raok mervel en ur crash goude un emgann-nij gant an United States Army Air Forces (USAAF) d'an 8 a viz Du 1944. Goude ma voe lazhet ar c'hentañ skouadrenn kirri-nij jet brezel ar Jagdgeschwader 7 "Nowotny", a voe anvet gant e anv.