Walter Wagner (marvet e 1945) a oa an noter a zimezas Adolf Hitler gant Eva Braun er Führerbunker d'an29 a viz Ebrel 1945.

Wagner a oa ur gwiraour hag un ezel eus NSDAP. Anavezout a rae Joseph Goebbels peogwir o doa labouret asambles e Berlin. Enluet e oa bet pa oa ar Gevredidi o tostaat ouzh Berlin. Pa lavaras Hitler da Goebbels e felle dezhañ dimeziñ e vo kaset Wagner betek ar bunker. P'en em gavas eno d'an 28 a viz Ebrel 1945 e verzas ne oa ket ar paper ret evit prientiñ an eured. A-benn ar fin e teuas a-benn da gaout ar pezh a oa ret, hag aozet e voe an eured ur pennadig a-raok hanternoz.[1]

Dres goude e voe kaseet wagner d'e vagad arme en-dro. Lazhet e voe un nebeud devezhioù goude, da vare emgann Berlin.[1]

Eured Hitler a weler e meur a film : Hitler: The Last Ten Days ha Der Untergang. Enno e weler ar mare ma c'houlenn Wagner ouzh Hitler prouiñ ez eo a-orin arian a-raok ma krogfe an eured (ur redi e oa da vare ar renadur nazi).

Walter Wagner er sinema kemmañ

  • Andrew Sachs eo an aktor a c'hoari perzh Wagner er film breizhveuriat Hitler: The Last Ten Days (1973)
  • John Ringham eo an aktor a c'hoari perzh Wagner er film skinwel breizhveuriat The Death of Adolf Hitler (1973)
  • Robert Austin eo an aktor a c'hoari perzh Wagner er film skinwel amerikan The Bunker (1981)
  • Norbert Heckner eo an aktor a c'hoari perzh Wagner er film alaman Der Untergang (2004)

Notennoù kemmañ