Wanda (priñsez)
Ur pennad Wanda zo ivez.
Wanda a oa ur briñsez polonat eus an VIIIvet kantved, hervez ar vojenn. Merc'h e oa d'ar roue Krakus, diazezer kêr Kraków. Pa varvas he zad e voe anvet da rouanez. En em deurel a reas er stêr Vistula evit chom hep dimeziñ d'ar priñs alaman Rytygier.
Istor
kemmañKentañ meneg eus hec'h anv a gaver dindan pluenn ar c'hronikour polonat Vincent Kadlubek, en XIIIvet kantved.
Sevenadur
kemmañUn harozez vroadel eo Wanda, gant he nerzh-kalon dirak an alouberien. Meur a duchenn zo en-dro da gêr Krakow, hag unan anezho e Nowa Huta, anvet Tuchenn Wanda.
Lennegezh
kemmañ- Wanda, gant ar barzh alamanek Zacharias Werner
- Wanda, rouanez Pologn gant Matija Ban, skrivagner kroat, e 1868
- Wanda, barzhoneg polonek e 1940 gant ar barzh Cyprian Kamil Norwid.
Sonerezh
kemmañ- Vanda, c'hoarigan gant Antonín Dvořák e 1875[1].