Waneta Hoyt
Waneta Ethel Hoyt (13 a viz Mae 1946 e Richford – 13 a viz Eost 1998 e New York)[1]) a oa ul lazherez a steudad stadunanat.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | Waneta |
Anv-familh | Hoyt |
Deiziad ganedigezh | 13 Mae 1946 |
Lec'h ganedigezh | Richford |
Deiziad ar marv | 13 Eos 1998 |
Lec'h ar marv | New York, Bedford |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev ar pankreas |
Kondaonet evit | muntr |
Micher | lazher a steudad |
Dilezel a reas ar skol pa oa 15 vloaz ha d'an 11 a viz Genver 1964 e timezas gant Tim Hoyt. O mab, Eric (ganet d'ar 17 a viz Here 1964) a varvas d'ar 26 a viz Genver 1965. Holl vugale all ar c'houblad : James (31 a viz Mae 1966 – 26 a viz Gwengolo 1968), Julie (19 a viz Gouere – 5 a viz Gwengolo 1968), Molly (18 a viz Meurzh – 5 a viz Even 1970), ha Noah (9 a viz Mae – 28 a viz Gouere 1971) a varvas a-raok bezañ 28 miz. Soñjal a rae d'ar vezeien e oant marvet abalamour da sindrom marv trumm ar babiged hag an daou vugel diwezhañ a voe studiet gant ur skipailh kaset gant Alfred Steinschneider. E 1994 ec'h anzavas Hoyt he doa mouget anezho. D'an 11 a viz Gwengolo 1996 e voe kondaonet da 75 vloaz toull-bac'h. Mervel a reas e toull-bac'h Bedford Hills Correctional Facility for Women e New York.
Notenn
kemmañ