War e vamm
War e vamm emañ ar gwin na vez ket tennet anezhañ an elfennoù a zeu eus ar goiñ pa vez er barrikennoù.
Pa vez bet chomet ar gwin -se war e vamm ur pennad, ha pa vez lakaet e boutailhoù goude, e lavarer eo gwin "diwar e vamm".
Evel-se eo e vez graet ar muskadig.