Watse Cuperus
Watse Cuperus (30 a viz Meurzh 1891 e Blija - 25 a viz Eost 1966 e Ljouwert) a oa ur skrivagner eus Friz, en Izelvroioù. Skrivet en deus, e frizeg, komz-plaen, levrioù evit ar vugale ha pezhioù-c'hoari. E oberenn anavezetañ eo De gouden tried ("An neudenn aour"), e teir levrenn (1941-1950).
Gant an anv-pluenn Bauke van Skeanebûrren en doa skrivet er gazetenn Friesch Dagblad. Adalek 1934 en doa skrivet dindan e anv gwir.
Protestant e oa, ha merket-don eo e skridoù gant e gredennoù. Bepred en deus stourmet evit kevatalded gwirioù an holl dud.
A-hed e vuhez e vevas e kêriadennoù bihan, e Blija, Westernijkerk ha Marrum. Mervel a reas gant an diabet e 1961 e Ljouwert, kêr-benn Friz.