Wayaneg
yezh
Ur yezh karibek eo ar wayaneg (wayana, oayana, wajana, uaiana, oyana, oiana, alukuyana, upurui) eus isskourr ar yezhoù wayanek-tiriyoek. Komzet e vez gant 747 den en holl e gevred Surinam dreist-holl (397 den e 1980) hag ivez en Amapá e Brazil (150 den) ha Guyana (200 den).
Div rannyezh a zo (e Brazil d'an nebeutañ):
- Roukouyeneg (rucuyen pe roucouyenne)
- Ouroukouyaneg (urucuiana pe urucena)