Ar gelaouenn amerikan Weird Tales a zo brudet peogwir ez eus bet embannet enni testennoù moliac’h (fantasy). Krouet e voe e miz Meurzh 1923 gant Jacob Clark Henneberger ha J.M. Lassinger. An daou anezho a oa dedennet gant an embannadurioù evit ar yaouankiz, hag e felle dezho tennañ o mat eus berzh kazetennoù pulp all, evel Black Mask.

Diaes e voe bloavezh kentañ a gelaouenn. D’ar mare-se e oa Edwin Baird e penn ar gazetenn. Testennoù kentañ Howard Phillips Lovecraft a voe embannet er gelaouenn adalek miz Here 1923. Sañset e oa ar gazetenn bezañ miziek, met mizioù zo ne zeuas ket er-maez abalamour d’an dleoù a oa. E 1924 e voe inniget da Howard Phillips Lovecraft bezañ pennskrivagner ar gelaouenn, met nac’hañ a reas. Neuze e voe kinniget da Farnsworth Wright, hag hemañ a asantas. Lakaat a reas embann testennoù Seabury Quinn, Edgar Hoffmann Price hag ivez re Abraham Merritt pe c’hoazh re Robert Ervin Howard. A-drugarez da Weird Tales ez eus bet brudet ivez skrivagnerien evel Fritz Leiber, C. L. Moore pe Clark Ashton Smith. Pa varvas Howard Phillips Lovecraft e 1937 ha pa guitaas Wright ar gelaouenn e 1940 ez eas honnezh war ziskar tamm-ha-tamm, hag e paouezas e miz Gwengolo 1954.

Istitl ar gazetenn a oa The Unique Magazine (ar gelaouenn dibar). Er penn-kentañ e voe dreist-holl istorioù spont enni, levezonet gant an "dark fantasy". Goude-se e voe embannet istorioù moliac’h klaseloc’h.

E-barzh niverenn gentañ Weird Tales (miz Meurzh 1923) e tisplege Edwin Baird, ar pennskrivagner : « E-barzh Weird Tales e kaver istorioù disheñvel diouzh ar pezh a ginnig ar c’hazetennoù all. Istorioù moliac’h dreistordinal, a c’hell bezañ lu zoken, istorioù iskis ha direizh, istorioù a laosko ac’hanoc’h ar genoù digor war nav eur. Re zo a vo par d’ur gwallhuñvre, re all, savet gant skrivagnerien a-zoare, a vo savet diwar-benn dodennoù difennet...»

Skrivagnerien ar gelaouenn kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ