Werner Haase
Werner Haase (2 a viz Eost 1900 e Köthen – 30 a viz Du 1950 e Moskov) a oa kelenner medisinerezh hag ofiser SS. Unan eus mezeien personnel Adolf Hitler e voe. SS-Obersturmbannführer eo ar grad diwezhañ a dizhas.
E vuhez
kemmañEmezelañ a reas en NSDAP e 1933 hag en SS e 1941. Etre 1935 ha 1945 e voe unan eus mezeien Hitler, hag a gasas ur pellskrid dezhañ da-geñver e zeiz-ha-bloaz[1].
E dibenn emgann Berlin e miz Ebrel 1945 e sikouras Ernst Günther Schenck da louzaouiñ tud gloazet (siviled ha soudarded) a oa bet bodet en ur gwarez staliet dindan ar C'hañsellerdi, e-kichen ar Führerbunker. D'an 29 a viz Ebrel e voe galvet er Führerbunker ma sikouras Ludwig Stumpfegger da reiñ sianur da Blondi (ki Hitler), peogwir e felle da Hitler gouzout hag efefus e oa ar c'hapsulennadoù sianur[2]. Er bunker e chomas betek m'en em lazhef Hitler, ha goude-se e tistroas da labourat er gwarez, ma voe tapet gant soudarded an Arme Ruz. D'ar 6 a viz Mae e c'houlennas ar Soviediz digant Haase bezañ e-touez ar re o doe da anavezout korfoù devet Joseph Goebbels, Magda hag o c'hwec'h bugel. Haase eo a anavezas korf Goebbels, a-drugarez d'an harp a oa ouzh e c'har dehou.
Haase a chomas prizoniad ar Soviediz betek e varv. E miz Even 1945 e voe tamallet outañ bezañ bet unan eus mezeien personnel Hitler ha bezañ louzaouet pennoù-bras all gouarnamant Hitler hag ivez izili NSDAP ha re an SS. Mervel a reas e miz Du 1950 abalamour d'an droug-skevent. Mervel a reas e toull-bac'h-ospital Boutyr, da lavaret eo marteze toull-bac'h Boutyrka e Moskov.
Er film alaman Der Untergang (2004) ez eo an aktor Matthias Habich a c'hoari perzh Haase.