Weston under Penyard

Weston under Penyard zo ur gêriadenn eus Bro-Saoz, e kontelezh Herefordshire.

Douaroniezh

kemmañ

Emañ Weston er reter da Ross-on-Wye (Rhosan ar Wy e kembraeg), ur gêr eus Herefordshire ivez, met a zo war lez ar stêr Gwy, war harzoù Kembre. Anv un dorgenn hag ur c'hastell warni eo "Penyard".

Er reter da Weston under Penyard ez eus aspadennoù eus un annez roman, anvet Ariconium[1], un anv hanter-keltiek ha hanter-latin marteze, hag en deus roet moarvat an anvioù Ergyng hag Archenfield. Ennañ e kaver an elfennoù are- (dirak, e-kichen) ha con-, chomet dizispleg.

An anv Weston under Penyard a gaver roud anezhañ kerkent hag an Domesday Book (1086), dindan ar stumm Westune. Savet eo diwar elfennoù saoznek ha kembraek : west ("kornaoueg, kornôg"), ton ("kêr"), under ("dindan") ha Penyard ("beg ar c'harzh", "lec'h ma'z eus ur c'hloz")[2],[3],[4].

Notennoù

kemmañ
  1. Itinerarium Antonini 4853 (Iter XIII) : ARICONIO
  2. Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-Names. Clarendon Press. Oxford. 1936 & 1980
  3. A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982
  4. A.D. Mills : Oxford Dictionary of British Place Names. Oxford University Press. 1991 & 2003