Where Did You Sleep Last Night?
Where Did You Sleep Last Night? ("Pelec'h ez poa kousket en noz tremen ?") zo ur ganaouenn saoznek hengounel eus SUA, anavezet ivez evel In the Pines, My Girl ha Black Girl. C'hoarvezout a ra eus div ganaouenn all, anvet In the Pines ha The Longest Train, ha n'ouzer ket gant piv int bet savet war-dro ar bloavezhioù 1870, e su an Appalachoù, en ur c'horn-bro etre ar stadoù Tennessee ha Kentucky, kornôg North Carolina ha hanternoz Georgia.
Meur a zoare eus ar ganaouenn zo bet enrollet gant tud a bep seurt, met ar re vrudetañ eo Bill Monroe, soner bluegrass, ha Lead Belly, soner blues, a enrollas pep a zoare disheñvel er bloavezhioù 1940 ha 1950.
E 1964 e voe brudet ar ganaouenn e Bro-Saoz gant The Four Pennies, ha goude e 1993 gant al laz stadunanat Nirvana, awenet gant doare Leadbelly.