Oups
Oups (distaget [ʼups]), zo ur ger brezhonek ha gallek nevez, deuet er yezhoù-se er XXIañ kantved eus ar ger saoznek stadunanat oops (distaget [ʼups], pe [ʼuːps]), deuet eus ar ger all whoops[1],[2].
Yezhoù all kemmañ
E saozneg kemmañ
Testeniekaet eo whoops! adal 1925 hag oops adal 1933[3]. Kavet e vez ar ger e romantoù ar rummad Harry Potter (The Chamber of Secrets, pennad 12, The Duelling Club).
E galleg kemmañ
Deuet e vefe dre ar stiradoù skinwel stadunanat, evel ur bern gerioù hag estlammadelloù ha ne vezont ket troet e galleg ken[4], ha dre ur ganaouenn brudet e 2000 gant Britney Spears.
E kembraeg kemmañ
Wps er yezh-mañ[5].
E brezhoneg kemmañ
Er XXIañ kantved ez eo tremenet eus ar galleg da vrezhoneg komzet ar yaouankizoù, war skouer ar ger koûl (eus cool) en e raok, ha krog eo da vezañ implijet gant ar rummadoù koshoc'h, evel kement ger zo diouzh ar c'hiz. A-raok anavezout ar ger-se e veze graet gant gerioù evel kaoc'h, chaous, gast, pe sakreadennoù all.
Implij kemmañ
E saozneg e 1925 e verke whoops! ar mantr, e 1933 e verke oops ar souezh[3].
Kemeret en deus lec'h an troiennoù digareziñ eskuzit ac'hanon, pe digarezit-me e brezhoneg, hag an troiennoù pardon, excusez-moi, pe an droienn latin mea culpa, e galleg Bro-C'hall.
Hervez lod psikologourien ez eo ur ger hag a servij dreist-holl da chom hep anavezout fazi an neb hel lavar ha da virout a emzigareziñ, ha dre-se da nac'h an droug (bihan pe vras) graet ouzh an nesañ, pe ouzh ar re all[6].
Implijet e vez dre skrid e kazetennoù gallek[7].
Kanaouennoù kemmañ
- Oops, e 1956 gant Warren and Mercer, kanet gant Ella Fitzgerald ha Louis Armstrong e 1956
- Oops, e 1962 gant Bill Doggett And His Combo
- Oops, e 1966 gant Neil Christian
- Ooops Up', e 1990 gant Snap!
- Oops (Oh My), gant Missy Elliott
- Oops! (Super Junior song), gant Super Junior
- Oops, Oh No!, gant Cerrone ha La Toya Jackson
- Oops!… I Did It Again, kanaouenn hag albom e 2000 gant Britney Spears
Film kemmañ
- Ooops! Noah is Gone, film alaman, lakaet e galleg hag anvet Oups ! J'ai raté l'arche…
Traoù all kemmañ
- Oops (kelaouenn), kelaouenn c'hallek embannet e Pariz abaoe 2008[8]
- Ar Festival Oups, e Brest e 2016[9]
- Ur merk dilhad-dindan : [3].
Liammoù diavaez kemmañ
Notennoù kemmañ
- ↑ Whoops e saozneg, troet gant oups e galleg e geriadur Collins : http://dictionnaire.reverso.net/anglais-francais/whoops
- ↑ Whoops e saozneg, troet gant whoops e galleg e geriadur Larousse : http://www.larousse.fr/dictionnaires/anglais-francais/whoops/624251
- ↑ 3,0 ha3,1 (en) Online Etymology Dictionary
- ↑ Nag an estlammadelloù nag an titloù filmoù hervez Mediapart : [1]
- ↑ Skouer : [2]
- ↑ http://www.psychologies.com/Moi/Se-connaitre/Comportement/Articles-et-Dossiers/Oups-ne-veut-pas-dire-pardon
- ↑ http://www.ladepeche.fr/article/2016/09/29/amara.org/teams/arte
- ↑ http://www.oops.fr
- ↑ http://www.oups-brest.com