Wikipedia:Burevidi
Ar vurevidi war Wikipedia eo ar verourien gant ar galloud teknikel da envel implijerien evel merour, merour etrefas, pe bureviad, ha da reiñ ar statud bot d'un implijer pe d'e dennañ digantañ.
Met ne c'hellont ket reiñ ar gwirioù a verour, a verour etrefas, pe a vureviad, d'un implijer all nemet ur wech prouet dre ur vot ez eo a-du an darn vrasañ eus implijerien ar gumuniezh gant seurt ober.
En hevelep doare, reiñ ur statud bot ne c'hello bezañ graet nemet en un doare ral ha prederiet. Ur perzh ret evit bezañ bureviad a zo doujañ da ali ar muiañ-niver ha bezañ gouest da zisplegañ kement dibab graet gant an den en un doare seven.
Ar vurevidi ne c'hellont ket tennañ ar gwirioù a verour, a verour etrefas, pe a vureviad. Kement-mañ ne c'hell bezañ graet nemet gant ar stewarded, tud dizalc'h eus neb wikipedia dilennet bep bloaz.
Burevidi war ar wikipedia brezhonek
kemmañEvit poent, n’ez eus hini ebet. Pa vez ezhomm reiñ gwirioù e koulenner ouzh ar stewarded hen ober.
Ezburevidi
kemmañSellet ivez
kemmañ- Listennad an implijerien gant ar gwirioù a vureviad
- Dibar:Log/rights - Marilh statud an implijerien
- Dibar:Log/renameuser - Roll an implijerien bet adanvet
- Dibar:Log/makebot - Bot status log
- Stewarded
- Diorroerien (war meta)
|