Wikipedia:Gwirioù aozer (Copyright)

(Adkaset eus Wikipedia:Copyrights)

Savet eo bet Wikipedia en sell da ziazezañ un danvez keleier a vent gant ur geriadur a ouiziegezh pe un holloueziadur daveet ma c'hello an holl dud mont da furchal ennañ hep paeañ. Ar pezh a ra ez eus lezennoù arnevez war ar c'hopyright a laka ac'hanomp da deuler evezh eus ar Gwir, kement-se a-benn en em asuriñ ha ma vo ar raktres war wel d'an holl da vat, hag a-benn gwarediñ anezhañ eus mad-divad ar Gwir.

Heñvel-poch ouzh aotre ar meziant frank eo an hini implijet a-fet an danvez, peogwir eo gwarezet testenn ar pennadoù war wel d'an holl e wikipedia gant an Aotre a ziellerezh frank GNU. Gant hemañ e vez gwareded frankiz an danvez da viken. Da gentañ-penn :


  1. Danvez ar Wikipedia zo frank dre wir ;
  2. Gant pep hini emañ ar gwir d'e gopiañ ;
  3. Gant pep hini emañ ar gwir d'e gemm, amañ pe e lec'h all ;
  4. MET tout ar c'hopiennoù pe gemmoù zo lakaet dre ret dindan ar memes divizoù.

Eus petra zo anv gant ar GFDL, ha penaos e vez komprenet anezhañ e Wikipedia ?

kemmañ

War wel d'an holl emañ testenn glok an aotre war GNU FDL.

Ar gwir zo ganeoc’h da gopiañ, da zalc’hen d’an dud ha/pe kemm testenn an holl fennadoù zo e-barzh wikipedia hervez termenoù an aotre a ziellerezh frank GNU, skrid 1.1 pe an hini bet embannet gant Free Software foundation nevez zo; hep Kevrennoù ha n'haller ket distresañ, hep Testennoù pajenn gentañ pe c'holoenn, hag hep Testennoù pajenn ziwezhañ eus ul levr.

Sed aze ar pezh a dalvez da lavaret ma chomo frank ar pennadoù da viken, ha tu zo da nep en deus c'hoant da implijout anezhe d’hen ober, gant an harzoù meneget a-raok, a zo ret a-benn gwareziñ ar frankiz. E-barzh pennadoù Wikipedia e c'hell bezañ testennoù, skeudennoù, sonioù, pe pep benveg eus an diavaez gant reolennoù-copyright all, implijet int gant perzhioù all pe gant ar ster "implij strizhik" fair use. Mard emañ kont evel-se e vo anavezet ar benveg da zanvez a-ziavaez (e-barzh pajenn deskrivañ ar skeudenn, pajenn istorel, pajenn gaozeal, hervez kont), ha derc'hel a ra perc’henneed ar c'hopyright o gwirioù.

Gwell eo ganeomp implijout skeudennoù ha sonioù er mod-se hepken; pa vez tu eo gwelloc’h erlc'hiañ testennoù aotreek ha lakaat testennoù bet ijinet ganeomp en o lec’h

Gwirioù ha dleadoù ar genoberourien.

kemmañ

Chom a reoc’h perc’henn war ar pezh a skrivoc’h e-barzh Wikipedia. Met dre genober el lec’hienn-mañ ec’h embannoc’h testennoù dindan termenoù ar GFDL (hep kevrenn digemm pe destennoù pajenn c’holo).

  1. Frank e c’hell bezañ kopiet ho testenn
  2. Frank e c’hell bezañ kemmet ho testenn

Dindan termenoù ar GFDL e rank bezañ embannet pep kopienn pe bep kemmadenn dindan ar GFDL. A-benn sikour eo ret deoc’h kontantiñ an aotre-mañ, da lavaret eo :

  1. pe ho peus copyright an danvez-mañ, abalamour m’ho peus produet anezhañ hoc’h-hunan da skouer ;
  2. pe ho peus bet ar benveg-mañ a-ziwar un danvez ma vez aotreet embannadur dindan GFDL gantañ, da skouer ur benveg e dalc’h ar bobl (da skouer : geriadurioù a ouiziegezh kozh ; testennoù produet gant gouarnamant broioù zo) pe emañ ar benveg dindan GFDL dija ;
  3. An oberer en deus roet ar gwir deoc’h da embann e-barzh Wikipedia (ha kompren a ra dilerc’hioù ar GFDL)

A-fet an dro gentañ e talc’hoc’h ho kwirioù war ho tanvez. Tu zo deoc’h adembann diwezhatoc’h dindan an aotre ho po choazet. Neoazh ne c’hellfec’h ket lemel an aotre GFDL eus an danvezioù ho po lakaet amañ ar c’hiz-mañ : dindan GFDL e chomo an danvez da viken.

A-fet an eil dro, ma vez lakaet danvezioù a-ziavaez dindan GFDL e-barzh ho tanvez e rankoc’h disklêriañ digant piv eo bet amprestet an danvez-mañ ha skrivañ anezhañ ha lakaat ul liamm war-du lec’h an danvez orin. Ma vez implijet gant ar gopienn kevrennoù digemm e rankoc’h lakaat anezhe e-barzh ar pennad Wikipedia ; met er memes mod hag a-fet an testennoù implijet gant aotre an oberer eo gwell erlec'hiañ anezhe gant an destenn orin pe un destenn dindan un aotre frankoc’h.

Ma vez implijet ganeoc’h ul lodenn eus un diell dindan copyright dre zegas ar « fair use da soñj, pe ma vez aotreet gant dalc’her ar gwirioù da implijet un diell dindan copyright ; ret eo deoc’h menegiñ an dra-se (pe gant an anv pe gant an amzeriad) war pajenn deskrivañ ar skeudenn pe war pajenn gaozeal ar pennad (gw. fair use). Ret eo deoc’h en em asuriñ ma c’hell bezañ doareet fair use implij ar skeudenn-mañ (e c’hellfe chom hep bezañ graet ken, ma vez implijet ganeoc’h ur pennad tennet eus Wikipedia a-benn lakaat da werzhañ hag a vefe, er mod all, aotreet gant ar GFDL).

Ma peus c’hoant da implijout dielloù eus Wikipedia en ho levr, pennad, lec’hienn eus ar Gwiad, pe embannadurioù all ez eus tu deoc’h henn ober met ret deoc’h heuliañ an aotre GFDL, emplegañ a ra an traoù-mañ eta :

  1. Embannet e rank bezañ ho tielloù dindan GFDL gant-se ;
  2. Rankout a reoc’h menegiñ eus pelec’h e teu ar pennad (kevrenn 4B) ;
  3. Rankout a reoc’h reiñ un digor war un "danvez splann" eus an diell (kevrenn 4J, a-fed ur pennad eus wikipedia eo ar « wiki texte » an « danvez splann ». Kontantet e c’hell bezañ an daou rank-se dre reiñ ul liamm HTLM war-du pajenn ar pennad da wikipedia.org (http://br.wikipedia.org).

Ar pal eo da addelc'her d’an dud ar pep frankañ ma’z eo posupl an darn vrasañ eus danvez Wikipedia, ha dre-se just a-walc’h e kav deomp eo gwelloc’h an testennoù ijinet ganeoc’h evit ar re zo dindan copyright (ha dezhe bezañ implijet gant un aotre).

Difennet eo implijout dielloù hag a dorr copyright an estren. Gant kement-se e c’hellfe c'hoarvezout kudennoù hervez al lezenn ha lakaat ar raktres en arvar en un doare sirius-tre. M'emaoc'h en arvar eo kenkoulz deoc'h skrivañ ar pennad hoc’h-unan.

Ret eo gouzout er memes tra n’eo ket difennet adlakaat e-barzh un destenn ur mennozh meneget e-barzh un destenn all evel-just met ret eo cheñch ar stumm anezhi ha setu tout. Ha dre-se ez eus tu deoc’h lenn ur geriadur a ouziegezh all ha skrivañ en-dro an destenn en un doare disheñvel ha gant gerioù disheñvel (gw. fair use a-fet an divizoù a-ziwar-benn penaos reiñ tro d’un destenn evit adimplijout anezhi.) Ret diwall eus ar fripiñ.