Wikipedia:Dielloù/Pajennoù da nullañ/Goulennoù distaolet/rann 1 a-raok an 10 Kerzu 2006
- Pennad ebet --Fulup 19 Meu 2006 da 21:21 (UTC)
- Pennad bet krouet abaoe. --Fulup 2 Ebr 2006 da 15:06 (UTC)
- Pennad goullo --Fulup 12 C'hwe 2006 da 22:25 (UTC)
- Da gilpennañ eo an adkas. Graet e vo pa vo savet ur pennad war ar rusianeg.
N'eus ket mall diverkañ anezhañ. Evel-se e vo broudet un den evit boulc'hañ anezhañ. --Ch. Rogel 15 C'hwe 2006 da 22:34 (UTC)
- Ur pennad kêr-benn hag ur pennad kêrbenn zo. Bodet e rankfent bezañ, en ur pennad hepken (dindan kêr-benn, gant un adkas evit ar stumm all zo bet implijet e pennadoù zo).--Llydawr 25 C'hwe 2006 da 16:19 (UTC)
- Un adkas a oa da sevel, n'eo ket ur bajenn da ziverkañ. Fulup 9 Kzu 2006 da 19:34 (UTC)
- Ne vijen ket displijet o welet ar pennad-mañ o vont diwar wel. Marteze e oa bet ezhomm c'hoarzhin d'ur mare zo bet (ha ret eo din anzav em c'hoarzhet me ivez) met bremañ avat e kav din ez eomp re bell ganti. Blaz ar Vae victis ! a zo gant ar pennad ha n'eus ket ezhomm feukiñ pelloc'h ar paour-kaezh Lip-Chopin (a seblant din bezañ gwall yaouankik). Sachet e vezomp war-zu an amzer dremenet gant ar pennad-mañ pa rankfemp dilezel ar sammoù diezhomm ha mont war-raok bremañ p'eo echu gant ar brezel kozh. --Yun 1 Mar 2006 da 09:48 (UTC)
- n'on ket a-du ma vije skarzhet war-eeun ur pennad bet labourat warnañ gant meur a hini a-hed ar wech war digarez e tisplij ar pennad-se d'un den bennaket (yaouank pe gozh ne vern). ha peseurt labour pozitivel zo bet boulc'het ha kaset war-raok gantañ? ha ret e vije plediñ da bebphini e teufe war ar wikipedia-mañ hepmuiken hep derc'hel soñj eus an darn vrasañ eus an dud a labour ingal hag aketus warnañ hag abaoe keit-all? war wikioù all e vez kavet pennadoùy da c'hoarzhin ivez ha n'eo ket peadra da dont da vezañ feuket gante. gant ar pennad-mañ ne vez taget hini ebet d'am soñj, met kentoc'h un doare brezhoneg didalvous penn-da-benn evit sevel pennadoù war ar wikipedia (bez' ez eus ur wikipedia e galleg spalnn dija). a-raok skarxzhar ar bajenn-mañ e vije ret tabutal ha goût ivez hag-eñ e vije ret dimp kaout ur bolitikerezh ofisiel o lâret ec'h eo difennet sevel pennadoù n'int ket sirius. hag evit achuiñ, n'on ket gwall sur e vije achu gant an tamm "brezel"mañ dre amañ. ret eo kompren ivez e oa deuet da vezañ feuket ivez meur a hini o welet penaos e vije ouzpennet da bennadoù e brezhoneg eeun a-walc'h tefoedach spontus dindan an anv "brezhoneg tradicionel" pe "brezhoneg komprenabloc'h" ha pennadoù lakaet div wech... --Neal 1 Mar 2006 da 10:02 (UTC)
- A-unan on ganit : ret eo tabutal a-raok kemer un diviz. Dre m'eo bet prennet ar pennad n'em eus ket gellet lañsañ an tabut war bajenn ar gaozeadenn setu em eus kaset anezhañ amañ. --Yun 1 Mar 2006 da 10:12 (UTC)
- ha sur out? fellout a rae din prennañ ar pennad hep prennañ ar bajenn gaozeal. kas a rin ar gaozeadenn-mañ di ma'c'h eus c'hoant. --Neal 1 Mar 2006 da 13:01 (UTC)
- Sur, ha n'eo ket marteze. 'Peus ket 'met dilugañ ha mont da welet. Arabat kas ar gaozeadenn-mañ di ma n'heller kenderc'hel ganti eno. --Yun 2 Meu 2006 da 10:16 (UTC)
- Miret eo bet ar pennad. Ur rummad fent zo bet savet abaoe. Tud a gendalc'h da labourat warnañ. Fulup 9 Kzu 2006 da 19:36 (UTC)
Ar Faoued
kemmañDiresis eo ar bajenn Ar Faoued. Bout 'zo unan all hag a zo resisoc'h Ar Faoued (Mor-Bihan). Kadbzh 15 Mez 2006 da 20:37 (UTC)
- Ar pennad Ar Faoued a zo da ziverkañ. Ur pennad Ar Faoued (Mor-Bihan) a zo. --Llydawr 29 Mez 2006 da 21:49 (UTC) - Nann, ret eo mirout pajenn ar Faoued evit an digejañ : be 'zo ur Faoued all e Breizh (un anv-lec'h). --Ch. Rogel 29 Mez 2006 da 22:34 (UTC)
- Pajenn Ar Faoued zo bet treuzfurmet en ur bajenn digejañ. Kudenn renket.--Llydawr 30 Mez 2006 da 07:19 (UTC)
A bep seurt
kemmañListennadoù pajennoù da nullañ a gaver er pajennoù-mañ:
- Pajennoù dirummad
- Kaset em boa an niver dindan kant e-pad an hañv ha gwelout a ran eo deuet tost da 300 pennad. MP 8 Kzu 2006 da 09:39 (UTC)
Pep tra n'eo ket da nullañ el listennoù-se met un doare mat eo evit kavout pajennoù faos pe goullo... Ma c'hellfe ur merour ober war dro... Benoni 15 Eos 2006 da 00:26 (UTC)
- Hopala, da ziwall zo. Sevel liammoù er pennadoù pa n'eus ket anezho pe rummata ar pennadoù, n'eo ket ul labour miret evit ar verourien. Labour stroll an holl implijerien eo (ar verourien en o zouez ivez evel-just). Da bep hini eo da deuler pled da lakaat liammoù er pennadoù savet gantañ ha da rummata anezho ivez da gentañ-penn. Goude-se e c'hall an holl implijerien klokaat, reizhañ, resisaat, adkempenn ha me a oar-me met n'eo ket d'ar verourien o-unan d'en em zibab gant an holl bennadoù diskempen pe savet a-dreuz. Renkañ an adkasoù torret zo war chouk ar verourien avat. Evit ma c'hallfe an holl kemer perzh el labour kemepenn-mañ e c'haller lakaat al liammoù a-us war wel war pajenn ar gumuniezh.
Chostakovitch, Dimitriy pe Dimitri ?
kemmañDiv pajenn a zo evit ar memez sonaozour, Dmitriy Chostakovitch ha Dmitri Chostakovitch
me 'gav din ez eus un hanter re... An eil hini a hañval bezañ klokoc'h egent eben, setu ma kinnigan mirout honnezh. Hag evit a sell doare skrivañ anv an den... N'on ket ur mailh ; Dmitri eo ar stumm a vez gwelet an aliesañ e yezhoù boazet tro-dro da Rusia, se a c'hallan stadañ bepred. 25 Gwe 2006 da 16:29 (UTC)
- Da'm soñj eo arabat nullañ. Gwelloc'h eo mirout an div bajenn, lakaat un adkas war-zu an eil e-barzh eben, ha kendeuziñ istor an div bajenn.--Yun 8 Kzu 2006 da 02:12 (UTC)
- Un adkas zo bet graet eus Dimitri da Dimitriy gant Neal. Fulup 10 Kzu 2006 da 13:38 (UTC)