Discord a zo ur meziant perc'hennet disgoust evit komz war-eeun ha VoIP war an dro. Implijet e vez gant izili ar gumuniezh Wikimedia brezhonek evit gellout eskemm, kaout hag alioù. Digor eo ar servijer Wikioù-br hag e saloñsoù d'an holl. Pell simploc'h eo Discord evit eskemm evit ur sistem IRC.

Da ziwall 'zo eta, ne vez ket herberc'hiet ar servijer gant an Aozadur Wikimedia. En ur gevreañ ouzh Discord, e vo asantet ganeoc'h e dermoù implij hag e bolitikerezh prevezded.
Er c'hontrol da IRC, ne vez ke diskouezet ho chomlec'h IP d'an holl en un doare foran.

Implij

kemmañ

Discord a c'hall bezañ pellgarget en un doare digoust dindan ar sistemoù operata Microsoft Windows, macOS, GNU/Linux, iOS hag Android. Gellout a ra bezañ implijet war-eeun er merdeer hep na vefe ezhomm pellgargañ anezhañ.

An eskemmoù dre skrid

kemmañ

Discord a ro an tu da implijout meur a zoare kanol eskemm. Ar reoù dre-skrid a zo graet espres-kaer evit ma c'hallfe an implijaderien eskemm en ur vizskrivañ. Kemeret e vez e kont meur a zoare balizañ gant ar c'hanolioù-mañ (markup) met ivez meur a zoare enkorfañ ; en o mesk e c'hell diskwel vignetennoù evit ar skeudennoù, ul livadur sintaksek evit an tammoù kod pe ken eeun ha tra evit diskwel an emotoù. Al lodenn vrasañ eus an arc'hweladurioù-mañ a c'hall bezañ lazhet e-barzh arventennoù an implijader.

An diforc'h diazez a zo etre Discord hag IRC eo ar fet e pourvez Discord ur roll-istor eus an eskemmoù. Gant-se e vez kalz aesoc'h mont d'an eskemmoù war ober, met talvezout a ra ivez e vez enrollet pep-tra er roll-istor. Dav eo d'an implijaderien bezañ emskiant neuze e c'hall bezañ gwelet o evezhiadennoù gant an dud a zo kevreet d'ar mare ma kasont o evezhiadennoù ha gant ar re n'int ket kevreet diwezhatoc'h. Diwar an dra-se eo, hag er c'hontrol d'ar pezh a c'hoarvez en IRC, posupl eo d'an implijaderien sevel ur goulenn e-barzh ur ganol ha kaout ur respont pe meur a hini a-berzh an implijaderien all a zo er servijer.

Gant Discord ne vez ket diskouezet na chomlec'h IP nag anv an herberc'hier d'an implijaderien pa emezelont er servijerioù pe ar c'hanolioù. Ar pezh a vez graet IRC er c'hontrol. E berr gomzoù n'eus ket d'ober war-dro nag an arventennoù evit gellout kuzhat an herberc'hier nag an enskrivadur er c'hloak.

An eskemmoù dre gomz

kemmañ

Kavout a reer e-barzh Discord kanolioù dre gomz evit gellout komz war-eeun gant an implijaderien all a zo er servijer.

Ret eo d'an implijaderien bezañ emskiant pa vezer er memes kanol komz e c'hellont bezañ klevet gant ar re all a zo en hevelep kanol. Peurvuiañ ne vez roet tem ebet d'ar c'hanolioù komz. Posupl eo mougañ son ho mikro en ur bouezañ war an arouezig "mikro" e-kichen hoc'h avatar. War-se e c'hellit mougañ ivez son ar meziant en ur glikañ war arouez ar "selaouelloù".

Ne vez enrollet eskemm dre gomz ebet gant ar meziant. Difennet eo gant lezenn Bro-Frañs enrollañ ur gaozeadenn pa ne vez ket a-du an holl dud a gemer-perzh er gaozeadenn. Ret eo reiñ da c'houzout d'an dud emaoc'h en soñj enrollañ ha gortoz e asantfe an dud pe get.

Skignañ an enrolladennoù (logs)

kemmañ

Difennet eo skignañ d'ar seizh avel un enrolladenn (log) eus an eskemmoù a vez e saloñsoù Discord « Kumuniezh Wikimedia ar C'hallegerien ». Nemet e vefe a-du an implijaderien a zo en ur saloñs bennak. Keit ha ma ne vo ket kaozeet eus-se e « Kumuniezh Wikimedia ar Vrezhonegerien » e vo lakaet da dalvezout reolennoù hini Kumuniezh ar C'hallegerien.

Kanolioù ar Servijer « Wikioù-br »

kemmañ

Servijer Discord « Kumuniezh Wikimedia ar Vrezhonegerien » a ginnig meur a saloñs, kavet e vo ganeoc'h al listennad amañ dindan dispartiet e meur a rummad, evel ma vezont gwelet er servijer-mañ. Da-heul o anv e vo kavet un deskrivadur berr.

Reolennoù Bevañ

kemmañ

Amañ e vez kavet listennad ar saloñsoù dre skrid a zo pouezus lenn a-raok pep-tra.

  1. #Reolennoù: Er ganol-mañ e vez renablet holl reolennoù ar servijer.
  2. #Liamm-pediñ/Invite-link: Ar saloñs-mañ a zo graet a-ratozh-kaer evit gellout adkavout buan al liamm evit pediñ an dud da emezelañ er servijer Wikioù-br. Divizet ez eus bet gant merourien ar raktres ne vefe deiziad termen ebet d'al liamm pediñ-se hag e c'hellfe bezañ implijet evit pediñ un niver a dud hep termen ebet.
  3. #Rolloù: Er saloñs Rolloù e vez kinniget d'an izili rolloù resis a zo bet termenet gant izili ar servijer Wikioù-br evit gellout aozañ al labour. Meret e vez ar rolloù-se gant sikour ar bot Discord Carl-bot#1536. Setu ar rolloù a zo bet soñjet enne gant o zermenadur:
    1. adlenner: den laouen da zifaziañ an testennoù a vez skrivet er Wikioù brezhonek.
    2. skriver-pennadoù: den laouen da skrivañ pennadoù en holl raktresoù Wiki brezhonek.
    3. troer-pennadoù: den prest da dreiñ pennadoù er raktresoù Wiki brezhonek.
    4. troer teknikel: den prest da dreiñ traoù teknikel er raktresoù Wiki brezhonek, evel d.sk. skriptoù, patromoù...
  4. Dindan pep roll e c'heller gwelout arlunioù. Ar re-mañ a ro an tu da gelaouiñ an dud o deus lavaret e oant prest da gemer roll-pe-roll, just en ur skrivañ an arlun-mañ war-lerc'h.
  5. #A-bouez ruz: Er saloñs-mañ e vez kavet niverennoù pellgomz a-bouez ruz ha kalz a ditouroù ken pouezus all war batrom ar pezh a gaver e servijer « Kumuniezh Wikimedia ar C'hallegerien ».

Skrid hollek

kemmañ

Amañ e c'heller adkavout ar saloñsoù dre skrid diwar-benn traoù hollek, ha n'int ket ken talvoudus hag ar re a gaver el listennad a vez kavet er rummad Reolennoù bevañ.

  1. #Degemer: Hetet e vez un degemer mat d'an izili nevez erruet er servijer e-barzh ar ganol dre skrid-mañ. Ar c'hemennoù degemer a vez meret gant ar bot eus Discord anvet MEE6#4876.
  2. #A-bep seurt: Amañ e vez komzet eus pep-tra er saloñs-mañ. Em-gaset e vez gant ar bot MEE6 ar c'hemennoù evit lavarout kenavo d'an izili a guit ar servijer Wikioù-br.
  3. #Traoù teknikel: Gouestlet e vez ar ganol dre skrid-mañ evit gellout eskemm eus traoù teknikel.

Wiki Skrivañ

kemmañ

Er rummad-mañ e vez kavet ar saloñsoù dre skrid goustlet espres-kaer d'ar raktresoù Wikioù brezhonek.

  1. #Wikeriadur: Kanol skrid evit komz eus endalc'had ar pezh a gaver er "Wikeriadur" brezhonek.
  2. #Wikimammenn: Kanol skrid evit komz eus endalc'had ar pezh a gaver er "Wikimammenn" brezhonek.
  3. #Wikipedia: Kanol skrid evit komz eus endalc'had ar pezh a gaver er "Wikipedia" brezhonek.
  4. #TranslateWiki: Kanol skrid evit komz eus endalc'had ar pezh a gaver e "TranslateWiki" brezhonek.
  5. #Lingua-Libre: Kanol skrid evit komz eus endalc'had ar pezh a gaver er "Lingua-Libre" brezhonek.
  6. #Commons: Kanol skrid evit komz eus endalc'had ar pezh a gaver er "Commons" brezhonek.
  7. #Wikiquote: Kanol skrid evit komz eus endalc'had ar pezh a gaver er "Wikiquote" brezhonek.
  8. #Wikidata: Kanol skrid evit komz eus endalc'had ar pezh a gaver er "Wikidata" brezhonek.
  9. #Mediawiki: Kanol skrid evit komz eus endalc'had ar pezh a gaver er "Mediawiki" brezhonek.
  10. #Meta: Kanol skrid evit komz eus endalc'had ar pezh a gaver er "Meta" brezhonek.
  11. #Wikilevrioù: Kanol skrid evit komz eus endalc'had ar pezh a gaver er "Wikilevrioù" brezhonek.
  12. #Wikinews: Kanol skrid evit komz eus endalc'had ar pezh a gaver er "Wikinews" brezhonek.
  13. #Wikispesad: Kanol skrid evit komz eus endalc'had ar pezh a gaver er "Wikispesad" brezhonek.
  14. #Wikiversite: Kanol skrid evit komz eus endalc'had ar pezh a gaver er "Wikiversite" brezhonek.
  15. #Wikibeaj: Kanol skrid evit komz eus endalc'had ar pezh a gaver er "Wikibeaj" brezhonek.
  16. #Gorerez-Wikioù: Kanol skrid evit komz eus endalc'had ar pezh a gaver er "C'horerez-Wikioù" brezhonek.

Flapañ

kemmañ

Er saloñsoù da-heul e c'heller eskemm eus a bep seurt danvez dre gomz.

  1. Flapañ#1: Kanol evit eskemm dre gomz #1.
  2. Flapañ#2: Kanol evit eskemm dre gomz #2.
  3. Flapañ#3: Kanol evit eskemm dre gomz #3.
  4. Flapañ#4: Kanol evit eskemm dre gomz #4.

Merourien

kemmañ

Saloñsoù bet savet a-ratozh evit ar verourien evit ma c'hellfent kaozeal eus ar pezh a denn da aozadur ar servijer.

  1. #Skrid: Kanol evit eskemm dre skrid etre merourien ar servijer.
  2. Flapañ: Kanol evit eskemm dre gomz etre merourien ar servijer.

Habaskerien

kemmañ

Dindan e vez kavet listennad ar saloñsoù a zo bet graet espres-kaer evit habaskerien ar raktres.

  1. #Skrid: Kanol evit eskemm dre skrid etre habaskerien ar servijer.
  2. #Kastizoù: Kanol evit eskemm dre skrid etre habaskerien ar servijer war sujed ar c'hastizoù.
  3. Flapañ: Kanol evit eskemm dre gomz etre habaskerien ar servijer.

Dudioù

kemmañ

Er saloñsoù da-heul e c'heller kaozeal eus traoù n'o deus netra da welet gant ar raktres Wikimedia brezhonek.

  1. #choarioù-video: Kanol evit eskemm dre skrid etre izili ar servijer-mañ war sujed ar c'hoarioù-video.
    1. Evezhiadennig: neket posupl skrivañ « c'h » e anv ar saloñsoù evit-se eo, eo skrivet « choarioù » e-plas « c'hoarioù ».
  2. #sonerezh: Kanol evit eskemm dre skrid etre izili ar servijer-mañ war sujed ar sonerezh. Servijout a ra ivez evit gellout skrivañ ar pezh a fell d'an dud selaou d'ar bot Discord Rythm er ganol komz sonerezh dindan.
  3. C'hoarioù-video: Kanol evit eskemm dre gomz etre izili ar servijer-mañ war sujed ar c'hoarioù-video.
  4. Sonerezh: Kanol evit eskemm dre skrid etre izili ar servijer-mañ war sujed ar sonerezh hag ivez evit selaou ar sonerezh a vez skignet gant ar bot Rythm.

Raktresoù Heñvel

kemmañ

Kavet e vez amañ da-heul ul listennad saloñsoù evit gellout eskemm eus raktresoù damm-heñvel d'ar raktres Wikimedia brezhonek.

  1. #tatoeba: Kanol evit eskemm dre skrid etre izili ar servijer-mañ war sujed ar raktres Tatoeba brezhonek.
  2. #common-voice: Kanol evit eskemm dre skrid etre izili ar servijer-mañ war sujed ar raktres Common Voice brezhonek.

Froudoù ar Wikioù-br

kemmañ

Amañ e vo posupl gwelet kemmoù ar Wikimedia brezhonek en amzer wirion ha neuze chom war ged eus ar pezh a c'hoarvez a-dreuz hag a-hed ar raktres-mañ.

  1. #Froudoù-ar-wikioù-br: Kanol dre-skrid evit chom war-ged war ar pezh a c'hoarvez a-dreuz hag a-hed hollad ar raktresoù Wiki brezhonek. Ur gemennadenn a vez kaset er ganol-mañ seul wech ma vez graet ur c'hemm er wikioù brezhonek a-bezh.

Robotoù ar servijer Wikioù-br

kemmañ

Deskrivadur

kemmañ
  1. Ar bot Digi a zo ur bot diorroet gant skipailh ar "Raktres Geriadur Keltiek Digor" (e saozneg The Open Dictionnary Project). Kinnig a ra ar bot-mañ un nebeud arc'hweladurioù talvoudus evel da skouer displegadur ar verboù e lodenn vrasañ ar yezhoù geltiek, e-mesk un arridennad reoù all.
  1. Listennad ar yezhoù a vez degemeret gantañ:
    1. brezhoneg;
    2. gouzeleg Iwerzhon;
    3. gouzeleg Bro-Skos;
    4. kembraeg;

Urzhiadoù

kemmañ
  1. Evit hopal ar bot Digi e skriver ur pik estlammañ "!" ha goude-se e skriver e anv hep pennlizherenn ebet. Ar pezh a ro neuze « !digi ».
  2. Ur wech skrivet « !digi » pe n'eus ken ouzhpennañ ar gerioù-se war-lerc'h:
    1. number (e brezhoneg: niver) hag un esaouen hag an niver skrivet e sifroù.
      1. Skouer: « !digi number 123456789 » ar pezh a ro e lizherennoù:
        1. Breton Feminine: kant tri milion warn-ugent pevar c'hant c'hwezek mil hag hanter-kant seizh kant nav ha pevar-ugent.
        2. Breton Masculine: kant tri milion warn-ugent pevar c'hant c'hwezek mil hag hanter-kant seizh kant nav ha pevar-ugent.
    2. verb hag un esaouenn hag ar verb ho peus c'hoant da lakaat displegañ.
      1. Skouer: « !digi verb debriñ », ha neuze e tiskouezo Digi penaos e vez displeget ar verb debriñ.

Tamm-ha-tamm e vo ouzhpennet rummadoù brezhonek al lavar all d'ar bot Digi. Evit poent ne vez ket mestroniet ouzhpenn evit ar verboù hag an niveroù. Ar pezh neket fall dija.

Deskrivadur

kemmañ

Urzhiadoù

kemmañ
  1. !help: Skoazell. Urzhiad evit kaout sikour a-berzh ar bot.

Deskrivadur

kemmañ

Urzhiadoù

kemmañ
  1. !help: Skoazell. Urzhiad evit kaout sikour a-berzh ar bot.
  2. !help levels: Urzhiad evit kaout sikour a-berzh ar bot war sujed al liveoù.
  3. !help record: Urzhiad evit kaout sikour a-berzh ar bot war sujed an enrolladennoù.
  4. !help commands: Urzhiad evit kaout sikour a-berzh ar bot war sujed an urzhiadoù.
  5. !levels: Kaout ul liamm gant ar bot da ziskouez rummadur an izili e-keñver an niver a gemennadennoù o deus skrivet er servijer.
    1. (Get a link to the leaderboard).
  6. !rank (optional member): Kaout ul liamm gant ar bot da ziskouez rummadur un ezel da-geñver an niver a gemennadennoù a zo bet skrivet gantañ er servijer.
    1. (Get the rank of anyone in the server).
  7. !anime [search]: Klask war-lerc'h "animeoù" e-barzh Kitsu.io. Gwelet e vez penaos e ranker lakaat un esaouenn goude !anime. Ar pezh a c'heller gwelet etre [] a arouez ar pezh a glasker. Evit klask war-lerc'h un dra bennaket e ranker skrivañ an urzhiad-mañ !anime patatez.
    1. (Search for any anime on Kitsu.io).
  8. !imgur [search]: Klask war-lerc'h "memoù" e-barzh imgur.com.
    1. (Search for memes on imgur.com).
  9. !manga [search]: Klask war-lerc'h "mangaoù" e-barzh Kitsu.io.
    1. (Search for any manga on Kitsu.io).
  10. !pokemon [search]: Klask war-lerc'h "pokemonoù" e-barzh pokedeks pokeapi.
    1. (Search for any pokémon on the pokéapi pokédex).
  11. !twitch [search]: Klask war-lerc'h "froudoù" e-barzh Twitch.tv.
    1. (Search for any streamer on Twitch.tv).
  12. !urban [search]: Klask war-lerc'h "gerioù luc'hajel" e-barzh an "Urban Dictionnary" (e brezhoneg: Geriadur Urban).
    1. (Search for slang words on the Urban Dictionnary).
  13. !youtube [search]: Klask war-lerc'h "Videoioù" e-barzh Youtube.
    1. (Search for YouTube videos).

Deskrivadur

kemmañ

Urzhiadoù

kemmañ
  1. !help: Listennad an holl urzhiadoù hegerz.
    1. (Lists all available commands).
  2. !termofis [term]: Mont da glask war-eeun ar ger e-barzh ar geriadur Termofis ha moulañ an disoc'h en ur merk. fr -> br.
    1. (Directly access the Termofis dictionary and print out result in markdown. fr->br).
  3. !glosbe [term]: Reiñ a ra ar bot troidigezh ar ger klasket diwar disoc'hoù ar geriadur Glosbe (fr-br).
    1. (Give result from Globse dictionary. fr->br).
  4. !difazi [sentence]: Difaziañ ur frazenn e brezhoneg a-drugarez da APIoù LanguageTool. Gellout a ra bezañ enaouet an ober-mañ ivez en ur implijout an emoji "bot_difazian" e-barzh ur gemennadenn.
    1. (Corrects the breton sentence from LanguageTool API. This can also be triggered by using the reaction emoji "bot_difazian" on a message.).
  5. !troer [sentence]: Treiñ ur frazenn e brezhoneg en ur implijout troer emgefreek Termofis "Apertium". Gellout a ra bezañ enaouet an ober-mañ en ur implijout an emoji "bot_difazian" e-barzh ur gemennadenn.
    1. (Translates the breton sentences using the Termofis translator "Apertium". This can also be triggered by using the reaction emoji "bot_difazian" on a message.).
  6. !wikeriadur [term]: Kaout termenadur ur ger diwar br.wikionary.org. An disoc'hoù a zo e brezhoneg.
    1. (Gets the definition of a given term from br.wiktionary.org <results in breton>).

Deskrivadur

kemmañ

Urzhiadoù

kemmañ
  1. Evit krouiñ ur sontadeg e stumm ur sontadeg reaktadennoù skrivit: poll goulenn ha Poll Bot a reakto gant 👍, 👎, hag 🤷‍
    1. (To create a reaction poll type poll: question here and Poll Bot will react with 👍, 👎, and 🤷‍).
  2. Evit krouiñ ur sontadeg e stumm meur a reaktadenn skrivit: poll {titl} [option 1] [option 2] [option 3]
    1. (To create a multi reaction poll type poll: {title} [option 1] [option 2] [option 3]).
  3. Evit krouiñ ur sontadeg e stumm Strawpoll skrivit: +strawpoll {titl} [option 1] [option 2] [option 3].
    1. (To create a Strawpoll type +strawpoll {title} [option 1] [option 2] [option 3]).

Deskrivadur

kemmañ

Urzhiadoù

kemmañ
  1. !play: Urzhiad evit lenn ur ganaouenn a gaver e-barzh al lec'hienn Youtube, evel da skouer !play Son ar c'hafe.
    1. (Plays a song with the given name or url).
  2. !disconnect: Digevreañ dre-heg ar bot diouzh ar saloñs komz emañ ennañ.
    1. (Disconnect the bot from the voice channel it is in).
  3. !np: Diskouez peseurt kanaouenn emañ ar bot Rythm o lenn.
    1. (Shows what song the bot is currently playing).
  4. !aliases: Listennad urzhiadoù aliasoù.
    1. (List command aliases).
  5. !ping: Urzhiad evit gwiriañ amzer-respont ar bot da Ziskord.
    1. (Checks the bot's response time to Discord).
  6. !skip: Tremen d'ar ganaouenn da-heul ar sonenn o vezañ lennet.
    1. (Skips the currently playing song).
  7. !seek: Klask war-lerc'h ur poent bennak er sonenn o vezañ lennet.
    1. (Seeks to a certain point in the current track).
  8. !soundcloud: Klask war-lerc'h ur sonenn e-barzh Soundcloud.
    1. (Searches soundcloud for a song).
  9. !remove: Tennañ un enmont diwar ar roll-lenn.
    1. (Removes a certain entry from the queue).
  10. !loopqueue: Bouklañ ar roll-lenn a-bezh.
    1. (Loops the whole queue).
  11. !search: Klask disoc'hoù un URL e-barzh YouTube.
    1. (Searches YouTube for results of a URL).
  12. !stats: Diskouez statud ar bot.
    1. (Shows the stats of the bot).
  13. !loop: Diskouez ar sonenn o vezañ lennet.
    1. (Loop the currently playing song).
  14. !donate: Gouzout hiroc'h war ar mod da skoazellañ Rythm.
    1. (Info about donating to support Rythm!).
  15. !shard: Gwiriañ an tamm emaoc'h ennañ.
    1. (Checks the shard you are on).
  16. !join: Pediñ ar bot d'ho saloñs komz.
    1. (Summons the bot to your voice channel).
  17. !lyrics: Kaout pozioù ar ganaouenn o vezañ lennet.
    1. (Gets the lyrics of the current playing song).
  18. !info: Titouroù diwar-benn ar bot Rythm!
    1. (Info about Rythm!).
  19. !resume: Adkregiñ da lenn ar sonerezh bet ehanet.
    1. (Resume paused music).
  20. !settings: Arventennoù.
    1. (Change Rythm's settings).
  21. !move: Fiñval ur serten sonenn d'al lec'hiadur kentañ pe ur lec'hiadur dibabet.
    1. (Moves a certain song to the first position in the queue or to a chosen position).
  22. !forward: Mont war-raok eus ur padelezh er sonenn o vezañ lennet.
    1. (Forwards by a certain amount in the current track).
  23. !skipto: Mont d'ul lec'hiadur e-barzh ar roll-lenn.
    1. (Skips to a certain position in the queue).
  24. !clear: Sklaeraat ar roll-lenn.
    1. (Clears the queue.).
  25. !replay: Adlenn ar ganaouenn.
    1. (Reset the progress of the current song).
  26. !clean: Dilemel an holl gemennadennoù hag urzhiadoù ar bot.
    1. (Deletes the bot's messages and commands).
  27. !pause: Ehanañ ar ganaouenn o vezañ lennet.
    1. (Pauses the currently playing track).
  28. !removedupes: Dilemel doublonoù ar sonennoù a vez kavet er roll-lenn.
    1. (Removes duplicate songs from the queue).
  29. !volume: Gwiriañ ha kemmañ al live-son a-vremañ.
    1. (Check or change the current volume).
  30. !rewind: Mont war-gil eus ur padelezh roet er sonenn o vezañ lennet.
    1. (Rewinds by a certain amount in the current track).
  31. !playtop: Par ouzh an urzhiad !play, nemet rollet e vez diouzh al laez.
    1. (Like the play command, but queues from the top).
  32. !playskip: Ouzhpennañ a ra ur sonenn e laez ar roll-lenn hag e krog da lenn kerkent ar sonenn-mañ.
    1. (Adds a song to the top of the queue then skips to it).
  33. !invite: Liammoù!
    1. (Links!).
  34. !shuffle: Lenn ar roll-lenn en un doare dre-zegouezh.
    1. (Shuffles the queue).
  35. !queue: Diskouez ar roll-lenn. Evit diskouez pajennadoù disheñvel, skrivit an urzhiad-mañ en ur spisaat an niver pajennad da-heul (roll-lenn 2).
    1. (View the queue. To view different pages, type the command with the specified page number after it (queue 2)).
  36. !leavecleanup: Dilemel kanaouennoù an implijaderien n'emaint ket amañ diwar ar roll-lenn.
    1. (Removes absent user's songs from the Queue).

Deskrivadur

kemmañ

DiscordWikiBot {{LFE|/ˈdɪskɔːdˈwiːkibɒt/ a zo ur bot hag a c'hall treuzfurmiñ al liammoù wiki hag an {{template a skriver e-barzh ar c'hemennoù Discord e liammoù gwirion gant sikour APIoù ar MediaWiki. Gellout a ra sikour, ivez, evit diskouez ar c'hemmoù a zo bet graet nevez 'zo er raktresoù Wikimedia hag e-barzh Translatewiki.net. Diorroet eo bet evit servijer Discord « Kumuniezh Wikimedia ar Rusianegerien » da gentañ. Padal e c'heller goulenn koulskoude ma 'vefe ouzhpennet un iñstañs prevez eus ar Bot evit servijerioù Discord ofisiel ar c'humuniezhioù yezhel eus Wikimedia{{Dave|https://github.com/stjohann/DiscordWikiBot.

  1. Evit genel liammoù pajennoù e skriver anv ar bajennad ho peus c'hoant krouiñ etre "[[]]".
  2. Evit genel liammoù patromoù e skriver anv ar patrom ho peus c'hoant krouiñ etre "{{".

Urzhiadoù

kemmañ

Evezh.: N'eus nemet ar re a zo merourien ar servijerioù a c'hall implijout urzhiadoù 'zo.

  1. Listenn an urzhiadoù pa skriver an urzhiad !help:
    1. !channelWiki: Cheñchit wiki ar saloñs-mañ pa vez ganet liammoù ar pajennoù. Notennit eta, e rankit kaout /wiki/$1 e fin al liamm-skouer a bourvezit.
    2. (Change the wiki for links on this channel. /wiki/$1 at the end is required).
    3. !closeStream: Paouez froud ar cheñchamantoù nevez er ganol-mañ.
    4. (Stop streaming recent changes in the channel).
    5. !editStream: Aozit arventennoù froud ar cheñchamantoù diwezhañ er ganol.
    6. (Edit parameters of a recent changes stream in the channel).
    7. !guildDomain: Cheñchit an domani a vez skignet er servijer-mañ ar cheñchamantoù diwezhañ diwarnañ. Mont a ra end-dro hepken evit ar raktresoù eus ar Wikimedia.
    8. (Change the domain from which recent changes are broadcasted on this server. Works only for Wikimedia projects).
    9. !guildLang: Cheñch yezh ar bot war ar servijer-mañ.
    10. (Change the language of the bot on this server).
    11. !guildTW: Loc'hañ pe paouez gant an danevelloù diwar-benn ar cheñchamantoù war Translatewiki a vez embannet bep eur e-barzh unan eus ar saloñsoù.
    12. (Start or end reporting hourly about recent changes on Translatewiki in one of the channels).
    13. !guildWiki: Cheñch ar wiki-pennañ evit pa vez ganet liammoù war ar servijer-mañ. Notennit eta e ranker kaout /wiki/$1 al liamm-skouer a bourvezit. Ma ne rit ket e vo torret al liammoù a vo em-c'hanet.
    14. (Change the main wiki for links on this server. /wiki/$1 at the end is required).
    15. !help: Diskouez an urzhiadoù skoazell.
    16. (Displays command help).
    17. !listStreams: Listenn an holl froudoù digoret er servijer a-bezh.
    18. (List all opened streams on this server).
    19. !openStream: Kregiñ gant froud ar cheñchamantoù er ganol.
    20. (Start streaming recent changes in the channel).
    21. !status: Gwiriañ hag oberiant emañ ar robot.
    22. (Check if the bot is operational).