Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1/Diell01

Serret eo bet ar votadeg
Evit kompren gwelloc'h pep kinnig, lennit mar plij an displegadennoù hiroc'h er bajenn-gaozeal stag ouzh homañ

Digor e chomo ar votadeg etre ar 1 a viz Meurzh 2007 betek ar 15 a viz Meurzh 2007.



Distag an eil diouzh egile e vo ar vot war pep kraf.

N'hallo votiñ nemet an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.

Lakait o ali mar plij er bajenn kaozeadenn.

Evit kompren gwelloc'h pep kinnig, lennit marplij an displegadennoù hiroc'h er bajenn kaozeadenn. Ma fell deoc'h resisaat traoù 'zo, implijit ar bajenn kaozeadenn evit hen ober

Vot 1. An anvioù gresianek divoutin a-vremañ a vo treuzskrivet hervez an distagadur a-vremañ kentoc'h evit bezañ treuzlizherennet kemmañ

(d.s., "D" e lec'h "Nt", "e" e lec'h "ai", "ef/ev" e lec'h "eu", h.a.)

Skouerioù resis mar plij. Bianchi-Bihan 13 Meu 2007 da 23:02 (UTC)[respont]
Evit A-enep Neutrel Diviz
3 (100%) 0 (0%) 0 (0%) Diviz kemeret d'ar muiañ-niver
  1. Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 10:32 (UTC)[respont]
  2. Benoni 2 Meu 2007 da 17:33 (UTC)[respont]
  3. --Fulup 4 Meu 2007 da 22:53 (UTC)[respont]
  •   A-enep


  •   Neptu


  • Alioù all

Vot 2. Koulz evit an anvioù henc'hresianek hag evit ar re a-vremañ e vo implijet an taolennoù treuzlizherenniñ war ar bajenn-mañ. kemmañ

(Notenn: Kemm an daolenn a rankor ober hervez disoc'hoù resis ar votadeg-mañ)

Evit A-enep Neutrel Diviz
1 (33%) 0 (0%) 2 (66%) Diviz nann-kemeret d'ar muiañ niver
  1. Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 10:32 (UTC)[respont]


  •   A-enep


  •   Neptu
  1. Benoni 2 Meu 2007 da 17:33 (UTC)[respont]
  2. --Fulup 4 Meu 2007 da 22:56 (UTC)[respont]
  • Alioù all

Vot 3. Doujañ da stumm gresianek orin an anvioù kemmañ

(Notenn: da skouer, Oduseús (Ὀδυσσεύς) kentoc'h evit *Ulises, gant adkasoù a stumm da stumm mar bez ezhomm)

Evit A-enep Neutrel Diviz
5 (100%) 0 (0%) 0 (0%) Diviz kemeret d'ar muiañ niver
  1. Benoni 2 Meu 2007 da 00:08 (UTC)[respont]
  2. Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 12:57 (UTC)[respont]
  3. Kadwalan 2 Meu 2007 da 12:48 (UTC)[respont]
  4. Rognogno 3 Meu 2007 da 21:30 (UTC)[respont]
  5. Fulup 4 Meu 2007 da 22:57 (UTC)[respont]


  •   A-enep


  •   Neptu


  • Alioù all

Vot 4. Atav e vo lakaet stumm nominativel un anv gresianek divoutin da vezañ ar stumm diazez ma vo savet ar stumm brezhonekaet diwarnañ, koulz evit an anvioù gourel hag ar re venel kemmañ

(Notenn: da skouer "Homeros" (< Ὅμηρος) e-lec'h *"Homer"; "Penelope (< Πηνελόπη) e lec'h *"Penelop")

Evit A-enep Neutrel Diviz
5 (100%) 0 (0%) 0 (0%) Diviz kemeret d'ar muiañ niver
  1. Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 10:34 (UTC)[respont]
  2. Kadwalan 2 Meu 2007 da 12:49 (UTC)[respont]
  3. Benoni 2 Meu 2007 da 17:34 (UTC)[respont]
  4. Rognogno 3 Meu 2007 da 21:31 (UTC)[respont]
  5. Fulup 4 Meu 2007 da 22:59 (UTC)[respont]
  •   A-enep


  •   Neptu


  • Alioù all

A-du gant ar bennaenn lakaet amañ, met kavout a ra din e vefe tu da zegemer nemedennoù evit anvioù anavezet-tre evel Homer; fin, un adkas a vo tu da sevel eus Homer da Homeros da nebeutañ. Fulup 4 Meu 2007 da 22:59 (UTC)[respont]

Vot 5. Brezhonekaat an dibenn-ger gresianek hag a dalvez da verkañ lod eus an anvioù-kadarn benel -η, ne vern penaos e vez graet gant yezhoù all. kemmañ

(Notenn: da skouer, "Andromac'ha" / "Andromac'he" (< Ἀνδρομάχη) kentoc'h evit *"Andromac'h", estreget evit an anvioù brezhonekaet en un doare hengounel dija, da skouer el listennadoù a gaver e geriadur Roparz Hemon).

Ma votit a-du gant ar c'hinnig-mañ, sellit pelloc'h ouzh ar c'hinnigoù resisaat 5a hag 5b

Evit A-enep Neutrel Diviz
3 (100%) 0 (0%) 0 (0%) Diviz kemeret d'ar muiañ niver
  1. Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 10:35 (UTC)[respont]
  2. Kadwalan 2 Meu 2007 da 13:43 (UTC)[respont]
  3. Benoni 2 Meu 2007 da 17:36 (UTC)[respont]


  •   A-enep


  •   Neptu


  • Alioù all

Kompren a ran Penelopa e-lec'h Penelope eta.

Vot 5a. Brezhonekaat an dibenn-ger benel -η > -a atav kemmañ

(Notenn: da skouer, "Andromac'ha")

Evit A-enep Neutrel Diviz
0 (0%) 3 (75%) 1 (25%) Diviz nann-kemeret d'ar muiañ niver
  •   A-enep
  1. Kadwalan 2 Meu 2007 da 13:08 (UTC) N'emañ ket ar c'hiz ober e-giz-se en embann. Graet e vez kentoc'h evit anvioù gresianek amprestet digant ar saozneg : Europa.[respont]
  2. Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 19:36 (UTC)[respont]
  3. Fulup 4 Meu 2007 da 23:03 (UTC)[respont]
  •   Neptu
  1. Benoni 2 Meu 2007 da 17:36 (UTC)[respont]


  • Alioù all

Vot 5b. Brezhonekaat an dibenn-ger benel -η > -e atav kemmañ

(Notenn: da skouer, "Andromac'he", estreget evit an anvioù brezhonekaet en un doare hengounel dija, da skouer el listennadoù a gaver e geriadur Roparz Hemon, implijet evel anvioù boas tud dija, d.s. "Europa")

Evit A-enep Neutrel Diviz
3 (75%) 0 (0%) 1 (25%) Diviz kemeret d'ar muiañ niver
  1. Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 10:35 (UTC) (evit ma vo treuzskrivet η (eta) er memes mod atav > e)[respont]
  2. Kadwalan 2 Meu 2007 da 12:49 (UTC) Graet a gozh. Sellet ouzh ar skouerioù.[respont]
  3. Fulup 4 Meu 2007 da 23:03 (UTC)[respont]
  •   A-enep


  •   Neptu
  1. Benoni 2 Meu 2007 da 17:36 (UTC)[respont]


  • Alioù all

Vot 6. Doujet e vo da dreuzskrivadur a-ziforc'h etre ar parioù blotaat / dre c'hwezhañ kemmañ

Notenn: Tennañ a ra da dreuzksrivadur ar parioù-mañ:

Φ > f ~ Π > p Χ > c'h ~ Κ > k Τ > t ~ Θ > th

Vot 6a. Treuzskrivadur Φ (phi) > f kemmañ

(Notenn: da skouer "Faethon" (< Φαέθων) e lec'h *"Phaeton)

Evit A-enep Neutrel Diviz
3 (60%) 2 (40%) 0 (0%) Diviz kemeret d'ar muiañ niver
  1. Benoni 2 Meu 2007 da 00:08 (UTC)[respont]
  2. Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 10:37 (UTC)[respont]
  3. Kadwalan 2 Meu 2007 da 12:51 (UTC)[respont]
  •   A-enep
  1. Fulup 4 Meu 2007 da 23:05 (UTC) En anvioù divoutin e c'haller mirout "ph" a-wechoù, a gav din[respont]
  2. Rognogno 10 Meu 2007 da 10:47 (UTC) Evit ar memes abegoù, diaester ebet evit al lenner brezhoneg, hag aesoc'h treuzlizherenniñ.[respont]


  •   Neptu


  • Alioù all

Vot 6b. Treuzskrivadur Χ (khi) > c'h kemmañ

Evit A-enep Neutrel Diviz
3 (60%) 2 (40%) 0 (0%) Diviz kemeret d'ar muiañ niver
  1. Benoni 2 Meu 2007 da 00:09 (UTC)[respont]
  2. Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 10:37 (UTC) (ar boaz eo war ar wikipedia-mañ abaoe ar penn-kentañ)[respont]
  3. J. Pokorny 4 Meu 2007 da 00:42 (UTC)[respont]
  •   A-enep
  1. Kadwalan 2 Meu 2007 da 12:55 (UTC) N'emañ ket ar c'hiz d'ober evel-se en embann. Sellet ouzh ma skouerioù er gaozeadenn. Lakaat a ra da sevel ur gudenn all : penaos diskrivañ ar strollad "Χr" (Χronos)? Sevel reolennoù treuskrivañ disheñvel diouzh boaz ar muiañ niver ne rafe nemet plantañ mesk e penn an dud hag ober eus Wikipedia ur benveg diaes ober gantañ.[respont]
    Respont: Κρόνος > Kronos ha Χρόνος > C'hronons (evel m'eo bet graet betek-hen war ar Wikipedia-mañ). E pelec'h emañ an dalc'h? Piv eo Ξρόνος > Xronos / Ksronos?--Neal (Kaozeal) 4 Meu 2007 da 19:35 (UTC)[respont]
  2. Fulup 4 Meu 2007 da 23:08 (UTC) Evel evit "ph" pe "th" e c'haller degemer treuzkrivadurioù estren en anvioù divoutin.[respont]
    Respont: Met ar furm Kh zo bet ijinet peogwir n'eus ket ur ar son [x] e kalz yezhoù. E brezhoneg on eus ar "c'h" evit treuzkrivañ ar son-se. Kement implij anezhañ eta, mod all e vo distaget fall gant an dud. Benoni 10 Meu 2007 da 11:15 (UTC)[respont]
#Rognogno 10 Meu 2007 da 10:55 (UTC) A-du gant Kadwalan.[respont]
  •   Neptu


  • Alioù all
  1. Etre "a-du" hag an treuzskrivadur boas ch pa oa /kh/ an distagadur kozh ma'm eus komprenet mat. Da lavaret eo emaon a-enep an treuzskrivañ "k" evit al lizherenn-se.Rognogno 12 Meu 2007 da 21:04 (UTC)[respont]
N'eo ket gwall sur. A-dun on-me gant heuliañ an distagadur muiañ-imlpijet hiziv, an distagadur erasmek.Neal (Kaozeal) 13 Meu 2007 da 07:01 (UTC)[respont]

Vot 6c. Treuzskrivadur Theta (phi) > th kemmañ

(Notenn: da skouer "Thanatos" ( < θάνατος) e lec'h *"Tanatos"...)

Evit A-enep Neutrel Diviz
5 (100%) 0 (0%) 0 (0%) Diviz kemeret d'ar muiañ niver
  1. Benoni 2 Meu 2007 da 00:09 (UTC)[respont]
  2. Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 10:37 (UTC)[respont]
  3. Rognogno 3 Meu 2007 da 21:33 (UTC)[respont]
  4. J. Pokorny 4 Meu 2007 da 00:44 (UTC)[respont]
  5. Fulup 4 Meu 2007 da 23:09 (UTC). Memes tra eo evit "ph" ha "x"[respont]
  •   A-enep


  •   Neptu


  • Alioù all

Vot 7. Ne vo ket implijet C, Q hag X kemmañ

Evit A-enep Neutrel Diviz
3 (60%) 2 (40%) 0 (0%) Diviz kemeret d'ar muiañ niver

(Notenn: Doujañ da reolennoù reizhskrivadur brezhoneg a-vremañ: da lavaret eo chom hep implijout na "c" e unan, na "x", na "q". E plas "c", lakaat "k" pe "s", hervez ar son a zo e gresianeg; hag evit "x" lakaat "ks", da skouer: Nyks ( < Νýξ) e lec'h *Nyx)

  1. Benoni 2 Meu 2007 da 00:05 (UTC)[respont]
  2. Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 10:37 (UTC)[respont]
  3. Kadwalan 2 Meu 2007 da 13:15 (UTC)[respont]
  •   A-enep
  1. Rognogno 3 Meu 2007 da 21:36 (UTC) (Tapet fall e vimp buan, ha n'hellimp ket heuliañ ar reolenn-mañ evit ar yezhoù all: sinaeg da skouer, hag ur bern yezhoù all (yezh an Inuit...).[respont]
  2. A-du gant Rognogno, n'eus ket da glask lakaat an anvioù estren divoutin da blegañ da reolennoù ar brezhoneg kousto pe gousto. Anvioù estren e chomont, n'eo ket evel ar gerioù boutin amprestet er yezh. Ezhomm zo eus "q" evit an arabeg ivez. Fulup 10 Meu 2007 da 14:11 (UTC) (disoñjet em boa sinañ d'ar 4 a viz Meurzh).[respont]
  •   Neptu


  • Alioù all

Vot 8. Lakaat kemm etre "iota" ha "upsilon" kemmañ

(Notenn: da skouer, Thetis (< Θέτις) kv. Tethus / Tethys (< Τηθύς).

Ma votit a-du gant ar c'hinnig-mañ, sellit pelloc'h ouzh ar c'hinnigoù resisaat 8a hag 8b

Evit A-enep Neutrel Diviz
4 (80%) 1 (20%) 0 (0%) Diviz kemeret d'ar muiañ niver
  1. Benoni 2 Meu 2007 da 00:06 (UTC)[respont]
  2. Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 10:38 (UTC)[respont]
  3. Rognogno 3 Meu 2007 da 21:37 (UTC)[respont]
  4. Fulup 4 Meu 2007 da 23:17 (UTC)[respont]
  •   A-enep
  1. Kadwalan 2 Meu 2007 da 13:23 (UTC) Ur wezh ouzhpenn ne vez ket lakaet kemm evel-se el levrioù a vremañ, al levrioù skol peurgetket, war-bouez evit daou anv dalc'het abalamour d'ar c'hiz (oduseia, Aesc'hulos). Gwelet ar gaozeadenn. Ne soñj ket din ez eo mat degas kemmoù skrivañ ouzhpenn pa'z a du ar brasañ niver war ar c'hraf-se, tamm pe damm.[respont]
  •   Neptu


  • Alioù all

Vot 8a. Treuzskrivañ "upsilon" > u kemmañ

Evit A-enep Neutrel Diviz
2 (33%) 2 (33%) 2 (33%) Diviz nann-kemeret d'ar muiañ niver
  1. Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 10:38 (UTC)[respont]
  2. J. Pokorny 4 Meu 2007 da 00:43 (UTC)[respont]


  •   A-enep
  1. Kadwalan 2 Meu 2007 da 13:23 (UTC)[respont]
  2. Rognogno 10 Meu 2007 da 10:59 (UTC) Me 'gav din n'en deus ket graet berzh an dibab "u" en degouezh-se en istor ar brezhoneg daoust ma oa bet kalzik tud o klask, an y a vefe an treuzvarc'had gwellañ.[respont]


  •   Neptu
  1. Gwelloc'h eo din "y", boutinoc'h ha tostoc'h eus dibab ar yezhoù all, met ma vez dibabet "u" eo mat din ivez, dre ma zouj muioc'h d'ar gresianeg Benoni 2 Meu 2007 da 17:37 (UTC)[respont]
  2. Fulup 4 Meu 2007 da 23:18 (UTC)[respont]
  • Alioù all

Vot 8b. Treuzskrivañ "upsilon" > y kemmañ

Evit A-enep Neutrel Diviz
2 (50%) 1 (25%) 1 (25%) Diviz kemeret d'ar muiañ niver
  1. Benoni 2 Meu 2007 da 17:36 (UTC)[respont]
  2. Rognogno 3 Meu 2007 da 21:37 (UTC)[respont]


  •   A-enep
  1. Kadwalan 2 Meu 2007 da 13:23 (UTC) (nemet ur bennlizherenn e vefe evel just)[respont]


  •   Neptu
  1. Fulup 4 Meu 2007 da 23:18 (UTC)[respont]


  • Alioù all

Vot 9. Implijout daoubik e brezhoneg () evit an diftongenn c’hresianek εύ kemmañ

(Notenn: da skouer: "Zs"( < Ζεύς) e lec'h *"Zeus"

Evit A-enep Neutrel Diviz
3 (75%) 0 (0%) 1 (25%) Diviz kemeret d'ar muiañ niver
  1. Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 10:38 (UTC)[respont]
  2. Rognogno(kentoc'h a-du)
  3. Fulup 4 Meu 2007 da 23:19 (UTC), a-du gant ar bennaenn-mañ, nemet evit Zeus just a-walc'h zo bet euvret er yezh evel-se.[respont]
  •   A-enep


  •   Neptu
  1. Benoni 2 Meu 2007 da 17:38 (UTC)[respont]
  • Alioù all

Vot 10. Eeunaat an dibenn "-eia" (-εια) > -"ea" kemmañ

(Notenn: da skouer, Odus(s)ea (pe Odys(s)ea / Odis(s)ea hervez an dibaboù all) ( < Ὀδύσσεια) e lec'h *Odus(s)eia)

Evit A-enep Neutrel Diviz
0 (0%) 2 (40%) 3 (60%) Diviz nann-kemeret d'ar muiañ niver


  •   A-enep
  1. Kadwalan 2 Meu 2007 da 13:24 (UTC) Gwelet ar gaozeadenn[respont]
  2. Rognogno 3 Meu 2007 da 21:38 (UTC)[respont]
  •   Neptu
  1. Benoni 2 Meu 2007 da 17:39 (UTC)[respont]
  2. Neal (Kaozeal) 3 Meu 2007 da 07:00 (UTC)[respont]
  3. Fulup 4 Meu 2007 da 23:22 (UTC)[respont]
  • Alioù all

Vot 11. Treuzskrivañ an diftongenn αι > <ai>, disheñvel diouzh an diftongenn αε > <ae> kemmañ

(Notenn: da skouer, : Filainis (< Φιλαινίς) kv. Faethon (< Φαέθων ))

Evit A-enep Neutrel Diviz
6 (100%) 0 (0%) 0 (0%) Diviz kemeret d'ar muiañ niver
  1. Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 10:39 (UTC)[respont]
  2. Kadwalan 2 Meu 2007 da 13:25 (UTC)[respont]
  3. Benoni 2 Meu 2007 da 17:40 (UTC)[respont]
  4. Rognogno 3 Meu 2007 da 21:39 (UTC)[respont]
  5. J. Pokorny 4 Meu 2007 da 00:43 (UTC)[respont]
  6. Fulup 4 Meu 2007 da 23:22 (UTC)[respont]
  •   A-enep


  •   Neptu


  • Alioù all

Vot 12. Eeunaat ar c'hensonennoù doubl, en ur doujañ d'ar c'hensonennoù doubl pa deuont diwar ur rakger stag ouzh ur ger all kemmañ

(Notenn: Odusea (pe Odysea / Odisea hervez an dibaboù all) ( < Ὀδύσσεια) e lec'h Odussea, h.a.)

Evit A-enep Neutrel Diviz
2 (50%) 2 (50%) 0 (0%) Diviz nann-kemeret d'ar muiañ niver
  1. Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 10:39 (UTC)[respont]
  2. Benoni 2 Meu 2007 da 17:40 (UTC)[respont]


  •   A-enep
  1. Kadwalan 2 Meu 2007 da 13:32 (UTC) Ret eo din sevel a-enep ar c'hinnig-se dre ma n'eo ket resis a-walc'h evidon. Dalc'het e vez ar c'hensonennoù doubl ll, rr, mm, nn betek-henn en embann pa vezont war-lerc'h ur silabenn taolmouezhiet (da skouer : Apollon). Miret e vezont ivez en anvioù savet diwar anvioù all (skouer : Hellespontos = Helle + Pontos). Gwelloc'h eo din heuliañ ar boaz.[respont]
  2. Rognogno 3 Meu 2007 da 21:40 (UTC)[respont]


  •   Neptu


  • Alioù all
  1. resisaat ar c'hinnig Fulup 4 Meu 2007 da 23:24 (UTC)[respont]

Evezhiadennoù hollek kemmañ

Skouerioù kemmañ

Ne gomprenan mann ebet er c'hinnig-se graet hep skouerioù. Met tud all finoc'h egedon hag a anavez an afer gwelloc'h a c'hallo votiñ divorc'hed. Bianchi-Bihan 27 C'hwe 2007 da 21:10 (UTC)[respont]

Respont: skouerioù a-leizh a vo kavet war ar bajenn-gaozel stag ouzh houmañ.

--Neal (Kaozeal) 27 C'hwe 2007 da 21:13 (UTC)[respont]

Er gaozeadenn diwar-benn ar c'hensonennoù doubl e raen anv eus an anvioù Hellespontos ha Pallantided o welet enne anvioù skrivet hep teuler pled ouzh ar reolennoù kinniget gant R. Hemon e-unan en Hor Yezh Nnn 12 hag a venegan en evezhiadenn diwezhañ diwar an doare da sklaeraat ar vouezhiadeg. Faziet on neoazh. Savet eo Hellespontos diwar an anv den Helle ha pontos. Reizh eo eta lezel al lizherenn doubl en anv deveret dioutañ. Ar memes tra eo evit Pallantided, savet diwar an anv Pallas.--Kadwalan 1 Meu 2007 da 22:42 (UTC)[respont]

Fazioù yezh kemmañ

Ar ger furm zo gwregel.Bianchi-Bihan 27 C'hwe 2007 da 21:11 (UTC)[respont]

  Reizhet. Amañ n'eus forzh penaos e oa "stumm" an termen reizh. Bez' e c'heller reizhañ seurt fazioù war-eeun. Da betra e talv o diskwel hep o reizhañ?

--Neal (Kaozeal) 28 C'hwe 2007 da 07:35 (UTC)[respont]


A-ziforc'h, e brezhoneg peurunvan ofisiel ar wikipedia-mañ. ar peurrest ne gomprenan ket.Bianchi-Bihan 27 C'hwe 2007 da 21:17 (UTC)[respont]

  Kemmet evit ober plijadur dit hag evit ma vefe sklaeroc'h ar bajenn-votiñ.

Ur skouer a gaver stag ouzh ar c'hraf-mañ ivez evit e displegañ berr-ha-berr, a-hendall e c'heller sellet ouzh ar bajenn-gaozeal stag ouzh houmañ ma kaver displegadennoù a-leizh. --Neal (Kaozeal) 28 C'hwe 2007 da 07:47 (UTC)[respont]

Sklaeraat ar vot kemmañ

sevel "ur stumm brezhonekaet diwarnañ", a dalv din: homerosek elec'h homerek.Bianchi-Bihan 27 C'hwe 2007 da 21:13 (UTC)

Ur skouer a gaver er c'hraf-mañ ("Homeros" (< Ὅμηρος) e-lec'h *"Homer") hag ouzhpenn-se eo bet skrivet sklaer "stumm brezhonekaet" - n'eo ket "homerek" ur stumm brezhonekaat met ur furm vrezhonek...

--Neal (Kaozeal) 28 C'hwe 2007 da 07:39 (UTC)[respont]


Marteze e fazian met ne gomprenan ket pa lennan ar goulenn 5 :

"Brezhonekaat an dibenn-ger gresianek hag a dalvez da verkañ lod eus an anvioù-kadarn benel -η > -a atav, ne vern penaos e vez graet gant yezhoù all"

Kavout a ra din e vefe gwelloc'h skrivañ : "Brezhonekaat an dibenn-ger gresianek hag a dalvez da verkañ lod eus an anvioù-kadarn benel -η, ne vern penaos e vez graet gant yezhoù all."

Mod all n'haller ket votiñ evit 5b ken. --Kadwalan 28 C'hwe 2007 da 14:40 (UTC)[respont]

  Re wir! Trugarez dit evit an evezhiadenn. Reizhet eo bet.

- --Neal (Kaozeal) 28 C'hwe 2007 da 15:00 (UTC)[respont]


Me 'gav din e sav ar vouezhiadeg er goulenn 6 war diskrivadenn Θ ha Χ ha Φ hepken. Daoust ha ne vefe ket sklaeroc'h dispartiañ pep kraf? Da skouer :

6 a - ober gant Φ > ph evel TES e-lec'h ober gant Φ > f (diskrivadenn hervez kinnig R. Hemon Hor yezh Nnn 12 & boaz Diwan)

6 b - ober gant Χ > c'h (kinnig ?) e-lec'h ober gant Χ > K (diskrivadenn hervez kinnig R. Hemon Hor yezh Nnn 12 & boaz Diwan)

6c - ober gant Θ > th evel TES e-lec'h ober gant Θ > t (diskrivadenn hervez kinnig R. Hemon Hor yezh Nnn 12 & boaz Diwan)

pe neuze reiñ ur choaz  :

Pe ober gant Φ > f ~ Π > p; Χ > K ~ Κ > k; Τ > t ~ Θ > t (e-giz ma vez graet en embann abaoe kinnigoù R. Hemon war Hor Yezh Nnn 12 hag e levrioù istor Diwan)

Pe ober gant Φ > ph ~ Π > p; Χ > c'h ~ Κ > k; Τ > t ~ Θ > th Ouzhpenn, . --Kadwalan 28 C'hwe 2007 da 14:53 (UTC)[respont]

Resisaat ar vot niv. 6. Hir-spontus eo deuet roll ar c'hinnigoù da vezañ - spi 'm eus e teuy an dud da reiñ o mouezh war-lerc'h rak ur mell labour ramzel eo bet ha dipitus e vefe ma ne deufe da vann ebet.

--Neal (Kaozeal) 28 C'hwe 2007 da 15:14 (UTC)[respont]


Ya, hir eo, gwir eo. Gouzout a rez, pa groger da sevel kaoz an doare skrivañ e vez atav kalz labour ha kalz reuz. A-fed ar goulenn 12, evit echuiñ (en touiñ a ran!), daoust ha ne vefe ket mat erbediñ derc'hel d'an nebeutañ ouzh ar c'hensonennoù doubl ll, mm, nn, rr pa deuont goude ar vogalenn taolmouezhiet e-giz m'en erbede R. Hemon (s.o. ma evezhiadennoù er gaozeadennn)? ha skrivañ :

Eeunaat ar c'hensonennoù doubl, estroc'h evit ll, mm, nn, rr lakaet goude ar vogalenn taolmouezhiet, hag en ur doujañ d'ar c'hensonennoù doubl pa deuont diwar ur rakger stag ouzh ur ger all--Kadwalan 28 C'hwe 2007 da 15:25 (UTC)[respont]

n'em boa ketr ouzhpennet ar c'hinnig-mañ rak luziet-kenañ eo ar vot war ar stern dija. ha zoken ma vije degemeret e vefe diaes-tre da c'houlenn ouzh an holl lakaet seurt reolennoù e plesutr, dreist-holl ar re n'int ket ur mailh war ar henc'hresianeg... --Neal (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 19:38 (UTC)[respont]

Kompren a ran mat ez eo pounner un tamm ha hir roll ar goulennoù met n'haller ket lezel an dra-se a-gostez kenneubeut. N'eo ket diaes ar reolenn da'm soñj peogwir e talvez e c'haller lakat ar c'hensonennoù doubl meneget, hag int nemetken, goude ar silabenn taolmouezhiet hepken. Ouzhpenn-se ez eo ar reolenn a vez heuliet da gustum en embann. Ha n'eo ket dav bezañ ur mailh war ar gresianeg. --194.57.157.2 5 Meu 2007 da 08:37 (UTC)[respont]

Neptu da virviken kemmañ

Traoù all kemmañ

Gwelet em eus e veze skrivet amforenn, anforenn hag añforenn. Koulskoude ne vez skrivet nemet nimfenn, Amfitrion, Amfitrit, ha meur a hini all c'hoazh. Bianchi-Bihan 13 Meu 2007 da 23:08 (UTC)[respont]