Wikipedia:Kendivizoù reolata/Kelc'hgeriadur pe Holloueziadur
KLOZ EO AR VOTADEG-MAÑ
Kelc'hgeriadur pe holloueziadur
War Wikipedia e reer gant kelc'hgeriadur evit treiñ ar galleg encyclopédie. Daoust hag un dibab eo ? Ur ger all a gaver e brezhoneg : holloueziadur. Kavout a ran ez eus perzhioù gwelloc'h gant ar ger-se : kalz hesonoc'h eo eget kelc'hgeriadur hag e heuliad -lc'hg- ; heñvel eo ouzh ar gerioù a gaver e kembraeg pe e kerneveg ; savet gwelloc'h eo e-keñver ster ar ger, diwar an elfennoù holl ha gouez-. Ar ger kelc'hgeriadur a lak da gemmeskañ gant geriadur tra ma tlefe bezañ un dra bennak disheñvel (hag ar pennad nevez roued a vije e blas en ur geriadur kentoc'h eget en un holloueziadur, pa ro gerioù deveret pe un dro-lavar...). --Llydawr 20 Gen 2006 da 17:35 (UTC)
- Pa oa bet krouet ar wiki e oa bet chikan spontus e-pad pell etre ar re a rae gant an termen gallek brezhonekaet añsiklopedi hag ar re a rae gant kelc'hgeriadur. A-benn ar fin eo aet ar maout gant kelc'hgeriadur, a-bell. Anavezout a ran ivez ar ger holloueziadur met ne seblant ket bezañ implijet gant kalz a dud. Ne oa bet den ebet evit kinnig ober gant ar ger-se. Bremañ m'eo tavet ar tabut am befe un tamm mat a ziegi da adkregiñ ganti adarre. --Fulup 20 Gen 2006 da 18:56 (UTC)
- Ne c'houlennan ket e vefe tabut. Met reizh e kavfen e vefe un diviz, gant arguzennoù, a-raok ober un dibab. Betek-henn e oa dizimplij a-walc'h ar gerioù kelc'hgeriadur hag holloueziadur. Dre ma ne oa oberenn ebet evel-se e brezhoneg. Bremañ ma'z eus unan, e ranker ober gant ur ger. Displeget em eus perak e kaven gwelloc'h, a galz, holloueziadur. Ma welan e sav an darn vrasañ eus an dud a-du gant kelc'hgeriadur, ez in da-heul an dibab-se. Met war a seblant n'eus ket kalz a dud o tont da welet ar bajenn-mañ...--Llydawr 29 Gen 2006 da 16:27 (UTC)
- Mat eo din ober gant holloueziadur--Yun 12 C'hwe 2006 da 20:27 (UTC)
- A-du e savan ganit.--Neert 3 C'hwe 2006 da 13:09:41 (UTC)
- Hag ez eus ur wikeriadur e brezhoneg. Er Wikeriadur e c'hallfe bezañ lakaet gerioù hag a zo termenet e Wikipedia, gant liammoù eus Wikipedia da Wikeriadur. Da skouer Fonetik ar sonioù. MP 9 C'hwe 2006 da 11:47 (UTC)
- Sevel a ran a-du ivez gant holloueziadur. Aesoc'h eo da zistagañ, eeunoc'h ha komprenusoc'h. Kavet e vez e Geriadur An Here pa n'eus ket kelc'hgeriadur e-barzh. Iskomandant Marc'heg 17 C'hwe 2006 da 20:20 (UTC)
- Mat, war a seblant ez eus un toullad tud na vefent ket direnket evit cheñch anv. Dam' soñj e vo mat aozañ un votadeg evit lakaat sklaer an traoù rak ur ger kreiz eo. Kelc'hgeriadur eo an termen zo bet graet gantañ e-pad bloavezhioù gant Skol-uhel ar Vro pa oa ur raktres kelc'hgeriadur ganto er bloavezhioù 80. Setu perak en deus graet ar ger-se e damm hent e bed ar vrezhonegerien ha n'eo ket souezh eta e vije bet graet gant ar ger-se e penn-kentañ ar wiki. N'eo ket bet degemeret Kelc'hgeriadur gant an Here en deus kavet gwell dibab an termen holloueziadur. N'on ket a-enep distreiñ war an dibab kentañ bremañ m'eo echu gant ar brezel droch zo bet oc'h ober e reuz e deroù ar wiki brezhonek. Ma vije divizet cheñch avat e c'houlennfen a-walc'h digant an holl kemer perzh el labour bras a vo ezhomm da gas da benn evit reizhañ an termen-mañ e pep lec'h er wiki rak kantadoù a venegoù eus an termen kelc'hgeriadur zo bremañ, dreist-holl er pajennoù skoazell hag en etrefas. Ret e vo kavout unan da reizhañ skeudenn al logo ivez. N'eo ket ur cheñchamant dister a c'houlenner aze ha n'em befe ket c'hoant bezañ ma-unan o reizhañ ar c'hraf-mañ war-lerc'h. Mat e vije da Ch. rogel reiñ e soñj ivez rak moarvat e oa deuet an termen gantañ er penn-kentañ --Fulup 18 C'hwe 2006 da 12:15 (UTC)
- Ouzhpenn miz 'zo eo bet graet ar c'hinnig-se gant Llydawr hag hervez ar mod eo echu ar vreutadeg, poent eo digerin ar votadeg bremañ. Seul abretoc'h e vo graet ar cheñchamant, seul nebeutoc'h a labour a vo. Mat eo din sikour da zegas kemmoù d'ar pajennoù a c'hellin diraez. Gallout a rin ober war-dro skeudenn al logo ivez.--Yun 23 C'hwe 2006 da 11:03 (UTC)
- Skrivet en deus Fulup m'am boa implijet kelc'hgeriadur e penn kentañ ar Wikipedia brezhonek. War an talbenn n'on ket evit e nac'hañ. N'on ket a-du evit holloueziadur peogwir ne welan ar ger estreged geriadur an Here. Daoust hag eñ e vez implijet ingal e lec'h all? Nag e-barzh Bremañ, nag e-barzh Al Liamm, nag e-barzh Hor Yezh. D'am soñj eo d'ar Wikipedia kadarnaat an implij ha nompas krouiñ anezhañ. Direnket e vefen diwar an dra-se. --Ch. Rogel 23 C'hwe 2006 da 23:09 (UTC)
- A-enep krenn on 1 holloueziadur = omniscience ha tamm ebet encylclopédie ; 2 pedia = deskin ha cycle = kelc'h, setu aze perak e oa bet goveliet ar ger kelc'hazeskadur gant Imbourc'h ; 3 Kelc'h a ro da sonjal e reer an dro d'an danvez studiet hogen ne vezor ket gouest gwech ebet da C'HOUZOUT (gwrizienn holloueziadur)pep tra war an danvez-se (ha petra a oar an den gouiziekan eus an douar diwar-benn an hollved m'eman beuzet ennan ? Hollouezadur a zo gwall otus d'am sonj !) ; 4 ne gavan ket diaes Kelc'hgeriadur da zistagan, ha gwir eo ec'h en em gaver gant pep pennad dre gerioù a vez graet "an dro" (kelc'h) anezho. ; 5 [an abeg pouezusan] N'eo ket d'ar WIKI da zivizout war ar poent-se a zo yezhoniel rik : arveran an demokratelezh war dachenn ar sturyezhoniezh a laka en arvar kempouez ar yezh. Ma teu diwar divizou demokratek kemeret diwar herr ar brezhoneg da vezan ur benveg fall evit ar spered dre ma ne vo mui boull an traoù war dachennoù zo pa vezint displeget er yezh-se, e vo distaolet evel m'eo bet distaolet gant hon hendadoù a-raok GWALARN dre ma oa lizet hor yezh gant ar galleg. Ret eo goulenn eta ali un aotrouniezh war an dra-se. Mat e vefe enta votin kentoc'h da zibab un aotrouniezh sturyezhan en Emsav evit ar WIKI : Ofis ar brezhoneg , Preder, Diwan, un den prevez, Imbourc'h pe me 'oar me..
Spi am eus e komprenot mat va arguzennou ha ma vo tu da lod eus ar sinerien "a-du" da zistrein war o mennad. N'eo ket re ziwezhat. Gwilhmod 25 C'hwe 2006 da 14:56 (UTC)
- Da ma soñj emañ ar gwir gant Gwilhmod. Me n'on ket evit lakat e brezhoneg gerioù faos. Holloueziadur a zo un "omniscience" kentoc'h evit un "encyclopédie". N'eus nemet da droc'hañ ar ger e daou evit gouzout hiroc'h evit-afer ar ster. Poent e vefe choazout bremañ etre "kelc'hazeskadur" ha "kelc'hgeriadur". Asantiñ a ran gant ar ger "kelc'hazeskadur" kentoc'h evit "kelc'hgeriadur" ma zo ennañ ur sonerezh start da zisklipañ : "lc'hg" > start da lonkañ kement-se evit ur brezhoneger.
Ar Skalf 26 Feb 2006 da 22:04 (UTC)
- Evit respont da Wilhmod :
- – Kraf 1. Pa 'm boa lennet holloueziadur ne'm boa soñjet e galleg met komprenet em boa an holl oueziadur, ar pezh n'eo ket tamm ebet ar memes tra ha gouzout pep tra. Moarvat out bet touellet gant an hevelebiezh a zo etre ar gerioù holloueziadur hag hollouiziek. Hemañ diwezhañ a gaver e geriadur ar brezhoneg arnevez (Imbourc'h), Geriadur Roparz Hemon (Al Liamm), geriadur Favereau (Skol Vreizh), geriadur Garnier, geriadur ar Glev (Al Liamm), geriadur An Here ha geriadur Preder (en linenn). Setu emañ an holl a-unan war ar c'hraf-mañ : hollouiziegezh eo ar ger brezhonek kevatal gant ar ger gallek omniscience ha n'eo ket holloueziadur.
- – Kraf 2. N'emañ ket kelc'hazeskadur e-barzh geriadur ar brezhoneg arnevez (Imbourc'h). Kelc'hgeriadur a c'heller lenn el levrenn gallek-brezhonek evit encyclopédie ha kelc'houiziad en div levrenn evit encyclopédiste.
- – Kraf 3. Ne glasker ket gouzout pep tra, lakaat dre skrid kement tra a ouezer ne lavaran ket.
- – Kraf 4. Marteze n'eo ket diaes dit da zistagañ. Evidon-me ne'm eus klevet biskoazh den ebet o tistagañ ar ger-se.
- – Kraf 5. (an hini pouezusañ) Ur gumuniezh a zo eus ar wikipedourien hag evel e-barzh pep kumuniezh ez eus reolennoù mont en-dro. Pa vez divizoù da gemer ne vez ket goulennet gant un Aotrou bennak divizout evidomp-ni met gant ar gumuniezh hec'h-unan e vez divizet. Ouzhpenn se, n'emaomp ket o klask sturyezhañ nag ijinañ ur ger nevez evit encyclopédie (tri a zo dija ha re zo re), dilenn ar ger a vo graet gantañ war bajenn degemer hor wiki ne lavaran ket. E-giz-se ez a en dro. Ober a reomp gant an demokratelezh evit ar pezh a sell ouzh hor c'humuniezh ha mat pell 'zo. Ha pa soñjan : "ankounac'haet" ez peus menegiñ Geriadur An Here evel danvez-aotrouniezh, koulskoude ez eo un oberenn a-bouez dre an niver a dud o deus kemeret perzh er raktres istorel-se (war-dro 80 anv a c'heller lenn war ar bajenn V).
- – Evit klozañ ha peogwir ez peus kroget da dreiñ e galleg e troin e galleg me ivez. Ret eo dibab etre toute la connaissance (holloueziadur) ha le dictionnaire circulaire (kelc'hgeriadur) :-)
- Spi am eus e kompreni mat va arguzennoù hag e c'helli distreiñ war da vennad. N'eo ket re ziwezhat :-)) --Yun 27 C'hwe 2006 da 15:43 (UTC)
- Sevel a ran a-du gant an termen holloueziadur. D'am soñj eo bet renket ar gudenn un nebeud bloavezhioù zo dija gant Servij ar Brezhoneg. Bez em eus er gêr ul levr anvet Geriaoueg al levraouegoù ma oa bet dibabet an termen holloueziadur e 1998. Sed aze an dud o doa kemeret perzh : Christian Rogel (levraoueg 29), Izabel Araujo, Gweltaz ar Bihan, Emile Bleuzen, Jil Boucherit (levraoueg Skol-veur Roazhon II), Yvon Carluer, Ronan Koadig, Ronan Debel (levraoueg lise Diwan), Alan Dipode, Anna-Vari Gwilherm (TES), Patrice Fourn, Padrig an Habask, Fulup Jakez, Phillipe Lanoë, Alan Martel, Martial Ménard, Alan J. Raude, Jean-Do Robin, Ronan Tremel, Olier ar Mogn hag Iwan Kadored. Evel ma weler e oa aze tud a vicher, tud barrek war ar yezh, bed ar skolioù... Graet eo bet al labour. Ne vo ket adkroget. Labourioù all a zo da gas da benn war ar yezh ha daoust da bep tra ez eo aesoc'h ober gant holloueziadur eget kelc'hgeriadur. N'en deus ket ar brezhoneg da vont da heul ar galleg en-cyclo-pédie... Ret eo dimp kaout doujañs ouzh al labour bet kaset da-benn araozomp. --Tzintzuntzan 28 C'hwe 2006 da 16:52 (UTC)
- Respont a ran d'an evezhiadennoù diwezhan :
– Kraf 1. Hevelep gwrizienn a zo gant Gouzoniezh ha Gouiziegezh : gouzout. Setu perak ne ran diforc'h ebet etre hollouziegezh ha holloueziadur. Deuet eo din ar ger omniscience diwar lenn ar ger, ha tamm ebet o klask er geriadurioù. Me sonj din ez eo trawalc'h an dra se evit disteurel ar ger-se. – Kraf 2. Bez eman kelc'hazeskadur e-barzh geriadurioù diwezhan Imbourc'h. Yun a gomz dwb geriadurioù kozh (1980 ha 1983). Enno e kaver kelc'hgeriadur (se n'am boa ket gwiriekaet, ha se a ziskouez ez eus un tammig hengoun a-du gant ar ger se eta) ha kavout a reer kelc'houiziad evit encyclopédiste (er ster eus an 18vet kantved, a ouzhpenn ar geriadurour. KELC'HOUIZIADUR pe KELC'HOUEZIADUR a c'hellfe bezan kinniget eta d'am sonj. – Kraf 3. "Ne glasker ket gouzout pep tra, lakaat dre skrid kement tra a ouezer ne lavaran ket" eme Yun. Lakaat dre skrid kement tra a ouezer ne reer ket : un diverran anezhan a skriver hepken, da lavarout eo e reer "an dro" eus an danvez, hepken, dre ziouer a blas ha dre ret, rak kalz re hir, ha dibosubl ez eo, en ur ger, ober mod all. Alese e kavan mat ar ger Kelc'h. Kelc'hgeriadur a c'heller tostaat ouzh kelc'hgelaouenn = revue, re-vue, da lavarout eo ur sell war "ar c'heloioù", ur sell-tro. KELC'HOUEZIADUR eta a yafe gwelloc'h a galz din eget HOLLOUEZIADUR rak ar wrizienn HOLL aze ne glot ket. – Kraf 4. N'eo ket diaesoc'h din distagan Kelc'hgeriadur eget Holloueziadur (a zo ur ger leun a vogalennoù). – Kraf 5. (an hini pouezusañ) Ar wikipedia hag an demokratelezh war dachenn ar sturyezhan. Pa ne vezer ket barrek (ha me evel ar re all) e ranker bezan fur a walc'h evit hen anzav ha goulenn digant arbennigourien. N'em boa ket meneget An Here ha gwir eo ez eo ur mell pazenn war-raok en hor yezh, met n'eus ken eus ar skipailh se na zoken eus an ti-embann se. "Ankounac'haet" (ar c'hochedoù a zo gant Yun, a fell dezhan ober prosez din aze pa n'am eus netra ebet a-enep da An Here !!!) ne oa ket ganin : ret eo goulenn sikour tud varrek ha BEV evit dirouestlan hor c'hudenn. Va c'hinnig ma vefe mouezhiet da zibab seurt aotrouniezh a gavan fur-kenan. Ar fed maz eus 80 den a deus kemeret perzh e savedigezh ar geriadur ne lavar ket, TAMM EBET, ez eus bet breutadeg etre ar 80 se dwb ar ger hollouziadur, a zo danvez hor votadeg. Gwirhenveloc'h eo ez eo bet lakaet er geriadur gant un den hepken, ha kaougantet gant un pe zaou all ha setu holl. Dwb DEMOKRATELEZH, diwar demos pobl ha cratos beli. Gwelout a ran ez eus sanset 200 wikipediad bennak ha n'eus nemet un dousennad a dud o deus votet betek hen. N'eo ket demokratiezh an hini ez eo eta ar votadeg man : gronsveliezh a berzh 5 % eus ar wikipedourien ne lavaran ket. Ur fed eo, hag arabat kredin e vefen a-enp an demokratiezh evit kelou se. Lavarout a ran hepken e ranker bezan fur a-walc'h da chom hep rein re a c'houloud d'ar "bobl" pa ouezer mat-tre ne embrego ket ar galloud-se ha ma vo implijet ar reizhwiriegezh-se (légitimité) gant un nebeudik-tre a dud, a zivizo eta evit ar re all en un doare hollveliek eta, a-benn ar fin.
an eil respont a lavar deomp e oa bet renket ar gudenn un nebeud bloavezhioù zo dija gant Servij ar Brezhoneg hag a veneg ur roll a dud o doa kemeret perzh e savedigezh Geriaoueg al levraouegoù e 1998. An den kentan meneget avat aen deus votet a-enep ar ger holloueziadur en hor votadeg ! N'eus nemet un dra d'ober d'am sonj eo goulenn digant an dud se perak e oa bet degemeret Holloueziadur, ha gwelet e vo ez eus nebeut tre a dud er roll se o deus studiet pizh ar gudenn, kazi sur eo. Da notin ivez ez eo deuet er-maez geriadur an Here dres d'ar poentse. Ne vefen ket souezhet e vefe diazezet dibab an Here war labour ar bodad se. Peogwir ez eus breud war ar ger e kinnigan eta ma vo klasket piv en deus goveliet ar ger nevez se er bodad se, war beseurt diazez, ha piv, e gwirionez en deus studiet e arguzennoù hag o c'havet mat. Gwelout a ran anvioù Martial Menard rener An Here hag Iwan Kadored, implijiad da An Here d'ar poent-se.
"N'en deus ket ar brezhoneg da vont da heul ar galleg en-cyclo-pédie...". A-du on. "Ret eo dimp kaout doujañs ouzh al labour bet kaset da-benn araozomp."... da lavarout eo ivez bet kaset da benn a-raok 1998 !!! Ober un tabula rasa o tegemer evel gwirionez an Aviel kement ger a zo degemeret gant geriadur An Here, n'eo ket fur.
Un dra all : an dibab a vo lakaet da dalvezout da heul ar votadeg man en devo moarvat un tamm levezon war ar vrezhonegerion. N'eo ket sur e vo trec'h an dibab se evit kelou-se : pep hini, pep wikipediad zoken, a chom libr, a drugarez Doue, da chom hep degemer evitan e-unan ur ger na gav ket mat, eveljust.
Evit klozan : Kelc'hgeriadur peogwir eman er yezh. Kelc'houeziadur a gavan re zifetis (n'ouzon ket perak : evel-se eman) ha Holloueziadur kalz re zifetis, faos ha lorc'hus. Gwilhmod 2 Meu 2006 da 09:57 (UTC)
- Daou dra e c'hellan resisañ : ne 'm eus ket soñj ken eus un diviz war klelc'hgeriadur/holloueziadur e emvodoù Termbret, dek bloaz'zo. Ha me, levraouegour a vicher a 'm oa degaset termenoù o tennañ d'al levraouegoù, met ne c'hellan ket lavaret em oa asantet da holloueziadur.
Luziet eo dispartiañ an "encyclopédies" eus ar geriadurioù pa 'z eus mui a gelc'hgeriadurioù alfabetek eget re renket dre rummatadurioù hag ez eus un indeks alfabetek staget ouzh ar re-se. --Ch. Rogel 2 Meu 2006 da 17:52 (UTC)
A-du 10 (71,42 %)
- --Fulup 23 C'hwe 2006 da 19:10 (UTC)
- --Neal 23 C'hwe 2006 da 19:48 (UTC)
- --Llydawr 23 C'hwe 2006 da 21:07 (UTC)
- --Yun 23 C'hwe 2006 da 22:47 (UTC)
- --J. Pokorny 23 C'hwe 2006 da 23:11 (UTC)
- --Neert 24 C'hwe 2006 da 08:59:48 (UTC)
- --Tintin Anna 26 Feb 2006 da 22:12 (UTC)
- --Iskomandant Marc'heg 27 C'hwe 2006 da 20:59 (UTC
- --Tzintzuntzan 28 C'hwe 2006 da 16:04 (UTC)
- --Rognogno 2 Meu 2006 da 08:28 (UTC)
A-enep 4 (28,57 %)
- --Ch. Rogel 23 C'hwe 2006 da 23:09 (UTC)
- --Gwilhmod 25 C'hwe 2006 da 14:56 (UTC)
- --Ar Skalf 26 Feb 2006 da 22:06 (UTC)
- --Paotr 27 C'hwe 2006 da 09:28 (UTC)