Wikipedia:Kendivizoù reolata/Pajennoù ar gumuniezh

Melestrour pe verour? kemmañ

Ne welan ket perak n'eo ket bet degemeret ma goulenn war studiañ an diforc'h etre melestrour ha merour. Roit ho ali amañ, mar plij. --Ch. Rogel 25 Gen 2006 da 21:01 (UTC)[respont]

Penaos treiñ "guerre d'édition" kemmañ

Me garfe ma ne vo ket troet "guerre d'édition" gant "brezel embannerezh" :

  1. Troet eo bet diwar ar saozneg hag edition a dalvez evit skridaozañ
  2. Embannerezh a dalvez evit lakaat un dra skrivet da vezañ etre daouarn an holl, met chom a ra ennañ ster an embann hag a zo lakaat da c'houzout, pell diouzh ur brezel war an doare da gempenn un destenn
  3. Kinnig a ran :
  • brezel skridaozañ
  • brezel skridoazerien
  • brezel ar skeiñ-diskeiñ (brezhonekoc'h a gavan)
  • brezel ar skrid-diskrid (d°). Dre fent : fest ar skrid-diskrid
  • brezel (fest) ar gempenn-digempenn