Wikipedia:Kendivizoù reolata/Wikipedia e peurunvan

Pennaenn nevez


Ar peurunvan eo reizhskrivadur ofisiel ar wikipedia brezhoneg



Digoret eo bet ar vot d'an 23 a viz Kerzu 2006. Mont a raio betek ar sadorn 6 a viz Genver 2007. Taolit ur sell war ar bajenn gaozeadenn a-raok votiñ.


Kinnigoù Evit A-enep Neutrel Diviz
1 - Ar peurunvan eo reizhskrivadur ofisiel ar wikipedia 8 (67%) 3 (25%) 1 (8%) Diviz kemeret d'ar muiañ niver
2 - Lamet kuit e vo ar patrom {{peurunvan}} eus an holl bennadoù 13 (100%) 0 0 Diviz kemeret a-unvouezh


Diviz 1: Ar peurunvan eo reizhskrivadur ofisiel ar wikipedia:

  • YA A-du
  1. Benoni 23 Kzu 2006 da 11:22 (UTC)[respont]
  2. Yun (kaozeal) 23 Kzu 2006 da 12:27 (UTC) (arguzennoù war bajenn ar gaozeadenn)[respont]
  3. Fulup 31 Kzu 2006 da 15:06 (UTC). Poent eo embann sklaer ar reolenn ziazez-mañ. Anavezout ent ofisiel an doare-skrivañ en implij gant an holl, war-bouez unanik bennak ur wech an amzer, n'en deus netra da welet gant ar fed kaout ur "spered gall" pe me a oar-me petra c'hoazh. Ur fed sokial hag istorel eo eo deuet ar Peurunvan da vezañ doare-skrivañ ar brezhoneg. Penaos kenlabourat en un doare sirius hag efedus war ur pennad ma vez meur a zen oc'h implijout doareoù-skrivañ disheñvel o skrivañ ennañ. E gwirionez, abaoe deroù ar wikipedia brezhonek n'eus bet skrivet pennadoù nemet e Peurunvan. A-hend-all ez eus bet unan bennak oc'h implij doareoù-skrivañ personel met den ebet koulz lavaret n'en deus savet pennadoù e Falc'huneg da vat pe e morvannaoueg.[respont]
  4. Gwenn 03 a viz Genver 2007 da 10:00 (UTC)
  5. Neert 3 Gen 2007 da 15:52 (UTC)[respont]
  6. Matilin 4 Gen 2007 da 23:17 (UTC)[respont]
  7. --Neal 6 Gen 2007 da 15:21 (UTC)[respont]
  8. YA Rognogno 6 Gen 2007 da 17:23 (UTC)[respont]


  • NANN A-enep
  1. Ober a ran gant ar peurunvan ma-unan, met koulskoude: Nann 'vat! Arabat deomp ober evel ar stad gall. --J. Pokorny 23 Kzu 2006 da 19:18 (UTC)[respont]
    Ya, talvoudus eo ! N'omp ket evid "eur yezh, eur pobl, eur stad" evel broadelourion gall. Hon brezhoneg peurunvan a zo bet krouet evid difenn hon yezh, morse evid distrujiñ hon rannyezhoù ! Me 'zo eur brezhoneger a nevez - o chom pell d'hon vro - ha komzañ / skrivañ a ran e peurunvan (gant plijadur !) met kavout a ran plijus ivez rannyezhoù komzet e Breizh. Da galonLuzmael 24 Kzu 2006 da 00:10 (UTC)[respont]
  2. Ne ran nemet gant ar peurunvan met krediñ ar re a implij doareoù skrivañ arall (doareoù skrivañ gwir, evel just, pas ar Robin Hoodeg) a zle kaout ar gwir d'ober ganto--Damien Perrotin 28 Kzu 2006 da 17:27 (UTC)[respont]
  3. Ne ran nemet gant ar peurunvan ivez met sonj a ran eo ret lakaat un tamm dishualded war ar poent-mañ. --Paotr 2 Gen 2007 da 09:25 (UTC)[respont]
  • Neptu
  1. Eur pennad e peurunvan a dle bout araog da sevel eur pennad e rannyezhoù all - da skouer e yezh gwened ;-)Luzmael 23 Kzu 2006 da 18:14 (UTC)[respont]
  • Alioù a bep seurt

N'on ket nag a-du, na a-enep, na neptu : ne gemeran ket perzh er votadeg, rak ne gavan ket ez eus poent votiñ : "nann-vot" ----Ch. Rogel 23 Kzu 2006 da 22:05 (UTC)[respont]

Memes dibab, "Amzer 'zo",n'on ket nag a-du, na a-enep, na neptu : ne gemeran ket perzh er votadeg, rak ne gavan ket ez eus poent votiñ : "nann-vot". Kadbzh 29 Kzu 2006 da 11:52 (UTC)[respont]

YA Tzintzuntzan 03 a viz Genver 2006 da 13:52 (UTC) Sklaer eo, m'en deus ar brezhoneg un dazont ez eo gant ar peurunvan e vo skrivet. N'eo ket bezañ gall pe n'ouzon ket petra (ha perak bezañ ken disprizius gant ar C'hallaoued ?!) met kaout ur spered pleustrek evel ar saoznegerien, ar spagnolegerien, an alamanegerien, ar rusianegerien, an nederlandegerien, ar gatalonegerien, ar gembraegerien, ar bortugalegerien, an durkegerien, ar frizegerien, ar bolonegerien, ar roumanegerien, ar c'hresianegerien, an euskaregerien... ne kav ket din e talvez ar boan kendelc'her gant ma roll yezhoù. Hag anavezout a rit ur yezh he deus ur gwir statud ofisiel ha meur a zoare skrivañ ? Me ne ran ket. Ha n'eus netra da welet gant ar rannyezhoù. Skrivañ a zo un dra, komz un dra all. Ne oa nemet 12 edit gant Tzintzuntzan pa voe digoret ar vot. Benoni 7 Gen 2007 da 13:04 (UTC)[respont]


Diviz 2: Lamet kuit e vo ar patrom {{peurunvan}} eus an holl bennadoù:

  • YA A-du
  1. Benoni 23 Kzu 2006 da 11:22 (UTC)[respont]
  2. Yun (kaozeal) 23 Kzu 2006 da 12:27 (UTC)[respont]
  3. Luzmael 23 Kzu 2006 da 18:14 (UTC)[respont]
  4. J. Pokorny 23 Kzu 2006 da 19:18 (UTC)[respont]
  5. --Damien Perrotin 28 Kzu 2006 da 17:29 (UTC)[respont]
  6. Kadbzh 29 Kzu 2006 da 11:53 (UTC)[respont]
  7. --Llydawr 29 Kzu 2006 da 16:18 (UTC)[respont]
  8. Fulup 31 Kzu 2006 da 15:06 (UTC)[respont]
  9. Gwenn 03 a viz Genver 2007 da 10:00 (UTC)
  10. Neert 3 Gen 2007 da 15:52 (UTC)[respont]
  11. Matilin 4 Gen 2007 da 23:17 (UTC)[respont]
  12. --Neal 6 Gen 2007 da 15:21 (UTC)[respont]
  13. YA Rognogno 6 Gen 2007 da 17:23 (UTC)[respont]


  • NANN A-enep


  • Neptu


  • Alioù all

YA Tzintzuntzan 03 a viz Genver 2007 da 13:52 (UTC) Ne oa nemet 12 edit gant Tzintzuntzan pa voe digoret ar vot. Benoni 7 Gen 2007 da 13:04 (UTC)[respont]