Wikipedia:Kinnigoù/Dielloù
Ret e vehe cheñch stumm ar pennad a-zivoud ar sonerezh, renket fall an traoù e-barzh, klasket 'm eus gober met n'on ket daet a-benn, n'eo ket aes krouiñ traoù nevez en ur lec'h jaojapl !
Savet 'm eus ur pennad a-zivoud Tim Buckley, ha lakaet e-barzh ar rummad "mouezh" (perak ? soner ha kaner eo àr un dro, aozer sonerezh pa lavarin mat !), me ne glota ket. Ret e vehe sevel rubrikennoù aesoc'h da gavout. Ha da skwer, sevel ur rann get ar sonerion pe strolladoù a bep seurt àr bouez o broioù, seul aesoc'h da gavout àr-lerc'h....
Evit bremañ eh eus ur sapre bordel e-barzh ar rann Sonerezh, emañ ret kempenn an dra-se pe displegiñ sklaer penaos gober, mod arall ar c'hemmadennoù a zeu a c'hellay distrujiñ traoù 'zo ....
Salud dit
Evit ar c'hinnigoù (hag ar'hemennoù) ez eus ur bajenn staget ouzh ar pennad pe ar rummad (category). War bajenn "Discussion" (kaozeadeg) e tlefe lakaat ar respontoù hah ar c'hinnigoù : kendalc'h a ran warni
Ch. Rogel 10:10, 24 Jun 2005 (UTC)
Anvioù divoutin war Wikipedia
kemmañMerzout a ran e vez kavet stummoù un tamm a bep seurt e-keñver anvioù divoutin war hor wiki. Evit anvioù ar yezhoù, ar pobloù hag ar broioù e vefe mat d'an holl heuliañ an hevelep reolennoù. A-hend-all e vo savet pennadoù a vo diaes da gavout er wiki ha liammoù na gasint da neblec'h (pep hini oc'h ober hervez e c'hoant ha tanpir evit an holl). Ofis ar brezhoneg en deus labouret war an dachenn-se ha kenlabour zo bet gant TES evit al levrioù Istor ha douaroniezh. Bodadoù stroll zo bet o vont en-dro. Disoc'h al labour-se a gaver, evit darn, e dibenn geriadur an Here e-lec'h ma kaver roll klok ar stadoù hag anv o annezidi e brezhoneg. Kinnig a ran e vefe heuliet ar roll dave-se war hor wiki. Evit ar re na vefe ket ganto ar roll, ha da c'hortoz e vefe savet ur patrom gantañ e kinnigan e vefe lakaet ar goulennoù amañ hag e vefe respontet dezho amañ ivez.
Fulup 13:09, 05 July 2005 (UTC)
n'oeo ket evit ober bruderezh evidin ma-unan, met embannet zo bet nevez zo ur pennadig bet savet ganin diwar-benn ar riskloù zo da gaout pa vez doujet re da dermenoù bet savet gant tud ha n'int ket barrek war an dachenn atav. daoust ha m'emañ e saozneg ar pennad (Terminology setting for 'minority' languages within an ultra prescriptive framework: A case study of corpus planning) ha daoust ma tenn d'ar galizeg e kav din e c'hellfe bezañ talvoudus evit ar pezh a denn d'al lec'hanvadurezh e brezhoneg dre gemer dre ober dave dre ret da c'heriadur an here. n'on ket a-enep d'ar pezh a zo bet graet gante ha goût mat a-awlc'h a ran e vez signet ar roll-se dre ar skolioù, met n'eo ket abalamour da se, d'am soñj, e rankfen tevel ma kav din eo bet savet fall tra pe dra. n'on ket dindan beli naga an here, na tes, nag ofis ar brezhoneg nag hini diwan. klask a ran ober an traoù en un doare poellek o tennañ gounid eus ar pezh zo bet graet gant ar re all evel-just met hep doujañ oute ma c'houzon mat ez eus fazioù grevus pe c'hrevusoc'h da gaout. penaos e vez lâret gant an here h.a. ar yezh a vez komzet er vro on o chom enni da skwer: galizeg (diwar anv orin ar vro er yezh-se) ge galisianeg (diwar ar galleg)? peseurt reolennoù zo bet lkaet evit treuzskrivañ ha/pe trizhlizherenniñ lizherennegoù disheñvel diouzh al latin? n'eo ket klok na tamm ebet ar roll kriterioù bet menneget ganit - penaos ober evit anv takadoù divyezheg pe liesyezhek, d.s 'Johannesburg' (diwar ar saozneg, an afrikaans, an isixhosa, an isiszulu). luziet tre eo an traoù, kalz muioc'h c'hoazh pa taoler ur sell en tu all da europa ar c'hornôg ha 'broioù bras' (d.l.e ar re anavezet e europa ar c'hornôg). a-galon Neal 6 July 2005 11:21 (UTC)
Evel-just, kompren a ran mat ar pezh a lavarez ha gant plijadur e lennin ar pezh zo bet skrivet ganit war an dachenn-se mar bez tu din. Dedennet on gant an dachenn-se. Ne lavaran ket e mod ebet kennebeut eo diskoulmet pep tra en hor yezh ha n'eus ket mui netra da ziazezañ. Gouzout a ran pegen skoemp eo an dachenn-se. N'eo ket aes da gaout ur c'henasant pa n'emaomp ket aze war dachenn ur skiant rik. Ar pezh am eus c'hoant da bouezañ warnañ hepken eo e kav din ez eus un toullad tud disheñvel a skriv pennadoù war ar wiki (hag emichañs e vo kalz muioc'h c'hoazh en amzer da zont) ha me a gav din e vefe mat kregiñ da ziazezañ reolennoù pe ober erbedadennoù a c'hallfe bezañ degemeret gant ar muiañ niver. Evit se e kav din e ve mat heñchañ an dud war-du ur roll dave (dre vras), ar pezh na virfe ket a gaout ul lec'h war ar wiki evit kas ar gaoz pelloc'h war krafoù zo. Da skouer, ma ne vez ket graet netra e vo tud a c'hallo sevel ur pennad evit "Spagn" ha lod all a c'hallo sevel "Bro-Spagn" ha marteze unan all "Espagn", kerkoulz all. Se zo torr-penn. Ha goude-se, penaos ober evit lakaat liammoù a gasfe da anv ur vro e pennadoù all ar wiki. Lakaomp an den a raio war-dro ar pennadoù "Corrida" pe "sevillana" a c'hallo marteze krouiñ ul liamm war-du "Spagn" pe "Bro-Spagn"; hag al liamm-se ne gaso da lec'h ebet marteze. Penaos gouzout ha penaos ober ma ne glaskomp ket en em aozañ un tammig. Setu, o kinnig ur roll, da nebeutañ e c'hallo an dud sellet outañ hag ober o soñj a-raok mont da ober gant stummoù all. Soñjal a ran ivez ez eus kalzik a dud a gemer perzh er wiki ha ne vestroniont ket atav mat-tre ar brezhoneg peogwir ne vez ket komzet ganto bemdez pe peogwir eo nevez desket ar yezh ganto.Un dra vat ha yac'h eo gwelet an dud-se o kemer perzh met marteze e vefe tu da ginnig reolennoù (pe erbedadennoù ma ne vez ket c'hoant ober gant ar ger reolenn) evit skoazellañ anezho da vont pelloc'h. Tud zo a gavfe gras bezañ heñchet ha skoazellet un tammig, me zo sur. Gant an hevelep soñj e vefe posupl da zigeriñ ur bajenn a rofe kuzulioù yezh (merzout a ran eo alies an hevelep fazioù a gaver war ar wiki). Se a vefe un doare da sikour ar re zo o teskiñ da vezañ dedennet gant ar wiki ha broudet e vefent da gemer perzh ennañ marteze.
Fulup 6 July 2005 13:19 (UTC)