Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 02, bloaz 2015

05/01/2015 — 11/01/2015

kemmañ
Skrivañ un dra bennak en eil sizhun eus 2015 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

An Trec'hleader heskiner : sac'higell, eil sizhun

kemmañ

Kroget e oa bet ar pennad-mañ e miz Meurzh 2010 hep na vije bet dispaket blevenn ebet gant den betek-henn ! Ma n'eo ket un emzalc'h a-berzh an aotrou Disi da zegas tabutoù diezhomm, petra eo ?--Prieladkozh (kaozeal) 4 Gen 2015 da 18:45 (UTC)[respont]

Graet em eus pep tra hervez reolennoù ar wikipedia, ha savet ur goulenn eeun war ar bajenn gaozeal. Ar pezh ne ra ket Prieladkozh, boas da ren brezelioù embann a-enep din, hep tamm displegadenn ebet.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 4 Gen 2015 da 19:17 (UTC)[respont]
Ya, me ho kar ivez, hag a-greiz-kalon evel-just. Gwell ganin pa rit "Loen lous" ac'hanon eget pa rit al lu gant ar re na fell ket dezhe plegañ deoc'h !--Prieladkozh (kaozeal) 5 Gen 2015 da 14:53 (UTC)[respont]

C'hwi paotr an nerzh a-enep ar gwir, ha kompren a rit ar frazenn-mañ? «tout contributeur qui dévoile des données personnelles d'un tiers est sanctionné d'un blocage immédiat.»? N'eo ket peogwir n'eus merour ebet amañ, ho peus da gendelc'her gant ho c'hoari.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Gen 2015 da 16:15 (UTC)[respont]

Ya, ya, evel-just Aogust. Bepred o randoniñ ar paotr Disi, 'm eus aon. Kement ha kompren, displegit din peseurt données personnelles am eus diskuilhet ??????!!!!!--Prieladkozh (kaozeal) 5 Gen 2015 da 16:34 (UTC)[respont]

Reolennoù ar wikipedia: «Si vous êtes témoin de la publication de données personnelles par une contributrice ou un contributeur, n'infirmez pas ou ne confirmez pas l'information.» Chom a rin feal d'ar poent-se daoust d'hoc'h atahinerezh. Deiz pe zeiz moarvat e vo merour pe verour prest da blediñ sirius gant an afer-se. Perak, forzh penaos, e c'houlennit an dra-se? gouzout a rit a-walc'h petra pe perak e skrivit an dra-mañ-tra.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Gen 2015 da 19:22 (UTC)[respont]
Peseurt atahinerezh ? Peseurt afer ? Bepred an hevelep c'hoarioù kozh ganeoc'h : merourien 'zo amañ ma ne fazian ket ha, m'o dije bet amzer a-walc'h (pe gentoc'h, ma ne vijent ket faezh gant ar memes sachoù-blev), e vijec'h e-maez ar jeu goude bezañ graet "Loen lous" ac'hanon ! Ha se n'em eus ankouaet ha ne rin biken ! Ma ne vijec'h ket, diehan hag en un doare diyac'h, o klask trouz ouzhimp bep tro ma vez skrivet un dra bennaket ganin pe gant an implijer Bianchi-Bihan e tavje an tabutoù raktal. Plijout a ra deoc'h kaozeal eus "brezelioù embann", ganeoc'h-c'hwi e vezont kroget ingal avat. C'hwi an hini eo a vez o c'hoari gant ar chimik a-raok mont d'ober ho kazh gleb dirak ar bomperien. Bet cheñchet ma savboent diwar ho penn, Aotrou Disi : n'oc'h ket drouk, n'oc'h ket noazus, dañjerus-eston ne lâran ket... Ya, dañjerus oc'h, klevout a rit, DAÑJERUS-ESTON !!!
Ur wech ouzhpenn : displegit din peseurt données personnelles am eus diskuilhet pe serrit ho peg !--Prieladkozh (kaozeal) 5 Gen 2015 da 20:21 (UTC)[respont]

Digablus, gwenn-sin eo eta ar re a zo bet o falstamall un den n'en doa biskoazh kemeret perzh er wikipedia. Divlam ar re a voulc'h ar brezelioù embann… Hag ar gerioù kant gwech gwashoc'h eget "loen lous" a oa bet taolet ouzhin a-raok a oa bet graet gant peseurt spered?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Gen 2015 da 20:45 (UTC)[respont]

Fent. Pezh ne larez ket eo em eus respontet. Ken an trede sizhun. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Gen 2015 da 04:41 (UTC)[respont]
Pelec'h emañ an daveenn goulennet? Graet em boa amañ [1].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Gen 2015 da 09:49 (UTC)[respont]

Edgar, wikipedour

kemmañ

Amañ : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Tierniezh&diff=1609939&oldid=1462717. Setu un den o klask c'hwezhañ an tan, ur wech ouzhpenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Gen 2015 da 07:40 (UTC)[respont]

Dañjerus-eston

kemmañ

«dañjerus oc'h, klevout a rit, DAÑJERUS-ESTON !!!» Un den dañjerus-eston a zo ac'hanon eta. Mat e vefe sklaeraat, da lakaat an implijerien all war ziwall. Dezhe da c'houzout ha da vezañ prest, ha din ivez. Piv 'oar, gouzout a reer e c'hall tud 'zo bezañ dañjerus hep gouzout dezhe.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Gen 2015 da 11:39 (UTC)[respont]

Aet e oan kuit da 20:22 dec'h : ne oa ket bet ouzhpennet ar frazenn Ya, dañjerus oc'h, klevout a rit, DAÑJERUS-ESTON !!! ganin-me, gant an IP 92.135.107.56 (dec'h da 20:55) ne lâran ket. Hag aes e vo da wiriañ ; ar pezh a dalv ez eus unan bennak all oc'h ober e c'henaoueg dre guzh !
Lennit mat : ez an da vont e darempred gant ma oberataer pellgomzerezh da c'hoût muioc'h hag, hervez ar respont a vo roet din e savin klemm ouzh an hini a zo pennkaoz da se. Trawalc'h bremañ !--Prieladkozh (kaozeal) 6 Gen 2015 da 12:23 (UTC)[respont]

Me gred eo difennet mont da fourdouilhañ e kaozioù ar re all: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia%3AKumuniezh%2FAn_davarn%2Fsizhunvezh_02%2C_bloaz_2015&diff=1609923&oldid=1609919. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Gen 2015 da 12:37 (UTC)[respont]
Un dra 'zo sur, ar frazenn «n'oc'h ket drouk, n'oc'h ket noazus, dañjerus-eston ne lâran ket…» a zo sinet. Neuze e c'hallit bepred sklaeraat.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Gen 2015 da 12:47 (UTC)[respont]

Kentañ tra : n'ho peus urzh ebet da reiñ da zen amañ ha ne welan ket petra zo kaoz e respontjen-me deoc'h o vezañ na respontit-c'hwi gwech ebet, pe e-biou, d'ar goulennoù a saver ouzhoc'h !

Eil tra : da gentañ-penn, emaon o vont da c'houlenn skoazell ar verourien da c'houzout muioc'h e-keñver an istor-se.

Trivet tra : e ken kaz ma chomfe difrouezh ma goulenn ha diwar ali ma oberataer pellgomzerezh ez in da archerdi nesañ ouzh ma chomlec'h da welet penaos ober war-dro perc'henn an IP 92.135.107.156. Emichañs n'emaoc'h ket 'ba'r jeu-se, a-hend-all, gwazh a se deoc'h !--Prieladkozh (kaozeal) 6 Gen 2015 da 13:08 (UTC)[respont]

Pevare tra : ma n'em bez ket ma c'hoant digant paotred kadarn an arme c'hall ez in da gaout ar Prezidant e-unan ! : frazenn ouzhpennet hiziv da 18:03 gant perc'henn an IP 128.199.176.233 !--Prieladkozh (kaozeal) 6 Gen 2015 da 18:13 (UTC)[respont]