Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 19, bloaz 2015

04/05/2015 — 10/05/2015 kemmañ

Skrivañ un dra bennak en naontekvet sizhun eus 2015 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h
 

This is a message from the 2015 Wikimedia Foundation Elections Committee. Translations are available.

Voting has begun for eligible voters in the 2015 elections for the Funds Dissemination Committee (FDC) and FDC Ombudsperson. Questions and discussion with the candidates for the Funds Dissemination Committee (FDC) and FDC Ombudsperson will continue during the voting. Nominations for the Board of Trustees will be accepted until 23:59 UTC May 5.

The Funds Dissemination Committee (FDC) makes recommendations about how to allocate Wikimedia movement funds to eligible entities. There are five positions on the committee being filled.

The FDC Ombudsperson receives complaints and feedback about the FDC process, investigates complaints at the request of the Board of Trustees, and summarizes the investigations and feedback for the Board of Trustees on an annual basis. One position is being filled.

The voting phase lasts from 00:00 UTC May 3 to 23:59 UTC May 10. Click here to vote. Questions and discussion with the candidates will continue during that time. Click here to ask the FDC candidates a question. Click here to ask the FDC Ombudsperson candidates a question. More information on the candidates and the elections can be found on the 2015 FDC election page, the 2015 FDC Ombudsperson election page, and the 2015 Board election page on Meta-Wiki.

On behalf of the Elections Committee,
-Gregory Varnum (User:Varnent)
Volunteer Coordinator, 2015 Wikimedia Foundation Elections Committee

Posted by the MediaWiki message delivery 03:45, 4 May 2015 (UTC) • TranslateGet help

Kraf yezh kemmañ

Tro am boa bet c'hoazh da venegiñ ar poent-mañ un toulladig mizioù 'zo, met evel ma kendalc'h hon den da vont da cheñch "ganet" e "bet ganet" hep reiñ gwech ebet tamm displegadenn ebet… Koulskoude war lec'hienn "Banque sonore des dialectes bretons", ma kaver enrolladurioù eus brezhonegerien a-vihanik eus pevar c'horn a Vreizh-Izel e kaver 97 gwech "ganet" ha gwech ebet "bet ganet", ar pezh a ya gant ar pezh a gaver gant Jules Gros "me a zo ganet e Lannuon" (2/173), "me a zo ganet ha maget e Tredraezh" (ibid.) pe gant Anjela Duval «ha va zad-kozh ’oa chomet e Roperz-Huon e-lec’h ma oa ganet, hag eno oa marvet da dremen pevar-ugent vloaz,» (Tad-kozh Roperz-Huon). 22 wech e kaver "ganet" en oberenn-se, gwech ebet gant "bet" («peogwir ’oa ganet va zad-kozh e 1822 hag e oa 28 vloaz pa oa dimezet», etc.). Mont a raje ivez moarvat da "reizhañ" Jarl Priel a skrive da skouer: «Ganet eo ar c'hrouadur all, ur paotr bihan ar wech-mañ, met allas ne oa ket lakaet dezhañ bevañ» (Va Buhez e Rusia, 1955, p.87), pe c'hoazh: «Daoust ha n'ae ket gant diegi d'ar c'hloerdi c'hwiltouzed ganet diwar varkizezed, dukezed ha me oar?» (ibid. p.132).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Mae 2015 da 11:27 (UTC)[respont]

« Ganet e oa bet Ifig Jacob d'an 23 a viz Meurzh 1925 e Rosko. [...]. » skrivet gant... Goulc'han Kervella ha degemeret gant skipailh Al Liamm da vezañ embannet e niverenn 409 ar gelaouenn. Ifig Jacob, kouer ha stourmer, Meurzh - Ebrel 2015, pajenn 75.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Mae 2015 da 06:33 (UTC)[respont]
Ne'm eus lavaret gwech ebet e oa fall an doare-se, ha ne gav ket din bezañ cheñchet gwech ebet an doare-se war ar WP, er c'hontrol deoc'h a ya da cheñch traoù eus ar reishañ hep reiñ displegadenn sirius ebet gwech ebet, ha ren brezelioù-embann da heul.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Mae 2015 da 08:07 (UTC)[respont]

Un tammig fosfor a yelo ganeoc'h marteze :--Prieladkozh (kaozeal) 7 Mae 2015 da 08:41 (UTC)[respont]

Ne welan tamm ebet pelec'h emañ an dalc'h gant ar pezh a zegasit en-dro aze, ha ne'm eus netra da cheñch ennañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Mae 2015 da 09:08 (UTC)[respont]

Kraf yezh kemmañ

Piv a c'hallo lavaret abaoe pegoulz eo krog ar c'hiz nevez-se (a glever mui-ouzh-mui er radio, a lenner mui-ouzh-mui er skridoù brezhonek, ha kresket an implij nevez 'zo war ar wikipedia brezhonek) d'ober gant stummoù adkevrennek (anv-gwan-verb + bet) pa ne vez ket ur beurdremened? N'eo ket en oberennoù Fañch an Uhel, Jul Gros pe Anjela Duval e vefe kavet seurt kemmesk. Setu amañ div skouer dastumet gant Frañsez Even e kornig-bro Landreger e deroù an XXvet kantved: Peder zumporellad lizetez a zo charreet Hor Yezh niv.260 (2009) p.24, & Roet a zo da grediñ dezhi ne deuje ket he breur d'ar gêr p.38. Lavaret *4 zumporellet lizetez a zo "bet" charreet pe *Roet a zo "bet" da grediñ dezhi… a dalvez koulz lavaret ar c'hontrol.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 8 Her 2014 da 09:29 (UTC)[respont]

Brezel embann er pennad R. Kelly kemmañ

[...]

Petra eo ar reolenn ? An daou stumm (ganet/bet ganet) zo degemerus, n'eo ket ? E peseurt degouezh e arverer unan kentoc'h eget egile ?--Gwendal (kaozeal) 16 Her 2014 da 09:31 (UTC)[respont]

[...]

?Petra eo an afer-se? Merkañ a ra ar Wikipedia eo skrivet ar frazenn a-us gant "Prieladkozh", ha sinet eo "Gwendal" (ur merour).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Mae 2015 da 11:47 (UTC)[respont]

Neptuegezh ha Lepenanchoniri kemmañ

Neptuegezh kemmañ

Ur skouer a neptuegezh d'ar re n'int ket : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Jean-Jacques_Audubon&type=revision&diff=1643799&oldid=1643798 Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Mae 2015 da 10:02 (UTC)[respont]

Lepenanchonourion kemmañ

Kinnig a ran, d'an dud a zo a-du gant ar gaoz vrav-mañ, embann o skoazell divrall d'an aotrou Trec'hlid Mitonet diouzhtu , rak dellezet mat eo:

Er bed m'emañ ar braz eus lennerien ar WP brezhonek o vevañ, d.l.e. an hini gallek, ha hini Frañs de gentañ, en devez alies-mat implij ar ger Étasunien, États-unien… un arliv dismegañsus pe enebus ouzh ar Stadoù-Unanet. Ingal e vez graet gantañ da skouer gant M. Lepen, Melenchon, Dupont-Aignan, Réseau Voltaire, Riposte Laique… hag a zo, souezhusat!, enebourien d'ar brezhoneg war ar memes tro. Pebezh skeudenn e vez taolet da lennerien WP ha d'an diavaez dre ober gant an termen-se! Goulennet e vez digant ar re a skriv war ar Wiki bezañ neptu. Evidon-me n'eo ket neptu ober gant ar ger-se, un termen ideologel eo.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Mae 2015 da 11:58 (UTC)

Evit aesaat an traoù, lavaromp diouzhtu eo a-du an holl, nemet ar re a lavaro bezañ a-enep evel-just.
Me avat, p'am eus un tamm poan o vont da harpañ ar seurt kegin flaerius (evit chom hep mont war ar memes pazenn prederouriezh ne larin ket e tenn rik d'an doare kammbrederiañ a lenner dindan pluenn an itron FMorvan, rak ne dalv ket gwelloc'h), a lavar krenn : daremprediñ ar C'hallaoued a venegit o anvioù n'eo ket yac'h d'ar spered, anat dimp holl. Ha seul anatoc'h bremañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Mae 2015 da 19:03 (UTC)[respont]

Pa ne sonjit ket eveltañ, setu piv oc'h dezhañ : http://www.agoravox.fr/actualites/societe/article/plaidoyer-pour-l-universalite-non-166612 .Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Mae 2015 da 19:26 (UTC)[respont]

Er bed m'emañ ar braz eus lennerien ar WP brezhonek o vevañ, d.l.e. an hini gallek, ha hini Frañs de gentañ, en devez alies-mat implij ar ger Étasunien, États-unien… un arliv dismegañsus pe enebus ouzh ar Stadoù-Unanet. Er bed emaon o vevañ ez eus meur a yezh, ouzhpenn ar galleg eta. Digoromp ar prenestroù, a lare Hemon. Amerikan a vefe neptu. Ken genaouek eo ar Suamerikaned ma n'o doa ket taolet pled. Amerikan evit ar Stadoù-Unanet a vefe neptu? N'eo ket ali kuzul skiantel an ofis ivez, war a seblant, a zegemer an daou c'her. Lepenanchonourien ivez? Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Mae 2015 da 09:30 (UTC)[respont]

N'emañ ket ar vrezhonegerien o vevañ e Suamerika. Setu amañ da skouer an diviz kemeret gant kumuniezh ar Wikipedia gallek e 2010: «En application de Wikipédia:Neutralité de point de vue, le terme « états-unien » et ses variantes orthographiques ne doivent pas être utilisés lorsqu'il est possible d'utiliser le terme « américain » à leur place.» [1].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 11 Mae 2015 da 11:21 (UTC)[respont]
N'eo ket an holl a vev ken tost ouzh renerien jakobin ar wiki gallek. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Mae 2015 da 12:36 (UTC)[respont]

Mennozhioù evit an treiñ? kemmañ

Ret eo din treiñ se: Convention thermidorienne e Brezhoneg. Mennozhioù? A galon--Dishual (kaozeal) 11 Mae 2015 da 08:46 (UTC)[respont]