Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 20, bloaz 2019
13/05/2019 — 19/05/2019
kemmañCeltic Knot/Cwlwm Celtaidd 2019
kemmañUr vodadeg gouestlet da Wikipedia er yezhoù keltiek a vo d'ar 4 ha 5 a viz Gouere, e Pennrynn, e Kerne-Veur.
Mar fell deoc'h gouzout hiroc'h, sellit ouzh Celtic Knot Wikimedia Language Conference 2019. Evit lakaat hoc'h anv da gemer perzh er vodadeg, e rankit ober a-raok ar 16 a viz Mae.
Pal ar vodadeg-se eo kaozeal diwar-benn Wikipedia er yezhoù keltiek, penaos mont war-raok ha kenlabourat. Renet e vo an traoù gant Mark Trevethan eus kuzul kontelezh Kerne-Veur ha Richard Nevell eus Wikimedia ar Rouantelezh Unanet, e Londrez. --Llydawr (kaozeal) 14 Mae 2019 da 06:40 (UTC)