Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 26, bloaz 2020

22/06/2020 — 28/06/2020 kemmañ

Skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhunvezh warn-ugent eus 2020 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Ur robot evit twitañ liamm ar pennadoù nevez kemmañ

Demat deoc'h, Mont a ra mat ganeoc'h holl, emichañs. Ur programmour en deus savet ur robot hag a vefe gouest da dwitañ liamm ar pennadoù nevez embannet en holl wikioù brezhonek en un doare emgefreek. Setu ur skouer https://twitter.com/Tornoz/status/737299512683864064 . Talvoudus e c'hallfe bezañ ur seurt ostilh rak gellout a raio bezañ gwelet evel bezañ ur "media" brezhonek nevez. Hervez ar pezh a lavare ar programmour e c'hallfe bezañ azasaet ivez evit gellout embann pennadoù e Facebook. Petra eo ho soñj deoc'h war ar fet ma 'vefe savet ur gont twitter hag ur bajennad Facebook gant ar gumuniezh Wiki-br evit ma c'hellfe bezañ embannet pennadoù evel-se? Setu daou anv d'ar pajennoù am eus soñjet enno: "Wiki-keleier" pe "Keleier ar Wikioù" (an eil anv a gavan bravoc'h d'am skouarn). A galon ganeoc'h. --Iriep (kaozeal) 24 Mez 2020 da 11:48 (UTC)[respont]