Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 27 bloaz 2009
06/07/2009 — 12/07/2009
- skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhun warn-ugent eus 2009 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
D'an 9 a viz Gouere 2009 ez eus 27 000 pennad savet er Wikipedia brezhonek. --Llydawr 9 Gou 2009 da 10:18 (UTC)
- Enor d'ar grouerien ha d'ar paotr Gouerouz en deus sachet ar c'harr war-raok. Bianchi-Bihan 9 Gou 2009 da 23:23 (UTC)
- Hopala, trugarez vras evit an enor !
'oaran ket re pelec'h lakaat ma c'hemennadenn, michañs ne vo ket lec'hiet a-dreuz amañ en davarn. Evit an dud dedennet ha barrek war-se e karjen vefe roet un anv brezhonek da loened 'zo : stlejviled ar c'herentiad Scincidae, anvet Skink e saozneg ha Scinque e galleg (en darn vrasañ eus ar yezhoù all e seblant bezañ tost ouzh skink ivez). Evit poent n'on ket deuet a-benn da gavout meneg ebet anezhe em dielloù/geriadurioù. Ma kav ub o anv meneget un tu bennak, trugarez da lâret din. Mod all, dindan peseurt anv vefont lakaet amañ e bzg ? Kinnig a rafen a-walc'h Skink/Skinked met ne gav ket din 'm eus da gemer an diviz-se ma-unan. --Gouerouz 12 Gou 2009 da 09:16 (UTC)
Merourien
kemmañN'eus merour ebet ken war ar wikipedia-mañ?--Gwendal 12 Gou 2009 da 20:29 (UTC)