Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 32 bloaz 2008
04/08/2008 — 10/08/2008
- skrivañ un dra bennak en eil sizhun ha tregont eus 2008 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Perak n'eus ket tu sevel pennadoù penngerioù (hag adkasoù eeun) gant an anvioù-gwan? Ar gwir diforc'h etre un holloueziadur hag ur geriadur yezh
kemmañSeblantout a ra da Bianchi-Bihan em eus klasket sevel difenn ma vo savet pennadoù gant an anvioù-gwan. Gwir ha faos eo. Hervezon e vez treuzkomprenet ar reolenn "Ne c'hell ket Wikipedia bezañ ur geriadur". N'eo ket bet savet evit difenn ma vo silet fedoù yezh er pennadoù. N'eus harz ebet d'an dra (an droad bezañ kelennet war bep tra o deus ar wikipedourien), nemet d'al lennusted ha seul vui ma teu displegadennoù a-feson. Ha pa vez savet ur wikeriadur e tleer kavout ennañ pennadoù savet hervez reolennoù frammañ startoc'h a ya gant ar geriadurioù yezh (urzh rekis ar ranbennadoù ha berrded relativel an displegadurioù).
En hollouezadurioù, dre un emglev degemeret koulz el levrioù moulet hag e-barzh kazi an holl wikioù, ne vez ket termenet war-eeun evel penngerioù (= titloù ar pennadoù) nag an anvioù-gwan nag o amezeien, an adverboù, pa vez kavet ar stagelloù er wiki saoznek koulskoude.
Evel titloù ar pennadoù digejañ hag e-kreiz ar pennadoù e tleer kavout an anvioù-gwan termenet buan ha skoueriet hag ul liamm a gas d'an anv(ioù)-kadarn kar dezho (ha d'ar wikeriadur pa vez tu). Ha dre ma 'z eus da sevel ar pennadoù digejañ-se eo risklus adkas eus un anv-gwan d'un anv-kadarn war-eeun.
--Ch. Rogel 4 Eos 2008 da 21:16 (UTC)