Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 41, bloaz 2010

11/10/2010 — 17/10/2010

Skrivañ un dra bennak er c'hentañ sizhun ha daou-ugent eus 2010 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Pennad pouezus, siwazh ar meneg "o treiñ ar pennad emeur" a zo aze abaoe ouzhpenn bloaz hep tamm cheñchamant ebet hag ur bern saozneg a zo er pennad, ar pezh n'eo ket gwall sirius e-keñver an diavaez. Meur a ziskoulm a c'hallfe bezañ:

  • d'an hini en devoa lañset ar pennad (pe da unan all) da genderc'hel gant al labour treiñ;
  • skarzhañ ar saozneg (berroc'h 'vo!);
  • d'an holl re a oar saozneg madik amañ d'ober pep a 3 pe 4 fennad da gas an erv da benn.--Trec'hlid mitonet 12 Her 2010 da 08:20 (UTC)[respont]
Spontus a-walc'h eo ar rummad-se da welet (Rummad:Pennadoù da dreiñ e brezhoneg). Kregiñ a ra darn da dreiñ pennadoù ha lezel mik an traoù e-skourr (ha c'hoazh n'emaint ket renablet holl aze). Ur sapre labour c'hwennat a vefe d'ober.--Trec'hlid mitonet 12 Her 2010 da 10:30 (UTC)[respont]
An hini diwar-benn Iron Man a vo diaes da beurechuiñ, nemet ma oar unan bennak penaos lavarout "exosquelette" e brezhoneg. --Ex-Smith 12 Her 2010 da 12:19 (UTC)[respont]
ur perifrazenn da c'hortoz ne ve ket mat, evel "e eskern dezhañ war-c'horre e gorf"?Bianchi-Bihan 12 Her 2010 da 14:04 (UTC)[respont]
skeledenn a gaver alies e-barzh hor WP, neuze eksoskeledenn? --Trec'hlid mitonet 12 Her 2010 da 14:08 (UTC)[respont]

Kinnig

kemmañ

Seul wech ma kaver ur pennad ar seurt-se

  • pe tennañ an tammoù gallek pe saoznek ma n'int ket kuzhet ha ma n'emañ al labourerien staget ganti war-dro?
  • pe kuzhat anezho

ha lakaat "labour diechu" warne e lec'h? Bianchi-Bihan 12 Her 2010 da 14:04 (UTC)[respont]

Ne c'hell ket chom da viken an tammoù-se er pennadoù (pouneraat a ra ar pennadoù ha dilennus eo tarzh an destenn). Neuze ma n'eo ket bet kemmet pe troet ar pennadoù abaoe ur bloaz e c'houlennan ma skarzhfemp an tammoù.--Gwendal 13 Her 2010 da 14:06 (UTC)[respont]
Klaskomp bezañ sklaer:
  • ma emaomp o komz eus ar pennadoù ma weler tammoù chomet da dreiñ, n'eus nemet tennañ,
  • ma emaomp o komz eus tammoù kuzhet chomet da dreiñ ne welan ket piv zo direnket.

Marteze ne vije ket fall ivez ober evel en holl wikipediaoù ma klasker lakaat un tamm kenlabour ha kenemglev : kemenn d'an dud o deus dilezet tachenn pe dachenn e c'hallfent dont da echuiñ al labour. Evel-just n'eo ket difennet reiñ skoaz pe dorn dezho. Bianchi-Bihan 13 Her 2010 da 15:36 (UTC)[respont]

An traoù kuzhet manet da dreiñ a vez torr-penn pa labourer war an tarzh, dreist pep tra pa vez mesket gant traoù troet c'hoazh. Evit ar c'henlabour hag ar c'henemglev; a-du-kaer, kredet em boa kinnig an dra-se nevez zo (gw. a-us Priz Nobel ar Peoc'h [1]). Ma vije bet an holl re a oar saoznek da dreiñ frazenn pe frazenn eus ar pezh a zo a-dal da bep loread, e vije aet ar pennad-se hag ar WP brezhonek war-raok (framm labour ur sizhun a c'hallfe bezañ bet). Betek-henn eo manet peuzdirespont ar c'hinnig-se.--Trec'hlid mitonet 13 Her 2010 da 17:12 (UTC)[respont]

Seurtoù yer

kemmañ

Peseurt ger lakaat ? Gouenn, spesad , re strizh pe re ledan, cf. yer Hergnies . Trugarez. A galon. Kadbzh 12 Her 2010 da 17:09 (UTC)[respont]

"Gouenn" da'm soñj. Ur Rummad:Gouennoù chas hon eus dija. E yezhoù all e reer gant ur ger kevatal evit ar yer, ar saout pe ar chas ("race" e galleg, "Rasse" en alamaneg, "raza" e spagnoleg). --Llydawr 12 Her 2010 da 19:04 (UTC)[respont]
OK. Trugarez. Kadbzh 12 Her 2010 da 20:09 (UTC)[respont]

Kit d'ober un dro. Bianchi-Bihan 16 Her 2010 da 09:48 (UTC)[respont]

Petra resis peus c'hoant da ziskouez ? --Y-M D (kaozeal) 17 Her 2010 da 20:54 (UTC)[respont]