Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 43 bloaz 2007

22/10/2007 — 28/10/2007

skrivañ un dra bennak en trede sizhun ha daou-ugent eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Kudenn ar gwirioù

kemmañ

Savet em eus war bajenn Benoni (Kaozeadenn) kudenn ar gwirioù aozer a c'hellfe bezañ liammet d'un nebeud kanaouennoù brezhonek a zo bet kaset war ar wiki-mañ.

Respontet en deus Benoni evel-se :

N'ouzan ket re... D'am soñj n'eo ket ken dañjerus ar reolenn-se e bed ar brezhoneg hag e hini ar galleg. Ma vez goulennet digant unan bennak tennañ ur pennad e vo graet, met mod all ne gred ket din e vije da vezañ re trekamardet... Evel-just, ma ouezez ez eus gwirioù war ur ganaouenn bennak, e c'hellez he diverkañ.  Benoni (Kaozeadenn) 22 Her 2007 da 16:53 (UTC)[respont]

Ne c'hell ket ar vrezhonegerien chom hep teurel evezh ouzh an dra-se war ar wikipedia :

  1. Ur reolenn strizh eo war ar wikipedia ha skrivet e brezhoneg e fin ar pajennoù aozañ (dindan ma lagad hag lakaet elizherennoù druz emañ just)
  2. M'eo posubl moulañ un destenn hep kaout ar gwirioù e kelaouenn pe gelaouenn vrezhonek nebeut lennet (mil a zo nebeut), n'eo ket memestra evit ul lec'hienn Internet
  3. Setu ar reolenn : ar gwirioù zo miret gant an hêred e-pad 70 bloavezh + amzervezhioù ar brezelioù (4 + 5 bloavezh evit an daou vrezel-bed) adalek marv an aozer/oberour. Da skouer, p'eo bet marvet Roparz Hemon e 1978 e kouezho e oberenn en domani foran war-dro ar bloavezh 2053 (70 + 5). Evit Y. B. Kalloc'h marvet e 1917 (ar c'haoz a zo bet war "Me zo ganet e kreiz ar mor") e c'hellfe bezañ echuet ar gwirioù adalek 1993, met marteze int bet hiraet p'en deus bet lazhet war an talbenn.
  4. Dre vras eo echuet gwirioù evit an oberourien (hag aozerien) marvet a-raok ar Brezel-bed kentañ sur ha lakaomp 1920/1925.
  5. Meur a ganaouenn anavezet gant meur a zen a zo bet savet gant un den, ur beleg aliesik a-walc'h. N'o deus ket ar veleien diskennidi eeun, met hêred o deus koulskoude.
  6. Bez ez eus lec'hiennoù saoznek gouestlet da renabliñ ar gwirioù aozer. Ret e vefe soñjal m'eo posubl ober an dra-se war ar wiki-mañ (ouzhpennañ ar meneg-se e pennadoù dwb an oberourien d'an nebeutañ).
    --Ch. Rogel 22 Her 2007 da 19:47 (UTC)[respont]

Kendiviz reolata kloz

kemmañ

Ar c'hendiviz reolata war anvioù-tud a zo kloz. Gallout a rit kavout an disoc'h amañ, hag ar reolennoù nevez amañ. 9 implijer o deus kemeret perzh er vot, an darn vrasañ eus kenlabourerien reoliek wikipedia. An holl bennreolennoù nevez a zo bet degemeret gant 2/3 eus ar re o deus roet o soñj d'an nebeutañ. Trugarez eta d'an holl re o deus kemeret perzh er c'hendiviz reolata-mañ.   Benoni (Kaozeadenn) 24 Her 2007 da 22:44 (UTC)[respont]

Ober a rafen un tamm diforc'h etre ar reolennoù dre vras, hag an implij anezho a vo graet war-lerc'h. Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 01:14 (UTC)[respont]
6 gwech e welan skrivet Diviz kemeret da 80% eus ar mouezhioù. Gallek eo an droienn evel-just, e brezhoneg e vez graet an traoù gant an dud.
Pedomp evit ma ne vo ket graet heñvel gant anvioù ar paourkaezh pibien. Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 01:53 (UTC)[respont]

Un tamm sikour d'hon mignoned ag ar Wiki gallek

kemmañ

Les costumes à identifier Klaod. Kadbzh 25 Her 2007 da 19:50 (UTC)[respont]

Goulenn digant an arbennigour Archeos: [[1]]. Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 01:11 (UTC)[respont]

Archeos

kemmañ

Aet war e leve, m'eus aon ... :-)))) A galon. Klaod. Kadbzh 26 Her 2007 da 07:43 (UTC). Ma c'houlennez digant Benoni goulenn digant e vignon Ludo e c'halli gouzout hiroc'h: met d'am soñj en deus brazezet ur plac'h hag a laka anezhañ d'ober war-dro ar c'hrouedur. Bianchi-Bihan 26 Her 2007 da 09:02 (UTC)[respont]

???  Benoni (Kaozeadenn) 26 Her 2007 da 09:44 (UTC)[respont]

Wikimammenn ha wikiarroud war raok atav

kemmañ

Wikimammenn ha wikiarroud a gendalc'h da vont war-raok:

N'emaomp ket a-walc'h siwazh o labourat war ar raktresoù-se evit ma vijent ofisielaet. Trugarez eta evit an holl re a c'hello sikour, paneveken o sevel ur pennad ar sizhun, o tifaziañ ar pennadoù bet savet dija, hag all.--  Benoni (Kaozeadenn) 27 Her 2007 da 17:26 (UTC)[respont]

Robinhood

kemmañ

Evit ar re o doa keuz eus Robin Hood, setu ar forom krouet gantañ hag un nebeut tud a soñj eveltañ, e lec'h ma tispleg eo ret deviñ tout ar skridoù chimik (dle, tout oberenn Roparz Hemon evit kregiñ mat) : bretonpopulaire. Doujañ a ra kement d'ar brezhoneg poblek ar forom-se ma z'eo koulz lavaret pep tra e galleg  . Da lenn: an eskemmoù etre Wojtek ha Robinhood/Céline er Gal...  Benoni (Kaozeadenn) 28 Her 2007 da 13:32 (UTC)[respont]

Opala, n'é ket hemañ an-heni n-eus krouet ar forom-mañ. Plij a ra deoc'h liwo geier d'an dud ? Diwar-benn breton guéned an-heni oa de gentañ toud, ha bet krouet ga'd ar paotr n-eus krouet ar sit Breton Guéned mèm mod. Bremañ zo kaos deuh traoù a beb sort zo toud en ene ouzh-penn ewid breton guéned, ha ni zo brezhonegerien toud ahanomp forzh pesse mod, kenkoulz vèl gallegerien : N'omp ket nec'het é skrivo en brezhoneg pe en galleg. Mad an dow. Gurvan