Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 45, bloaz 2016

07/11/2016 — 13/11/2016 kemmañ

Skrivañ un dra bennak er pempvet sizhun ha daou-ugent eus 2016 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Treiñ ar ger saoznek "sequel" e brezhoneg ? kemmañ

Demat d'an holl, Alioù zo ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 10 Du 2016 da 11:13 (UTC)[respont]

Ha heuliad a vefe diouzh ho toare ? "Heuliad en niverenn a zeu", meneget e geriadur Martial Ménard, p. 1281, bann kleiz. --90.32.117.233 10 Du 2016 da 19:55 (UTC)[respont]

Ne gav ket din e klotfe gant talvoudegezh ar ger "sequel" ; marteze emaon o faziañ avat.--Prieladkozh (kaozeal) 11 Du 2016 da 08:06 (UTC)[respont]

Evit treiñ ur ger, ne vern pehini, e vefe ret gouzout e petore frazenn eo implijet, a-hend-all n'haller nemet martezeañ. Diouzh a ouzon e talvez peurvuiañ kement a heuliad. A-wechoù goudeefed? Roud? Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Du 2016 da 08:37 (UTC)[respont]
Heuliad a dro sequel, suite (ar pezh hag a zeu war-lerc'h) ha consequence (ar pezh hag a zo deveret) ; droukheuliad a dro sequel pa gomzer eus an nammoù hag a zeu diwar ur c'hleñved pe ur gwallzarvoud.
E bed ar sinema
Heuliad a dro sequel (un eil film a gont ar pezh a c'hoarvez goude ar fim kentañ).
A-raok sequel e teu prequel, hag a zo ur ger nevez-c'hoveliet (pre- + sequel) da envel ur film a gont ar pezh a zo c'hoarvezet a-raok ar film kentañ, evel er stirad filmoù (ha n'eo ket an "heuliad" filmoù) Star Wars.
Penaos treiñ ar ger saoznek nevez-se ? Prequel eo chomet en darn vrasañ eus ar yezhoù ; precuela e spagnoleg ; préquelle (pre- + [sé]quelle) e Bro-C'hall hag antépisode e Kanada ; *rakdanevell a zerefe, diwar skouer Kanada, peogwir e klot gant ar sinema hag al lennegezh (prequels zo ivez el lennegezh) ; kinnig ebet gant TermOfis. — Lagad Zoltec (kaozeal) 11 Du 2016 da 10:40 (UTC)[respont]

Trugarez deoc'h (ho-tri evel-just). A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 11 Du 2016 da 10:50 (UTC)[respont]

Salud, Un dra bennaket a ya a-dreuz pa glasker "Garrulus glandarius" dre ma vezer kaset da g"Kegin (evn)" ! Bezañ ez eus eus ur pennad diwar-benn ar spesad Garrulus glandarius koulskoude : Kegin-derv. N'eo ket gwall aes dibab ar c'holo diouzh ar greun e-touez ar pennadoù gouestlet d'an evned, 'vat !... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 12 Du 2016 da 10:32 (UTC)[respont]

Kinnig a ran lemel an adkas-se, lakaet e miz Mezheven 2009 gant an implijer Gouerouz. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Du 2016 da 13:22 (UTC)[respont]
Renket eo. --Llydawr (kaozeal) 14 Du 2016 da 08:01 (UTC)[respont]
Trugarez.--Prieladkozh (kaozeal) 14 Du 2016 da 08:43 (UTC)[respont]

Password reset kemmañ

I apologise that this message is in English. ⧼Centralnotice-shared-help-translate⧽

We are having a problem with attackers taking over wiki accounts with privileged user rights (for example, admins, bureaucrats, oversighters, checkusers). It appears that this may be because of weak or reused passwords.

Community members are working along with members of multiple teams at the Wikimedia Foundation to address this issue.

In the meantime, we ask that everyone takes a look at the passwords they have chosen for their wiki accounts. If you know that you've chosen a weak password, or if you've chosen a password that you are using somewhere else, please change those passwords.

Select strong passwords – eight or more characters long, and containing letters, numbers, and punctuation. Joe Sutherland (kaozeal) / MediaWiki message delivery (kaozeal) 13 Du 2016 da 23:59 (UTC)[respont]

Adding to the above section (Password reset) kemmañ

Please accept my apologies - that first line should read "Help with translations!". Joe Sutherland (WMF) (talk) / MediaWiki message delivery (kaozeal) 14 Du 2016 da 00:11 (UTC)[respont]