Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 50, bloaz 2023
11/12/2023 — 17/12/2023
kemmañ- Skrivañ un dra bennak en hanterkantvet sizhun eus 2023 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
E roched·hiviz ur wikipedour·ez / Raktres gant liseidi divyezhek Lannuon
kemmañDemat deoc'h,
Gant kelennerien eilvet klas lise an Danteg e Lannuon emaomp o sevel ur raktres pennadoù Wikipedia. Ma vefe ur wikipedour·ez gant skiant prenet prest da zont ha da ginnig Wikipedia e brezhoneg er c'hlas, vefemp laouen d'ho tegemer. Ar gwener beure e vo ar c'hentelioù, adalek Genver betek penn kentañ Meurzh. Setu ! Trugarez. Steffi ar C'hoajou (kaozeal) 12 Kzu 2023 da 10:15 (UTC)
- Demat dit,
- Ur raktres brav eo, ne c’hellin ket dont avat. Gant ar spi e kavi unan bennak. Huñvreüs (kaozeal) 12 Kzu 2023 da 12:16 (UTC)
- Demat tudoù
- En em respont a ran evit sevel ur goulenn d'ar gumuniezh… Evit ar raktres gant al liseidi e vo ret dezho krouiñ kontoù.
- Setu perak e vefe brav liammañ an destennig ruz (evit poent) "sikourit ac'hanon da zibab" war bajenn "krouiñ ur gont nevez" d'ur bajenn a zo dija Anv implijer/ez. Siwazh n'on ket teknikel a-walc'h evit se. Piv c'hallo ober al liamm etre an div bajenn neuze ? Trugarez deoc'h ! Steffi ar C'hoajou (kaozeal) 18 Gen 2024 da 11:12 (UTC)
(New) Feature on Kartographer: Adding geopoints via QID
kemmañSince September 2022, it is possible to create geopoints using a QID. Many wiki contributors have asked for this feature, but it is not being used much. Therefore, we would like to remind you about it. More information can be found on the project page. If you have any comments, please let us know on the talk page. – Best regards, the team of Technical Wishes at Wikimedia Deutschland
Thereza Mengs (WMDE) 13 Kzu 2023 da 12:31 (UTC)
Video — ober gant Wikidata
kemmañSetu amañ ur videoig a ziskouez penaos e vez graet gant Wikidata, diwar skouer pajenn John Browning. Gallout a rit sellout ouzh ar video e skramm leun, aesoc’h e vo lenn. @Fanchigo, Skoboldi, ha Dakbzh: gallout a rit lavarout din ha sklaeroc’h emañ an traoù bremañ. Huñvreüs (kaozeal) 13 Kzu 2023 da 19:22 (UTC)
- Sklaeroc'h an traoù ya ! Trugarez dit.
- Hag un "tuto" a gaver en un tu bennak evit aozañ an taolennoù, an "infobox", ha penaos enlakaat anezhe prop en ur bajenn ? Trugarez evit da skoazell adarre. Fanchigo (kaozeal) 13 Kzu 2023 da 20:46 (UTC)
- Siwazh n’eus ket eus ur bajenn sikour eus ar seurt-se. Gallout a rez mont da welout an hini c’hallek, pe krouiñ un infobox diwar skouer unan a zo anezhañ dija, pe er wiki-mañ, pe en ur wiki all. Huñvreüs (kaozeal) 14 Kzu 2023 da 09:15 (UTC)
- Lenn a rin ar bajenn e galleg, trugarez dit. Fanchigo (kaozeal) 14 Kzu 2023 da 12:09 (UTC)
- Siwazh n’eus ket eus ur bajenn sikour eus ar seurt-se. Gallout a rez mont da welout an hini c’hallek, pe krouiñ un infobox diwar skouer unan a zo anezhañ dija, pe er wiki-mañ, pe en ur wiki all. Huñvreüs (kaozeal) 14 Kzu 2023 da 09:15 (UTC)