Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 51 bloaz 2008
15/12/2008 — 21/12/2008
- skrivañ un dra bennak en c'hentañ sizhunvezh ha hanter-kant eus 2008 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Lezet 'm eus a-gostez ar wiki brezhonek e-pad un nebeut mizioù ha setu ma kendalc'h Bianchi-Bihan plantañ e reuz. Chom a ran start gant ma arguzennoù evit ober un dispartiañ etre an embann hag an embannerezh. Skrivet em eus tregont bloaz zo ne oant ket prest ar re a ra war-dro an embann brezhonek ober an diforc'h etre al lennegezh hag an embann.
Ma vo pouezet war ar prosesuz, ne vo ket tu o veskañ. Ha c'hwi o peus studiet spis an embannerezh vrezhonek? Skrivet o peus warni?
A-hent-all, ne welan ket penaos e c'hellfe u ger degas brud fall d'an holl wiki. Ken sakr eo ar brezhoneg ma ne c'hell gouzañv kemmadur ur ger? Gerioù nevez (nebeut) a zo er wiki brezhonek ha gerioù nevez all a vo evit deskrivañ traou nevez evel jus hag un dra nevez eo studiañ an embannerezh e brezhoneg. --Ch. Rogel 18 Kzu 2008 da 23:37 (UTC)
- Ma kompren unan bennak eus petra ez eus kaoz, plijet dezhañ lavaout din.
- A-hend-all n'eo ket aotreet an tagadennoù personel, ha me gave din e oa d'ar verourien da reiñ ar skouer vat. Bianchi-Bihan 19 Kzu 2008 da 04:03 (UTC)
- Ma komprenan un dra bennak el linennoù uheloc'h n'eo ket plijet Rogel gant div linenn skrivet ganin e-barzh Kaozeadenn Rummad:Embannerezh vrezhonek. Ne raen nemet lavarout ar memes tra evel Fulup. Abaoe 2005 n'eo ket bet gouest da reizhañ e fazi. Ha dre ma'z eo merour ne ya merour all ebet da skubañ war e lerc'h, evel ma lavare n'ouzon ket piv. Bianchi-Bihan 19 Kzu 2008 da 07:08 (UTC)