Wikipedia:Margodenn

Politikerezh ofisiel


Degemeret eo bet ar bajenn-mañ evel unan eus politikerezhioù ofisiel ar Wikipedia brezhonek. Asantet eo en un doare ledan gant kenlabourerien ar raktres, hag ez eo ur reolenn a rankfe bezañ heuliet gant holl implijerien ar raktres. Trugarez deoc'h eta da chom hep embann ar bajenn-mañ hep bezañ gwiriekaet en a-raok e touj ho kemmoù d'ur c'henemglev ledan. Ma n'oc'h ket sur, lakait ho soñjoù kentoc'h war ar bajenn gaozeal da gentañ.


Pennaennoù ha politikerezhioù diazez


Tennañ a ra ar pennad-mañ da bennaennoù diazez ar Wikipedia.
Mat eo d'an holl implijerion/ezed o anaout, o c'hompren ha doujañ dezho.



Margodenniñ


E berr gomzoù

kemmañ

  Difennet eo d'an den implijout meur a gont evit reiñ da grediñ ez eus meur a implijer o skrivañ, gant ar soñj reiñ muioc'h a bouez d'un tem bennak a dabuter diwar e benn, da votiñ a-du pe a-enep tra pe dra, pe da vont e-biou d'ur gont bet stanket. Difennet eo goulenn ouzh tud anavezet gant an-unan krouiñ kontoù a-ratozh-kaer evit sevel a-du gant an-unan pe evit levezoniñ dibaboù stroll ivez.

Digoradur

kemmañ

"Margodennoù" a reer eus anvioù an iskontoù disheñvel gant bep a anv disheñvel a ra ur Wikipediour/ez ganto. Erbedet eo d'an implijerien chom hep margodenniñ, da lâret chom hep krouiñ meur a gont, kuit da vezañ anavezet, nemet evit abegoù arbennik a c'haller displegañ a vefe.

Goulenn a reer ouzh an holl implijerion/ezed chom hep krouiñ meur a gont evit ma vefe reizh disoc'h an dilennadegoù ha votadegoù all hag ivez evit gallout lakaat e pleustr stankadennoù evit gwareziñ ar raktres pa sav reuz.

N'eo ket difennet krouiñ meur a gont met difennet groñs eo o implijout evit margodenniñ, da lâret eo ez-strizh evit hañvalout bezañ meur a den a-benn pouezañ war an divizoù kemeret war ar Wikipedia en un doare direizh.

Pa vez krouet meur a gont gant ar memes implijer/ez e c'houlenner oute sevel liammoù etre ar c'hontoù-se en ur lakaat sklaer piv eo an implijer/ez kiriek dezhe.

Diorroadur

kemmañ

Abegoù evit stankañ lieskontoù

kemmañ

Dre ret e vo stanket diouzhtu gant ur merour hep tamm rakkemenn ebet al lieskontoù (meur a gont dindan kiriegezh an hevelep implijer/ez) seul wezh ma vo implijet ar c'hontoù-se evit margodenniñ. Stanket e vo an holl iskontoù ha stanket e c'hello bezañ ar gont pennañ ma vez ret ivez.

Mar kav d'un implijer/ez bennak ez eus bet implijet lieskontoù evit margodenniñ e ranko displegañ e abegoù dre mont e darempred gant unan eus ar verourion war-eeun pe dre leuskel ur c'hemenn war ar bajenn-mañ: Goulenn ouzh ar verourion.

A-wezhioù n'eo ket sklaer piv a zo a-drek d'ar gont-mañ'r-gont ha ma sav ur gudenn diwar implij didereat lieskontoù e c'hello ar verourion goulenn goût petra eo ar chomlec'h IP implijet gante reked gwiriekaat identelezh un implijer/ez (Notenn: betek-henn n'eus implijer/ez ebet war ar Wikipedia e brezhoneg ganti/añ ar galloud-se, abalamour da se eo ret mont da c'houlenn war al lec'hienn-mañ war ar Wikipedia e saozneg).

Implijoù difennet evit lieskontoù

kemmañ

Daoust ha ma vez erbedet ouzh an implijerion/ezed chom hep krouiñ meur a gont (lieskontoù) n'eo ket difennet en ober. Difennet eo implijout lieskontoù evit kas da benn oberoù hag a savfe a-enep da reolennoù ha pennaennoù mont-en-dro diazez ar Wikipedia avat.

Votadegoù hag argerzhadurioù kenasant all

kemmañ

Evit tizhout kenemglevioù hag ivez evit votiñ en dilennadegoù pe er mouezhiadegoù all hag en holl ergerzhadurioù ma vez klasket goût savpoent pe ali an implijerion/ezed e ranker doujañ war ar Wikipedia d'ar bennaenn diazez "un den = ur vot". Difennet-groñs eo neuze implijout lieskontoù evit lakaat seurt argerzhadurioù da vont war un tu bennaket en un doare direizh.

Ouzhpenn bezañ difennet implijout lieskontoù evit mouezhiañ meur a wezh eo difennet ivez o implijout evit ma hañvalfe e savfe muioc'h a dud a-enep pe a-du gant ur savpoent pe un ali resis.

Klask labourat dre guzh

kemmañ

Arabat implijout lieskontoù evit klask kuzhat ouzh ar gumuniezh peseurt labour a vez kaset da benn gant peseurt implijer/ez. Ar gwir o deus an impliejrion/ezed all da gompren peseurt labour a vez graet gant an implijerion/ezed all ha rankout a ra pep hini bezañ kiriek evit al labour kaset da benn gantañ/i, da skouer ar pennadoù boulc'het gantañ/i, ar pennadoù bet kemmet gantañ/i hag an evezhiadennoù bet graet gantañ/i war ar pajennoù kaozeal.

Kontoù fur ha kontoù reuz

kemmañ

Difennet-groñs eo krouiñ lieskontoù a-ratozh-kaer evit plantañ reuz (kont reuz) dindan un anv all disheñvel diouzh hini ar gont pennañ implijet evit kas da benn all labour a-feson a-hend-all war ar raktres (kont fur). Difennet-groñs eo ivez d'ar verourion sevel seurt kontoù evit galloud kemer perzh en un tabut keit ha ma klaskont merañ an tabut-se en ur hañvalout chom neptu.

Klask mont e-bioù da stankadennoù

kemmañ

Lakaet e vez da dalvezout ar politkerezhioù ofisiel dre implijer/ez ha n'eo ket dre gont. Stanket e c'hello bezañ ar gont pennañ ma implijer lieskontoù a-benn klask mont e-bioù d'ur stankadenn bet lakaet war an implijer/ez-se evit abeg pe abeg.

Lieskontoù merañ

kemmañ

Difennet eo d'ur merour bennak krouiñ lieskontoù gante gwirioù merañ. Bez e c'hellont krouiñ lieskontoù evit ober an diforc'h etre o labour evel merourion hag o labourioù all war ar raktres evel implijerion voutin met n'hall bezañ o galloudoù merañ stag ouzh unan eus o c'hontoù war un dro nemetken. Pa vez krouet lieskontoù gant merourion e vez erbedet oute, muioc'h c'hoazh evit ouzh ar re all, disklêriañ e vez implijet ar c'hontoù-se gant ar memes den ha sevel liammoù sklaer kenetreze.

Implijoù dereat evit lieskontoù

kemmañ

Daoust ha ma vez erbedet ouzh an holl chom hep krouiñ lieskontoù dre vras, bez' e c'heller krouiñ hag implijout lieskontoù evit kas da benn palioù dereat.

Isrannañ al labour ha surentez

kemmañ

Bez' e c'hell un implijer/ez kaout c'hoant isrannañ al labour kaset da benn gantañ/i war ar Wikipedia dre grouiñ lieskontoù evit meur a abeg :

  • evit kas da benn labour war un dachenn resis ma vez labouret kalz warni en ur implijout ur gont disheñvel evit al labourioù war tachennoù liesseurt all;
  • pa vez laeret o zoupin gante;
  • evit kas da benn labour war un dachenn m'emañ brudet an implijer/ez-se evel un arbennigour warni evit gallout ober an diforc'h gant labourioù all kaset da benn gantañ/i war tachennoù all n'emañ ket ur mailh warne evit ma ne savfe ket divrud war e benn pe war he fenn e-keñver o labour arbennigour/ez;
  • evit chom neptu pa vezer o labourat war temoù tabutus evit ma ne gredo ket d'an dud all int temoù a denn outañ/i ez-personel

Bevennañ ha sioulaat tabutoù

kemmañ

A-wezhioù e vez krouet hag implijet lieskontoù evit mont e-bioù da dabutoù war un dachenn bennak hag a c'hellfe sevel diwar o identelezh pe evit chom hep bezañ taget koulz war ar Wikipedia pe er-maez eus ar raktres. Bez' e c'hell un implijer/ez enrollet ober ar memes tra dre dilugañ ha neuze labourat war un dachenn resis evel un implijer/ez dianav evit labourioù berrbad. Arabat avat implijout seurt doareoù evit hañvalout bezañ un implijer7ez disheñvel evit margodenniñ.

Robotoù

kemmañ

Erbedet e vez ouzh implijerion/ezed bet krouet robotoù gante sevel kontoù a-ratozh-kaer evit pep robot disheñvel diouzh o c'hontoù-implijer/ez personel evit gallout heuliañ gwelloc'h ha reizhañ an oberoù kaset da benn gant ar robotoù o-unan.

Kontoù doppelganger'

kemmañ

Aotreet eo krouiñ meur a gont gante anvioù-implijer/ez heñvel ouzh hini un implijere/ez evit herzel ouzh implijerion/ezed all d'o c'hrouiñ ha d'o implijout. Kontoù doppelganger a vez graet eus ar c'hontoù-se ha ret eo dezhe chom dizimplij ha bezañ lakaet warne ur c'hemenn sklaer a zisklêr o fal ha gant ul liamm a gas davet ar bajenn bersonel pennañ.

Margodenniñ evit brudañ tabutoù ha klask skoazell

kemmañ

Didereat eo brudañ tabutoù war ar stern war ar Wikipedia dre glask lakaat tud all da dont d'enrollañ a-ratozh-kaer evit pouezañ war an tabutoù-se hag evit o lakaat da vont war un tu pe un tu all. Didereat eo ivez goulenn ouzh mignoned/ezed, kerent hag all krouiñ kontoù evit sevel a-du gant un implijer/ez bennak war un tem resis, da skouer un tabut pe ur votadeg. Rankout a ra seurt kontoù-brudañ bezañ stanket raktal ha hep rakkemenn en ur gemenn abeg ar stankadennoù memes tra.

Penaos anavezout ha dont a-benn d'ur vargodenn

kemmañ

Diaezet a-walc'h e c'hell bezañ dont a-benn da brouiñ ec'h implij un implijer/ez bennak meur a gont evit margodenniñ. Peurliesañ avat e c'hell bezañ souezhus gwelet un implijer/ez nevez-krouet gantañ/i ur gont nevez flimm-flamm kemer perzh e votadegoù, kaozeadennoù, tabutoù hag all en un doare aezet-tre hag o tiskwel anavezout mat mont-en-dro ar Wikipedia dre vras, da skouer o c'houlenn ma vefe didiverket rummadoù ha pennadoù zo.

A-wezhioù e teu da vezañ sklaer ez eus meur a den o labourat war an hevelep tu atav en ur sevel goulennoù hag oc'h ober evezhiadennoù heñvel-poch hag o sevel a-du pe a-enep d'an hevelep tabutoù bewech.

N'eo ket seurt heñvelderioù trawalc'h avat evit talvezout da brouennoù evit disklêriañ da vat ez eus un implijer/ez bennak oc'h implijout lieskontoù evit margodenniñ.

Ouzhpenn-se, ma vez boulc'het ha kemmet meur a bennad war un dachenn ledan (100 degasadenn pep hini d'an nebeutañ) e talvezfe kentoc'h evit diskwel n'eo ket lieskontoù dindan kiriegezh un implijer/ez nemetken met meur a impljer/ez gant bep o c'hont.

Bez' e c'heller goulenn ma vo gwiriekaat identelezh IP meur a implijer/ez evit goût hag-eñ emañ an hevelep implijer/ez oc'h implijout meur a gont disheñvel. N'eus nemet un nebeud tud bet aotreet da wiriekaat chomlec'hioù implijerion/ezed enrollet evit gwareziñ gwirioù prevezded an holl implijerion/ezed. N'eus betek-henn hini ebet bet aotreet d'en ober war ar Wikiedpia e brezhoneg. Evit goulenn ma vo gwiriekaet identelezh meur a implijer/ez a-benn klask goût hag-eñ int ar memes den pe get e ranker lakaat ur reked war ar bajenn-mañ war ar Wikiepdia e saozneg : Rekedoù gwiriekaat identelezh IP un implijer/ez. Ret eo diwall memes tra, rak bez' e c'hell un implijer/ez kaout meur a IP disheñvel, lakaomp ma labour dindan un anv er gêr ha dindan un anv all en ur siberkafe pe war he/e labour.

M'eo bet tamallaet deoc'h dre fazi bezañ ur vargodenn, arabat mont e fulor pe mont kuit diouzhtu. Kit e darempred gant an implijer/ez pe ar merour bet lakaet ar c'hemenn war ho pajenn bersonel ha displegit dezhe an abegoù. Sur-mat e vo kavet un diskoulm buan-ha-buan.

Lakaat war-wel kontoù-margodenniñ

kemmañ

Bez' e c'heller lakaat ar patrom-mañ war pajenn bersonel un implijer/ez hag a c'hellfe bezañ ur vargodenn anezha/i:

  Margodenn

Ur vargodenn eo an implijer/ez-mañ. Sellit ouzh ar bajenn gaozeal evit gouzout hiroc'h.

({{Margodenn}})

Gwelet ivez

kemmañ