Wikipedia:Menegit ho taveoù
Mat eo bezañ resisoc'h ha kaout un daveenn asur: lavaret piv en deus lavaret kement-mañ ha pelec'h e c'haller kaout kement-se (ha reiñ daveennoù a-zoare: levr, lec'hienn... pajenn, bloavezh).
Wikipedia n'eo ket un dave
kemmañN'hall ket Wikipedia (an hini brezhonek pe ar reoù all) bezañ lakaet da zaveenn. Dav eo kaout "eildaveennoù", da lavaret eo un oberenn diavaez (geriadur, studiadenn...) hag a c'hall bezañ gwiriet aes.
Goulenn ma vefe lakaet daveennoù
kemmañSkrivañ evel-henn : {{Daveoù a vank}} war-lerc'h an arroudenn a gav deoc'h e vefe mat kaout un dave pe veur a hini.
Evel-just eo ne dalv ar boan goulenn daveennoù nemet evit traoù hag a c'hallfe sevel breud diwar o fenn, pe douetañs. Ne servij da netra lakaat war-lerc'h «gwenn eo an erc'h» pe «ur golvan a zo ul labous». Met evit traoù dic'hortoz pe nebeut anavezet evel «an dugez Anna a blije dezhi c'hoari ar bouloù» eo mat lakaat e pelec'h eo bet pesketaet seurt keloù ganeoc'h.
Lakaat an daveennoù e stumm notennoù
kemmañEvit lakaat notennoù, skrivañ an traoù etre <ref></ref> ha goude lakaat <references/> e traoñ ar bajenn (ma n'emañ ket c'hoazh), pe neuze, pa vez c'hoant lakaat bihanoc'h, pe war zaou vann: {{reflist}} {{reflist|2}}. Da skouer, m'ho peus c'hoant da venegiñ pelec'h ho peus kavet ar c'hevatal brezhonek d'ar galleg "Olympe":
- Olimpos<ref>Roparz Hemon, ''Nouveau dictionnaire breton-français'', Al Liamm, 1978, p.606a.</ref>