Wikipedia:Merour/Kadwalan
Ar bajenn-mañ a zo un dilennadeg evit dont da vezañ merour. Ar vot a zo o vont en-dro. |
Echuet eo ar vot. Setu an disoc'h:
Evit | A-enep | Neptu | Diviz |
---|---|---|---|
10 (100%) | 0 (0%) | 0 (0%) | Dilennet eo Kadwalan da verour ar wikipedia brezhonek |
Goulennet ez eus bet ganin (gant Benoni) lakaat ma anv da vont da verour. Kontant on da reiñ an dorn d'ar verourien all peogwir ez eus ezhomm skoazell. Emaon o kemer perzh er wikipedia brezhonek abaoe miz Genver 2006. Setu e anavezan mat a-walc'h ar mont en-dro anezhañ bremañ. Lod ac'hanoc'h a anavez ac'hanon dija ha gallout a ra an holl mont da sellet ouzh ma zamm pajennig evit ober gwelloc'h anaoudegezh ha gwelet roll ma fennadoù. Plijout a rafe din gwelet ar wikipedia brezhonek o kreskiñ buan ha kalz muioc'h a dud o kemer perzh ennañ abalamour ma'z eo ur benveg dispar ha marc'hadmat d'an holl da zeskiñ a bep seurt traoù en hor yezh. Setu e kavan naturel sammañ ul lodennig ouzhpenn eus al labour ma'z eus ezhomm. --Kadwalan 5 Mez 2007 da 23:28 (UTC)
A-du
- E gwirionez ne van nemet daou verour oberiant d'ar mare-mañ. Un dra vat eo sammañ tud all a yaoul vat evit reiñ un tamm dorn. Ul labour skuizhus a-walc'h na blij ket eo hini ur merour, ha kalz plijusoc'h evel-just sevel pennadoù hepmuiken, met tamm-ha-tamm e vez lakaet un tamm urzh er raktres-mañ ha dre se ec'h aiao war-raok ivez. Trugarez evit lakaat da anv. Neal (Kaozeal) 6 Mez 2007 da 06:51 (UTC)
- Evel-just... Benoni (Kaozeadenn) 6 Mez 2007 da 12:03 (UTC)
- Unan muioc'h ' vezo ket falloc'h. --Ronan 6 Mez 2007 da 17:28 (UTC)
- Kae'ta rak labour'zo.--Gwendal.P 13 Mez 2007 da 07:57 (UTC)
- Dispar! --Gwendal 13 Mez 2007 da 18:11 (UTC)
- Un dra vat eo rak labour 'zo--Ifig 13 Mez 2007 da 19:03 (UTC)
- Degemer mat ! --Paotr 14 Mez 2007 da 06:26 (UTC)
- Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 06:59 (UTC)
- --Ch. Rogel 16 Mez 2007 da 19:34 (UTC)
- --Llydawr 16 Mez 2007 da 21:38 (UTC)
A-enep
Nag a-du nag a-enep
Na gemer ket perzh er vot
Kaozeadennoù
Petra 'soñjez eus tostaat ar wikipedia ouzh ezhomm an dud o teskiñ ar yezh, hag eus lakaat troioù-lavar er pennadoù? Bianchi-Bihan 12 Mez 2007 da 07:52 (UTC).
- N'on ket a-enep met ar verourien n'o deus ket muioc'h a wirioù war an dachenn-se evit ar re all 'm eus aon. Setu e vefe kerkoulz komz eus an dra-se war hon fajennoù kaozeadennoù da'm soñj. --Kadwalan 12 Mez 2007 da 10:05 (UTC)
- Na war an dachenn-se na war ar pennadoù: ar c'henemglev a dleje bezañ ar reolenn. Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 06:55 (UTC)