Wikipedia:Merourien/Dielloù/Melestrerien

Melestrerien ar Wiki brezhonek : unan hepken (da c'hortoz)

kemmañ

N'eus ket a velestrerien evit ar Wikipedia brezhonek c'hoazh.

Dilennet e vint pa vo degadoù a dud savet ganto ouzhpenn kant pennad hir awalc'h.

Da c'hortoz eo posupl goulenn tra pe dra (nullañ pajennoù da gentañ holl, sellet ouzh pajennoù da nullañ) digant Aoineko, hemañ zo ur gall na oar ket ar brezhoneg met a zo prest da reiñ harp memes tra.

Goulenn evit bezañ melestrer

kemmañ

N'on ket a-du evit ma vo melestrerien c'hoazh. Ch. Rogel 16:46, 9 August 2005 (UTC)

It's nessecary to have an administrator to translate the interface. You are welcome to volunteer. --Node ue 16:59, 10 August 2005 (UTC)

N'eus ked émm anehe hoaz, pa vo nousped dén vo moien d'en om lakad da sevel votadegou evid kement-se. Lip-Chopin 20:44, 9 August 2005 (UTC)

N'hon eus ket ezhomm eus ur melestrer(unan hepken : enep menoz ar Wiki eo) nag eus ur skipailh melestrerien.
Pa vo troet fichennaoueg an etrefas , ne vo nemet goulenn digant Aoineko : kinniget en-deus ober. Ouzhpenn-se,un diotaj eo komz eus dilenn ur melestrer hepken. Pa vo dilennadegoù e vo evit dilenn 5 den d'an nebeutañ evit kempouezañ ar menozioù. Galloudoù a velestrerien a vez strizh ha n'eus ket un diforc'h bras diouzh galloudoù an izili boutin.
Pa weler war ar Wiki saozneg, petra a c'hell ober ar velestrerien? 1. Nullañ ar pajennoù divalav hag un tammig kempenn all 2. Kompezañ an tabutoù en ur c'hendivizout etrezo. Aze emañ ar c'hudennoù brasañ hag ezhomm ez eus eus ur skipailh gant ur spered kenlabour (ur bolitikerezh da sevel ha da zifenn a-raok ar genskridaozerien ivez) 3. Prennañ chomlec'hioù ar re o-defe gwastet pajennoù pe diverket labour reizh reoù all.
Ha setu tout !

  • Evit ar poent 1 : goulennet e vo digant Aoineko pa vo ezhomm
  • Evit ar poent 2 : n'eus tabut ebet p'eo bet savet un emglev war an doare-skrivañ e miz C'hwevrer ha betek-hen eo chomet fur a-walc'h an dud (pep tu a ra hervez e venozioù)
  • Evit ar poent 3 : dizimplij

Ne gomprenan ket peseurt mall a zo warnoc'h : grit strivoù evit kas ar Wiki brezhonek betek 1500 pe 2000 pennad hag e vo poent aozañ an traou. A-raok e vo un dael war bolitikerezh ar wiki (war sujedoù ha temoù) ha diouzh-se war bolitikerezh ar velestradurezh. En ur c'hortoz, kendalc'hit gant al labour ha n'eo ket bet gwall voulc'het c'hoazh.
Ch. Rogel 23:10, 10 August 2005 (UTC)

A-du :

  1. Node ue 03:34, 7 August 2005 (UTC)
  2. Fulup 10:50, 8 August 2005 (UTC)

A-enep :

  1. ...

A-du :

  1. Node ue 16:53, 8 August 2005 (UTC)

A-enep :

  1. ...