Wikipedia:Pajennoù da ziziverkañ
Goulenn ouzh ar verourien |
---|
Diverkañ raktal |
Kemmoù war ur bajenn bet gwarezet |
Kendeuziñ istor 2 bajenn |
Gwareziñ ur bajenn |
Adenvel pajennoù |
Adsevel pajennoù bet diverket |
Gwiriañ ul labour evit ur bot |
Savet eo bet ar bajenn-mañ evit goulenn ma vo adsavet (diziverket) ur bajenn bet diverket. Evit goulenn un dra bennak all ouzh ar verourien, klikit amañ.
Implijout ar bajenn-mañ
kemmañGant ar verourien e vez diverket ar pajennoù.
Peurliesañ eo reizh an divizoù, diouzh politikerezh an diverkañ pajennoù ha ne vez ket tabutet diwarno. Koulskoude e c'hall c'hoarvezout e vefe peadra da dabutal. Moarvat e c'hallo m:deletion management redesign diskoulmañ kudennoù a denn d'an diverkañ pajennoù a-wechoù.
Savet eo bet ar bajenn-mañ evit ma c'hallfe an implijerien n'int ket merourien tabutal war pajennoù bet diverket peogwir e soñjer eo bet direizh o diverkañ pe peogwir n'eo ket bet kelaouet ar saver anezho e oant e riskl da vezañ diverket pe c'hoazh peogwir n'int ket bet diverket evel m'eo dleet en ur heuliañ an hent bet diazezet evit se (gwelet Wikipedia:Pajennoù da nullañ).
Emichañs e chomo goullo ar bajenn-mañ ha ne vo ket implijet nemeur, pa ne vo ket kavet abeg er pajennoù bet diverket.
Gras d'ar bajenn-mañ e c'hall ar verourien bezañ un tamm kadarnoc'h en o folitikerezh diverkañ ivez ; daoust da se e vo degaset da soñj eo skoemp a-walc'h mont da adsevel pennadoù bet diverket. Setu e chom kizidik a-walc'h an afer.
Setu an doare : mar fell deoc'h e vefe diziverket ur pennad bennak, lakait e anv war ar bajenn-mañ. Adsavet e vo gant ur merour hag enskrivet e vo gantañ adarre war Wikipedia:Pajennoù da nullañ. D'ar mare-se e vo lec'h da eskemm frankoc'h. Goude an eskemm e vo divizet ha miret pe diverket en-dro e vo ar pennad.
- Sellet ouzh ar votoù diverkañ pajennoù : war ober - dielloù
- Sellet ouzh ar goulennoù diverkañ war ar prim : war ober - dielloù
- Sellet ouzh an dielloù
Goulennoù bet respontet dezho
kemmañGoulennoù distaolet
kemmañWikipedia:RA/Notenn:Goulennoù distaolet
Alexandre Scheuer
kemmañAlexandre Scheuer, politikour lec'hiel, anavezet e korn-bro An Oriant hepken.
- @Dakbzh: N’eo ket bet diverket ar bajenn-mañ, neuze ne c’hell ket bezañ diziverket. Emichañs emout o klask Wikipedia:Pajennoù da nullañ. Ne zilec’hian ket da c’houlenn aze peogwir n’am eus ket c’hoant reiñ da soñjal e rafen ar goulennoù hag ar respontoù. Huñvreüs (kaozeal) 11 Ebr 2022 da 08:27 (UTC)
- Demat. Faziet on, diverkañ a faote din lâret. Dakbzh (kaozeal) 11 Ebr 2022 da 11:20 (UTC)