Wikipedia:Rollad evezhiañ

Ar rollad evezhiañ a zo ur roll eus ar pennadoù hag a zo dindan o evezh. Da lavaret eo, pa vez ur c'hemm war unan eus ar pajenn emaoc'h o evezhiañ e teu a-wel en o rollad evezhiañ. Ur beñveg hag a servij da heuliañ ar pennadoù eo. Kelaout oc'h neuze eus kemmoù, kresk ha dre-se emdroadur ar pennadoù a evezhioc'h.

Penaos ober ? kemmañ

Evit lakaat ur pajenn dindan o evezh e rankoc'h klikañ war ar pempilh "evezhiañ"

An destenn mañ a teu war wel pa glokoc'h war "evezhiañ" (ur skouer eo) :

"Ouzh ho rollad evezhiañ eo bet ouzhpennet ar bajenn "Shadok" (paouez da evezhiañ). Kemmoù da zont ar bajenn-mañ ha re ar bajenn gaozeal stag outi a vo rollet amañ hag e teuio ar bajenn e tev er rollad evezhiañ evit bezañ gwelet aesoc'h ganeoc'h.

Evit tennañ ar bajenn-mañ a-ziwar ho rollad evezhiañ, klikit war "paouez da evezhiañ" er framm merdeiñ."