Wikipedia:Rummadiñ
Politikerezh ofisiel Ur politikerezh ofisiel war ar wikipedia-mañ eo hemañ, bet tizhet un emglev ledan diwar e benn hervez disoc'h ur votadeg. |
Kavet e vo amañ un nebeud kuzulioù ha mennozhioù evit sevel rummadoù.i
Da betra servij rummata
kemmañPenaos rummadiñ en un doare efedus
kemmañ- Sellet ma 'z eus dija rummadoù a glot gant dodenn ar pennad.
- Krouiñ rummadoù resis ha sklaer.
- Lakaet e vez ar rummadoù el liester war ar wikipedia brezhonek (ur bennaenn ofisiel eus ar wikipedia brezhonek eo ar reolenn-mañ): Rummad:Strolladoù sonerezh rock, Rummad:Amprevaned ha ket "Rummad:Strollad rock" pe "Rummad:Amprevan", da skouer.
- Ne dalv ket ar reolenn-mañ evel-just pa reer dave d'un dra resis, d'ur stroll, d'ur mennozh difetis, hag all : Rummad:Eil Brezel-Bed, Rummad:Sokialouriezh, h.a.
- Mar kavit ur rummad enni ouzhpenn 100 pennad e talvez moarvat ez eo ret krouiñ is-rummadoù.
- Dre vras ez eo gwelloc'h chom hep lakaat ur pennad en ur rummad hag unan (pe meur a hini) eus e is-rummadoù.
Lec'hiadur ar merkerioù rummadoù
kemmañEz-teknikel e c'heller lakaat ar merker el lec'h ma vez c'hoant war ar bajenn (penn-kentañ, kreiz, dibenn): krouet e vo ar rummadoù en hevelep doare. Da ziwall zo avat: lakaat ar merkerioù e penn-kentañ pe e kreiz ar bajenn a grou linennoù gwenn ouzhpenn. Ouzhpenn-se n'eo ket gwall bleustrek. Kuzuliet eo eta :
- strollañ merkerioù ar rummadoù e dibenn ar bajenn ;
- lakaat ul linenn wenn a-raok ha war-lerc'h ar merkerioù rummadoù.
- Kemeromp skouer ar c'hazh :
(Linenn wenn)
[[Rummad:Loened ti]]
[[Rummad:Felidae]]
[[Rummad:Kazh]]