Andreas William Heinesen (15 Genver 1900 - 12 Meurzh 1991) eo ar skrivagner anavezetañ en enezeg Faero. Barzh danek, sonaozer ha livour e oa ivez.

Poltred William Heinesen, war un timbr embannet e 1988

Mab e oa d'ur marc'hadour eus Tórshavn ha d'un Danadez. Desavet e voe e daneg hag er yezh-se eo en deus skrivet e oberenn, barzhonegoù, danevelloù ha romantoù. E 1965 en doa bet Priz lennegezh Kuzul an Norzh, gant e romant Det gode håb. Troet e voe al levr-se e faeroeg da c'houde.