WinRAR a zo ur c'hoazer restroù shareware krouet gant Eugene Roshal. Paeüs eo met posupl eo pellgargañ un eilstumm-esa a yelo en-dro e-pad 40 devezh. Goude 40 devezh e vo ar choaz gant an implijer etre prenañ ar meziant pe kenderc'hel d'ober gantañ gant ur prenestr "pop-up" o vezañ diskouezet bewech ma tigorer anezhañ.

WinRAR
Diorroer Eugene Roshal / Alexander Roshal
Stumm diwezhañ 3.92 - 15 a viz C'hwevrer 2010
Yezhoù liesyezhek
Doare Koazher a restroù
Lec'hienn web [http://www.rarlab.com www.rarlab.com]

Unan eus an nebeud meziantoù gouest da grouiñ restroù RAR eo rak perc'henner eo an doare-kodañ. Gallout a ra krouiñ restroù ZIP ivez ha diwaskañ restroù CAB, ARJ, LZH, TAR, GZ, ACE, UUE, BZ2, JAR, ISO, 7z ha Z.

Gallout a ra kodañ an dielloù gant AES hag un alc'hwez 128 bit anezhañ. Dielloù emdennus pe liesrannel a c'hell krouiñ ivez.

Liammoù diavaez kemmañ