Wire
Ur strollad sonerezh punk, rock ha sonerezh arnod a Vro-Saoz eo Wire. Savet eo bet e 1976 gant Graham Lewis (gitar boud, kan), Bruce Gilbert (gitar), Colin Newman (gitar, kan) ha Robert Gotobed (taboulinoù).
Alies e vez lavaret ez eo Wire ur strollad post-punk (pe punk arzel). Kroget eo gant ur bladenn punk da vat (Pink Flag, 1977) a-raok cheñch penn d'ar vazh ha sevel tonioù luzietoc'h ha diazezet war implij ar pianoioù tredan (Chairs Missing e 1978 ha 154 e 1979). Setu perak ez eo gwelet evel ul levezon gant ur bern strolladoù all, en o zouez The Urinals, The Minutemen, R.E.M. (adenrollet ganto ar ganaouenn "Strange" war o fladenn Document) hag ivez, tostoc'h ouzhomp re all evel Bloc Party, Futureheads pe c'hoazh Franz Ferdinand.
E 1979 ez eus bet dizemglev er strollad, ha setu perak ez eo ken liesseurt (ha diaes da selaou a-wechoù) ar bladenn Document & Eyewitness.
Goude-se eo chomet ar strollad a-sav e-pad pemp bloaz (1980-1985). Pep ezel en deus savet sonerezh diouzh e du, pe kenlabouret gant tud all dindan an anvioù Dome, Cupol, Duet Emmo. Colin Newman en deus embannet meur a bladenn e-unan. E 1985 eo bet bodet ar strollad en-dro, hag ar wech-mañ en deus splujet er sonerezh elektronek. E 1990 e lavare Gotobed, an tabouliner, e oa deuet da vezañ «an elfenn a re».
Kendalc'het o deus an tri all da labourat heptañ dindan an anv "Wir", hag ur bladenn a zo bet embannet ganto (The First Letter, 1991). N'eo ket bet degemeret mat-tre, met anat eo o doa lañs pa geñverier anezhe ouzh ar peurrest eus strolladoù ar mare-se. E 1999 eo bet savet ar strollad en-dro.
Er penn-kentañ o deus kinniget seniñ o c'hanaouennoù kozh en-dro (abadenn er Royal Festival Hall). Da c'houde o deus graet un droiad er Stadoù-Unanet hag un nebeud abadennoù er Rouantelezh-Unanet. Er memes koulz e profit ar strollad da nevesaat e zoare sonerezh : gitar ha taboulinoù a ya buan-tre evel ma c'haller klevout war an daou EP (Read and Burn 1 ha 2) hag ar bladenn LP (Send) embannet e 2003.
Ul levezon bras evit ar sonerien britpop eo bet Wire : ar ganaouenn "Connection", savet gant Elastica a zo diazezet war ar memes notennoù hag ar memes lusk ha "Three Girl Rhumba", bet savet gant Wire e 1977. A-benn ar fin ez eo heñvel a-walc'h Wire ouzh The Velvet Underground : n'o deus ket gwerzhet ur bern pladennoù, met levezonet o deus ur bern strolladoù all.
Pladennaoueg
kemmañPladennoù LP
kemmañ- Pink Flag (1977)
- Chairs Missing (1978, UK #48)
- 154 (septembre 1979, UK #39)
- The Ideal Copy (987, UK #87)
- A Bell Is a Cup...Until It Is Struck (1988)
- Manscape (1990)
- The Drill (1991)
- The First Letter (1991)
- Send (2003)
Singles hag EP
kemmañ- Mannequin / 12XU / Feeling Called Love (1977)
- I am the Fly / Ex-Lion Tamer (1978)
- Dot Dash / Options R (1978)
- Outdoor Miner / Practice Makes Perfect (1979, UK #51)
- A Question of Degree / Former Airline (1979)
- Map Reference 41°N 93°W / Go Ahead (1979)
- Our Swimmer / Midnight Bahnhof Cafe (1981)
- Crazy About Love / Second Length (Our Swimmer) / Catapult 30 (1983)
- Snakedrill (EP,1986)
- Ahead / Feed Me (live) (1987)
- Kidney Bingos / Pieta (1988)
- Silk Skin Paws / German Shepherds (1988)
- Life in the Manscape / Gravity Worship (1990)
- So and Slow It Goes / Nice from Here (1991, dindan an anv Wir)
- First Letter / The Last Number (1995, gant Hafler Trio)
Dastumadegoù ha pladennoù live
kemmañ- Document and Eyewitness (live, 1981)
- Play Pop (1986)
- In the Pink (live, 1986)
- The Peel Sessions (EP, 1987)
- It's Beginning To And Back Again (live, 1989)
- On Returning (1977-1979) (1989)
- Double Peel Sessions (1990)
- 1985-1990 The A List (1993)
- Exploding Views (1994)
- Behind the Curtain (1995)
- Turns and Strokes (1996)
- Coatings (octobre 1997)
- On The Box: 1979 (2004)
- The Scottish Play: 2004 (2005)