Women Airforce Service Pilots
Ar Women Airforce Service Pilots (WASP), pe Women's Army Service Pilots, a oa un aozadur maouezed blenierezed kirri-nij en aerlu ar Stadoù Unanet. Izili e oant eus an United States federal civil service. Merc'hed ar WASP na oant ket soudardezed hervez o statud. Daou aozadur a oa bet savet en a-raok, anvet ar Women's Flying Training Detachment (WFTD) hag ar Women's Auxiliary Ferrying Squadron (WAFS), an daou aozadur a oa bet savet pep hini eus e du e miz Gwengolo 1942. Hendad an aozadurioù blenierezed kirri-nij trevour e oant, hag a voe stag ouzh an United States Army Air Forces. O c'hefridioù a oa lies, liammet gant bleniañ kirri-nij brezel e-pad an Eil Brezel-bed. D'ar 5 a viz Eost 1943, an WFTD hag ar WAFS a voe kendeuzet evit sevel an aozadur WASP.
A-raok ar WASP e oa bet ar Women's Flying Training Detachment (WFTD) hag ar Women's Auxiliary Ferrying Squadron (WAFS). An div aozadur a oa bet savet pep hini eus e du e miz Gwengolo 1942. Diazez e oant bet a-fed aozadurioù nij trevour evit ar maouezed, ha stag e oant d'an United States Army Air Forces evit nijal kiiri-nij brezel e-kerzh an Eil Brezel-bed. D'ar 5 a viz Eost 1943, an WFTD hag ar WAFS a oa kendeuzet evit krouiñ ar WASP .
Ar c'hempennidigezh etre ar WASP hag an US Army Air Forces a oa bet torret d'an 20 a viz Kerzu 1944. E-pad an oberiadurioù-brezel, pep ezel eus ar servij en devoa erlec'hiet ur gwaz nijer evit nijoù brezel pe obererezhioù all. Nijet ez eus bet 96 milion kilometrad; dezouget a-bep seurt nijerezioùù milourel; lakaet da nijal palioù evit gourdoniñ an ar skipailhoù enep-nijerezioù. 38 maouez WASP a zo marvet hag unan a zo steuziet e-pad kefridioù. Betek-henn ne ouier ket petra a zo erruet dezhi. E 1977, evit o servij e-pad an Eil Brezel-bed, e voe enoret an izili gant ur statud veterant. E 2009 e voent enoret gant ar C'hongressional Gold Medal.