World Community Grid
World Community Grid (WCG) zo ur steuñv savet evit sikour ar skiantourien en o enklaskoù dre implij urzhiataerezioù an dud. Lañset e voe d'ar 16 a viz Du 2004, kenurzhiet eo gant IBM gant ur poellad a gaver war ar savennoù Windows, Linux, macOS, hag Android.
World Community Grid
Rann eus | Berkeley Open Infrastructure for Network Computing projects |
---|---|
Deiziad krouiñ | 16 Du 2004 |
Tachenn labour | volunteer computing |
Stad | Kanada |
Deiziad embann | 16 Du 2004 |
Oberataer | Krembil Research Institute |
Savenn | x86, ARM |
Lavar programiñ | C++ |
Depends on software | Berkeley Open Infrastructure for Network Computing |
Lec'hienn ofisiel | https://www.worldcommunitygrid.org |
URL gwazh | https://www.worldcommunitygrid.org/about_us/displayNews.do?rss=1 |
Oc'h implij ur rouedad urzhiataerezioù lies e stumm ur gumuniezh, World Community Grid en deus bet sikouret da labourat war ar genome denel, ar SIDA, dengue, Krign-bev, influenza, Ebola, gwellaat produerezh ar riz, an energiezhoù prop. E miz Meurzh 2018, an aozadur a oa liammet gant 449 embregerezh pe aozadur all evit labourat gant e-tro 52 000 implijer engouestlet, en holl ez eus bet labouret evit 1,5 milion a vloavezhioù.