World Wide Web Consortium

Logo ar W3C

Ar World Wide Web Consortium (anvet ar W3C peurliesañ) a zo un aozadur reolata hep pal kenwerzhel bet krouet e miz Here 1994. Aozet eo evel ur c'henseurtiz etrebroadel. Ennañ e labour asambles aozadurioù ezel, ur skipailh tud gopret hag ar publik evit ma vo diorroet reoladoù da vezañ implijet er World Wide Web. Termenet eo bet e bal evel-se : "kas diorroadur ar World Wide Web d'e galloudezhioù brasoc'h m'eo posupl tizhout anezho en ur sevel protokoloù hag hentennoù ma 'z eont da bourchas ur c'hresk padus". Krouiñ a ra ar W3C poelladoù ha kas a ra oberioù evit an deskadurezh hag an enklask hag ur forom ivez.

E penn ar W3C emañ Tim Berners-Lee, hemañ krouer kentañ reoladoù an URL (Uniform resource locator), an HTTP (Hypertext Transfer Protocol) hag an HTML (HyperText Marked-up Language), an holl diazezoù pennañ teknologiezhioù ar World Wide Web.


IstorAozañ