Ar Wreocensæte a oa ur rouantelezh angl-ha-saoz meneget en Tribal Hidage. N'eo ket sklaer e pelec'h edo met a vent e oa gant Essex pe Sussex gant 7000 hid. War a seblant edo etre Kembre ha Mercia, war-du norzh rouantelezh ar Magonsæte. Da Vercia e oa sujet. En em astenn a rae war dachenn ar geoded gozh Viroconium Cornoviorum (Wroxeter hiziv) ha goloiñ a rae un darn vras eus ar Cheshire hag ar Shropshire a hiziv.

Wreocensæte
VIvet kantved – VIIIvet kantved Flag
Location of Rouantelezh Wreocensæte
Location of Rouantelezh Wreocensæte
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Hensaozneg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouidigezh VIvet kantved
 - Staget ouzh Mercia VIIIvet kantved


Evel ar rouantelezhioù sujet arall e voe staget a-nebeudoù ouzh Mercia e-pad ar VIIIvet kantved.


Unpennoù ar Wreocensæte

kemmañ

N'anevezer nemet ur roue eus ar Wreocensæte : Eowa a voe lazhet e Emgann Winvaed e 642 pa oa o stourm evit Penda Mercia

Liammoù diavaez

kemmañ
  • Brooks, Nicholas, "The formation of the Mercian kingdom" in S. Bassett (ed.), The Origins of the Anglo-Saxon Kingdoms. Leicester: Leicester University Press, 1989. ISBN 0-7185-1317-7
  • Gelling, Margaret, "The early history of western Mercia" in S. Bassett (ed.), The Origins of the Anglo-Saxon Kingdoms. Leicester: Leicester University Press, 1989. ISBN 0-7185-1317-7