Ur rannvro eus Sina eo Xinjiang (sinaeg 新疆 , pinyin Xīnjiāng "Bevenn Nevez"; ouigoureg: LFE شىنجاڭ Shinjang), anv klok: Republik Ouigourek Emren Xinjiang.

Al Lop Nor dre loarell

Xiju eo anv kozh ar proviñs (proviñs ar c'hornog). un anv all hag a vez implijet gant an Ouigoured eo "Turkestan ar Reter". Ürümqi eo ar gêr-benn.

Yezhoù kemmañ

Sinaeg rannyezh Mandarin an norzh a vez komzet du-se. Komzet e vez ivez an ouigoureg (ur yezh turk) met deuet eo war wel kalz diwezhatoc'h eget ar sinaeg (1000 bloaz goude ar sinaeg). A-raok e veze komzet tokharianeg met aet eo da get e bloavezhiou 1300. Yezhoù all vez komzet ivez. An tadjikeg (tost d'an afghaneg). Met, siwazh ez int rediet da studial en ouigoureg gant Bro Sina. E-pad bloavezhioù e oa bet an ouigoureg ar yezh komzet ar muiañ met bremañ eo adarre ar sinaeg ar yezh komzet ar muiañ.

Istor kemmañ

 
E-kichen hent-real Karakorum
 
Lenn Tianchi

Abaoe pell e veve an Dokharianed (indo-europeaned) er vro pa e aloub Rouantelezh Wei ( Norzh Sina) ar rannvro e -170 a benn difenn d'an Xiongu ( pobl turc'h) da gontroliñ hent ar sidan. E 751 e koll ar Siniz Emgann Talas a-enep ul lu muzulman savet gant Tibetiz, Arabiz ha Mongoliz. 10 000 a enep 150 000. E penn kentan eo 30 000 al lu sinad met e pad an emgann e cheñch 20 000 Turc'h a zu evit sikour al lu muzulman a vo 170 000. En desped da vezan trec'h, al lu muzulman ne zistroio ket ken ken start oa an emgann ha ken kreñv oa ar Siniz. Padet en deus an emgann 5 devezh.

E 840, ur pobl turc'h : an Ouigoured o vevañ e Mongolia a zo faezhet gant ur pobl turc'h all: ar C'herghiz. Trec'hiñ a reont kuit betek ar Xinjiang ha sevel a reont ur rouantelezh. Tamm ha tamm e vo asimilet ar poblou all gante ha mont a reas da get ar yezh wir Xinjiang : an Tokharian.( marteze war-dro 1300).

Aloubet eo Xinjiang gant Gengis Khan.

E keit se e oe aloubet Sina ivez gant Mongoled (dinastiezh Yuan). A balamor da se n'int ket deuet a benn da gontrolin adarre ar provins kollet met e 1759 e teuint a-benn d'adkavout ar provins kollet agnt an dinasti Qing.

Goude 1759 e oa bet staliet atantoù sinad dreist holl en Ürümqi peogwir e oa ur c'horn aes da labourat an douar ennañ. Kresket en doa bras niver a Haned ennañ hag e 1830 e oa war dro 155 000 Han staliet.

An Ouigoured a zo o vevañ er Xinjiang met n'int nemet 7 milion ken diwar an 20 milion a dud a zo eno. An trevadenniñ kaset gant an Haned (pobl vrasañ Sina) a zo kaoz int erru ur vinorelezh en Xinjiang. E 1980, 1995 ha 1997 e oa bet emsavadegoù ha bec'h bras er vro abalamour da se.

Politikerezh kemmañ

20 miliard a donennoù a eoul-maen zo en douar (da lavaret eo 30% eus eoul-maen Sina) hag un 10 miliard a vetradoù kub a aezhenn ivez. Un takad strategel evit ekonomiezh Sina enta.

 
Xinjiang e Sina, de facto
  中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.