Y Drych a oa ur gazetenn gembraek sizhuniek a veze embannet e Stadoù Unanet Amerika en XIXvet kantved.

Krouet e voe e 1851 e New York, gant an anv Y Drych Americanaidd. E 1855 e voe bodet gant ur gazetenn all, Gwyliedydd Americanaidd, ha diwar neuze e oa anvet Y Drych a'r Gwyliedydd. E 1860 e voe advadezet Y Drych hepmuiken, ha diazezet e voe e kêr Utica e stad New York. E 1865 e voe bodet gant Baner America hag anvet e voe neuze Drych a Baner America. Goude 1890 e veze graet Y Drych anezhi hepmuiken. Embannet e voe betek 1919.

Pouezusañ kazetenn gembraek ar Stadoù Unanet e voe en he amzer. Er gazetenn e veze kavet keleier eus Kembre koulz ha keleier diwar-benn Kembreiz er Stadoù Unanet, hag ur plas bras a veze roet d'an aferioù relijiel.

Liamm diavaez kemmañ