Y Ford Gron a oa ur gelaouenn viziek e kembraeg a veze embannet er bloavezhioù 1930. Y Ford Gron: papur Cymry'r byd e oa an titl leun, da lavaret eo "An Daol Grenn: kelaouenn Kembreiz ar bed".

Embannet e voe etre 1931 ha 1935 gant Hughes a'i Fab, un embanner levrioù ha kelaouennoù kembraek, diazezet e Wrecsam. Moullet e veze trizek mil skouerenn eus pep niverenn well-wazh ha c'hwec'h penny e oa priz pep skouerenn[1]. Bez' e oa unan eus ar c'helaouennoù kembraek a veze lennet ar muiañ en amzer-se ha kinnig a rae d'al lennerien traoù poblek, keleier ha pennadoù diwar-benn ar beajoù, ar c'hiz, an arzoù ha traoù all c'hoazh. Embannet e veze tresadennoù, skeudennoù, lizhiri digant al lennerien, embannoù bruderezh a oa ivez.

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. John Eilian. Y Casglwr. Kavet : 4 Mae 2012.